"International Thermonuclear Experimental Reactor". Setu an anv a zo bet roet d'ur raktres etrevroadel kinniget èl an hani pouezusañ evit amzer da zont an energiezh. Sanset eo ITER diskoueziñ e vo posubl produiñ energiezh dre ar fuzion nukleel. E gwirionez, war a seblant, e vo hir an hent. Da skouer, rac'h an danvezioù (metaloù) ijinet betek hiriv a gozha re fonnapl a-gaoz d'an neutronoù produet get ar reaktadenn fuzion. Evel m'en-deus laret ur skiantour amerikan: " Energiezh an amzer da zont eo ar fuzion , hag e chomo energiezh an amzer da zont !"
Anavet mat e vez ar planedennoù e sistem an heol. A-c'houde gwerso e klaska an astrofizisianed dizoloiñ planedennoù e sistem ar steredennoù arall. Dek vlez zo ne oa ket posubl "gwelout" ar planedennoù-se. Gwellaet eo bet ar binvioù evezhiañ. Miliadoù a "blanedennoù" a zo bet dizoloet. Anvet int "ekzoplanedennoù".