War hentoù an antroposen

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

300-Ha selaouet e vez RBG get an Ekstradouariz?-2026-46

300-Ha selaouet e vez RBG get an Ekstradouariz?-2026-46

13/11/2026

E-menn e ya d'en em goll gwagennoù RBG en egor divent? Daoust hag eñ e c'hellant bout resevet get ekstradouariz?


299-Priz Nobel kimiezh 2026-2026-44

299-Priz Nobel kimiezh 2026-2026-44

30/10/2026

Ar priz Nobel kimiezh a zo aet ar bloaz-mañ get Henri Kagan ha Kenso Soai.
Henri Kagan an hini eo en deus lakaet sintezenn ar molekulennoù organek – a zo pouezus evit produiñ al louzeier – da ober ur bazenn vras àr-raok.
An hentenn diorroet gant Kagan a zo àr un dro simpl hag ijinus. Diazezet eo war ur prosesus katalizenn nevezus.
Diazezet eo doare ober Kagan àr ar c'hiralder hag a zo ur perzh eus ar molekulennoù a zo enno un atom karbon asimetrek. Molekulennoù "kiral" a vez graet anezhe.
Evit gouiet hiroc'h a-zivout ar "c'hiralder":
[https://maestrovirtuale.com/fr/chiralit%C3%A9-%3A-qu'est-ce-que-c'est-et-exemples/] (https://maestrovirtuale.com/fr/chiralit%C3%A9-%3A-qu'est-ce-que-c'est-et-exemples/)


298-Studi var an astrou (2)

298-Studi var an astrou (2)

16/10/2026

Eil kronikenn diàr oberenn Paul LeBreton "Studi var an astrou". Ar wezh-mañ en em c'houlenn Lebreton «hag-eñ zo posubl mont d'ar loar pe d'ur blanedenn all bennak?»
Testenn P. Lebreton: [https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou/Hac_%C3%A8n_zo_possubl_mont_d%E2%80%99al_Loar_pe_d%E2%80%99eur_Blaneden_all_b%C3%A9nac] (https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou/Hac_%C3%A8n_zo_possubl_mont_d%E2%80%99al_Loar_pe_d%E2%80%99eur_Blaneden_all_b%C3%A9nac)
Sonenn: "Moonlight sonate" (Beethoven), piano: Igor Levit


297-Studi var an astrou(1)

297-Studi var an astrou(1)

02/10/2026

Ur levr skrivet en 19vet kantved, embannet e 1848 edan an titr "Studi var an astrou", un tretad astronomiezh e brezhoneg.
Piv a oa an hani en-doa bet ar soñj-se er prantad-se? E anv: Paul Lebreton.
Ur studiadenn get Nelly Blanchard a-zivout ar skrivagner: [https://journals.openedition.org/lbl/3772] (https://journals.openedition.org/lbl/3772)
Testenn an oberenn (da bellgargañ): [https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou] (https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou)
Sonenn: Eclipse[part 3], FMR


296-Garden City Kansas-2026-37

296-Garden City Kansas-2026-37

11/09/2026

Ur skouer ag ur c'hornad bro (er Stadoù Unanet) kousiet, saotret ha disec'het dre faot ar sistem sevel-loened industriel .
Sonennoù:
-Official Song About Garden City, Kansas · The Guy Who Sings Songs About Cities & Towns
-The smelly sow from Garden City, Ron Antosko


295-Planedenn gantreerez-2026-25

295-Planedenn gantreerez-2026-25

19/06/2026

Daou skipailh astronomourion hag astronomourezed a zo bet kavet gete ur blanedenn ispisial ha n'eo ket é troiñ en-dro d'ur steredenn.Kantreal a ra,digenvez, en egor divent. Peadra da vont pelloc'h evit kompren furmadur ar sistemoù planedennoù er Galaksi.
Sonenn gloziñ :
« Wandering Planet », Spacebirds – Album : Earth Calling Mars (2012)


294-Ar mekanik a chom a-sav-2026-23

294-Ar mekanik a chom a-sav-2026-23

05/06/2026

Prederi a-zivout hor bed a-hiriv a oa bet deskrivet tost-da-vat e 1909 get Edward Forster en un danevell titlet "Ar mekanilk a chom a-sav". Un danevell a laosk an den a-hiriv strafuilhet pa sonjer un tammig e stad ar bed a vevomp ennañ e penn kentañ an XXIvet kantved.
Sonenn: "Big Science", Laurie Anderson, album "Big Science", 1982


293-Kadmiom-2026-21

293-Kadmiom-2026-21

22/05/2026

Diwallit! A-dreñv e neuzioù kaer e kuzh an elfenn kadmiom galloudoù drouk !
Sonenn "Cadmiums" get Joe Hedges:
"We use the brightest blues and the realest red
Rich like a birthday cake like an icy spread"
[https://joehedges.bandcamp.com/track/cadmiums] (https://joehedges.bandcamp.com/track/cadmiums)


292-Akademgorod, kêr ar skiantoù-2026-17

292-Akademgorod, kêr ar skiantoù-2026-17

24/04/2026

E-tal Novosibirsk e kreiz Siberia ez eus bet savet ur gêr nevez anvet Akademgorodok (pe Akademgorod). Pal Kroutchev, a oa e penn an URSS er bloavezhioù 1950, a oa sevel ur gêr gouestlet penn-da-benn d'ar skiantoù.
Sonenn: Кошка Сашка-Академгородок (Koshka Sashka-Akademgorodok)
[https://www.youtube.com/watch?v=7VtElb9DyNA&list=PL5gpwfDWeSvB_N6ZeTUsNWvqsmw4_5uqU&index=6] (https://www.youtube.com/watch?v=7VtElb9DyNA&list=PL5gpwfDWeSvB_N6ZeTUsNWvqsmw4_5uqU&index=6)


291-A-venn e ta an avel

291-A-venn e ta an avel

10/04/2026

Prederi a-zivout un enklask a oa bet kaset da benn get J. Piaget kant vloaz zo. Goulennet e oa bet d'ar vugale respont d'ar goulenn-mañ:"A-venn (Eus pelec'h) e ta an avel?"
Sonenn: Dom Duff, A-du gant an avel (album "Babel Pow Wow",2013)


Suivant Dernière