Saotret eo ar c'hêrioù bras. Aezhennoù fall ha partikulennoù bihan-tre a za a bodoù skarzhañ ar c'hirri. Petra gober? Lod a lavar eo ret lemel ar c'hirri ag ar c'hêrioù. Lod arall a sonja eh-eus un diskoulm d'ar gudenn: ar c'harr tredan. Petra sonjal? Saotradur ebet get ar c'hirri tredan?
En amzer gwezharall ne ouie ket an dud rac'h ar pezh a zo bet degaset deomp get ar skiant. Ha neoazh, gi o-doa c'hoant kavout penn d'ar pezh a welent en-dro dezhe. Setu penaos emañ bet roet galloudoù a bep seurt d'ar loar. Lod anezhe a zo gwir, lod arall a zo kredennoù nemetken.