War hentoù an antroposen

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

286-Gitarour astrofizikour-2026-05

286-Gitarour astrofizikour-2026-05

30/01/2026

Sevel unan ag ar strolladoù rock brudetañ er bed, soniñ gitar ha bout leun amzer e troiadoù didermen er bed a-bezh. Hag ouzhpenn-se, kas da benn un dezenn astrofizik? Dibosubl, a gredit? Ha neoazh, bout a zo unan hag en-deus talet douzh an dae-se.
[https://spiral.imperial.ac.uk/bitstreams/e98086e0-782f-43f2-a985-f07f756fdd7f/download] (https://spiral.imperial.ac.uk/bitstreams/e98086e0-782f-43f2-a985-f07f756fdd7f/download)


285-Kabiten Entropiezh-2026-03

285-Kabiten Entropiezh-2026-03

16/01/2026

"Captain Entropy" eo titr ur bladenn a oa bet savet e 1973 get Bruce Haack , paotr donezonet-kaer àr tachenn ar sonerezh (sonerezh elektronek dreist-holl). En e sonennoù e tispleg d'ar vugale - ha d'ar re gozh ivez - traoù a bep sort a-zivout skiant.
Amañ e komz ag an "entropiezh", a zo marset unan ag ar meizadoù fizikel diaesañ da zisplegiñ -ha da gompren.


284-Carl Sagan(3)-Ar c'halander kosmek-2025-51

284-Carl Sagan(3)-Ar c'halander kosmek-2025-51

19/12/2025

Ijinet eo bet kalander "An hollved e-korf ur bloavezh" gant ar steredoniour Carl Sagan (1934-1996). Sagan a zo bet an hani kentañ é tisplegañ istor an hollved degaset da ur bloavezh.


283-Carl Sagan(2)-The pale blue dot-2025-49

283-Carl Sagan(2)-The pale blue dot-2025-49

05/12/2025

"Ar poent glaswenn". E 1990 en-doa goulennet Carl Sagan get an Nasa ma vehe tennet ur foto ag an Douar ha pa oa arruet pell pell ar sont Voyager (Tost e oa neuze eus ar blanedenn Sadorn). Àr ar foto-se e vez gwelet an Douar evel ur poent bihan, ur pik dister. Dirak ar skeudenn-se eh eus peadra da brederiañ, da soñjal en nitraigoù ma 'z omp en hollved. Pezh a ra Carl Sagan get komzoù kreñv.


282-Muzik kwantek-2025-47

282-Muzik kwantek-2025-47

21/11/2025

Douzh a seblant eh eus liammoù kreñv etre ar skrivañ algoritmoù evit an urzhiataer kwantek hag ar sonaoziñ pezhioù muzik.
[https://www.youtube.com/watch?v=8Itz5TqjeQ0] (https://www.youtube.com/watch?v=8Itz5TqjeQ0)


281-An 13vet bit-2025-45

281-An 13vet bit-2025-45

07/11/2025

Un darvoud iskis a zegouezhas e Belgia e 2003. Un darvoud a ziskouez splann deomp ne zlehemp ket bout dall é lakaat hor holl fiziañs en urzhiataerioù.
(Muzik: Laurie Anderson, "Let X = X "


280-Kimiezh evit an holl- Flaer fall e Waltham Abbey-2025-43

280-Kimiezh evit an holl- Flaer fall e Waltham Abbey-2025-43

24/10/2025

Un darvoud dic'hortoz e Waltham Abbey (e 1992) a zigas deomp un digarez da gomz a gimiezh.
[Virgulennoù son ha sonenn dibenn:“The Sulfur Blues”, Andrea Chiarini]


257-Daoust ha petrol a zo e Breizh-2024-14

257-Daoust ha petrol a zo e Breizh-2024-14

24/10/2025

Ur sell àr un dachenn nebeut anavet. Ha petrol a zo e Breizh? A-c'houde pell eh eus bet lâret a bep seurt diàr-benn ar sujed-se.
[Sonenn dibenn: "C'est la faute au pétrole", Gilles Servat.]


279-Prizioù IgNobel 2025-2025-41

279-Prizioù IgNobel 2025-2025-41

10/10/2025

Bep bloaz, e kreiz miz Gwengolo , e vez roet ar prizioù IgNobel. Un abadenn ha n'eo ket sirius tamm ebet! Labourioù klask droch. Ul luadenn diwar ar prizioù Nobel.
[https://improbable.com/ig/winners/#ig2023] (https://improbable.com/ig/winners/#ig2023)
[https://www.youtube.com/watch?v=z1cP4xKd_L4&t=2317s] (https://www.youtube.com/watch?v=z1cP4xKd_L4&t=2317s)


251-Hipathia-2024-02

251-Hipathia-2024-02

08/10/2025

Ur gronikenn en inour d'ur plac'h yaouank dieub, chomet he spered dizalc'h beteg ar marv, en ur gevredigezh na oa ket evit gouzanv ar plac'hed gouiziek.


Première Précédent Suivant Dernière