N'eo ket bepred aes d'ar skiantourion bout dizalc'h diouzh ar galloudoù politikel. Setu un nebeut skouerioù evit kompren penaos e oa an traoù en amzer gwezharall ha penaos ema hiriv.
125-Ar bolad kafe hag ar stankell-2019-41
13/04/2023
Pa evit ho polad kafe da vintin , ne ouiit ket pegement a energiezh a zo bet dober evit tommañ an dour. Ha pegement a zour a zo kouezhet ag ur stankell bennak evit kas tredan ha tommañ an dour.Gouiet e vo hiroc'h àr gement-se get ar gronikenn-mañ...
126-Skorn ha dour-2019-42
13/04/2023
Ar skorn a chom àr lein an dour. Ne vez ket james gwelet skorn e foñs ur sailhad dour. Un "iceberg" ne ya ket d'ar strad. Perak 'ta? Ar respont er gronikenn.
122-Blead burzhudus-2019-38
13/04/2023
Peurvuiañ, ne vez ket lakaet ar ger "burzhudus" goude ar ger "skiant". Neoazh, e vez klevet alies lâret penaos e oa bet "burzhudus" ar blez 1905 evit dazont ar fizik.
123-Diastuzerioù-2019-39
13/04/2023
Edan an ger "diastuzerioù" e vez kavet meur a rummad molekulennoù. Implijet int get ar labourerion douar, met get pep unan ac'hanomp ivez er gêr pe er jardrin.
124-Merc'hed, paotred, Amerikaned ha Prizioù Nobel-2019-40
13/04/2023
Un diforc'h bras a zo etre ar baotred hag ar merc'hed e tachenn ar skiant. Met unan'rall a zo etre ar broioù, ar pezh a zo diskouezet splann get listennad ar prizioù Nobel fizik.
113-Ar Soñjerien Du-2-Michell-2019-17
12/04/2023
Eil kronikenn a-zivout ar Sonjerien Du, ar re o-deus ijinet objedoù iskiz a-walc'h evit bout staget d'o anvoù an anv-gwan "du". Diwar-benn an "toulloù du" e vo kont ganeomp amañ.
114-Ar Soñjerien Du-3-Fritz Zwicky-2019-20
12/04/2023
Teirvet kronikenn diwar-benn "liv" du objedoù ar fizikourion. Klaskomp gouzout muioc'h diwar-benn ar materi du hag an energiezh du.
115-Hidrojen-1-2019-21
12/04/2023
Emañ e soñj ar sindikat "Morbihan Energiezhoù" sevel un unvez produiñ hidrojen. Un digarez da gomz ag ar goraj hidrojen.
110-Frig an dinozaored-2019-14
12/04/2023
Diaes evañ ur werennad dour pa sonjer e oa tremenet ar molekulennoù dour dre c'hwezigell un dinozaor. Esaeomp spisaat an afer-se.