Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em Fenn - Merc'her 23 a viz Imbrilh

Avel em Fenn - Merc'her 23 a viz Imbrilh

23/04/2025

Ar fest 'Breizh Kernow' e Bredevi n'eo ket anavezet bras, mes tost eo doc'h kalon an dud a lak an eskemm get bro Gerne-Veur-mañ da veviñ. Barzh an abadenn-mañ e tispleg Patrick Lorho un tamm ag istoer ar fest, ha penaos emañ hiniv an deiz. Klevet vo un tamm tonioù enrollet àr an dachenn get strolladoù kerneveureg, ivez!
Modarall en en gavomp en-dro get Gerard Raoul aveid Pennad Kaoz ar Sizhun, e komz Laouen a gKeit Vimp Bev a-ziar ar livroù nevez e vo embannet get KVB d'an dilost-hañv, hag ar c'heleier zo kaset àr-eeun a studio RBG get Aodren Trehin.


Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Ebrel

22/04/2025

Daoust d’ur stourm bras bet kaset da benn gant kerhent ar vugale, e vo ur post labour hag ur c’hlasad nebeutoc’h e skol divyezhek publik St Rok e Lannuon . Sed aze ur gwall-daol evit ar skol-se divyezhek penn-da-benn met ivez ur gwall-daol evit an hentad divyezhek e Breizh a-bezh.
Penaos ober neuze ? Hiroc’h e vez lavaret gant Julie Lenoel, penn-renerez Skol publik St Rok ouzh mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr, deus Radio Breizh.
Gerard Raoul, deus Lezardrev a zo bet diwaller tourioù tan. Hennezh a displeg pegen danjerus ha fizikel e oa ar vicher, ur vicher en deus cheñchet kalz abalamour d’an emdroadur teknologel.
Ur Vouezh e Kerroc’h, sed aze tilt an dastumad barzhonegoù skrivet gant Jakez-Erwan Mouton, hag embannet gant Al Lanv. Magali Baron, deus Kuzul ar Brezhoneg, ha Tomaz Laken, o deus lennet anezhañ.
Keleier ar vro : Erwan Blanchard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 11 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Gwener 11 a viz Imbrilh

11/04/2025

Barzh an abadenn-mañ: an eil lodenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar livr Mael Granig, 'Mab Rozkelen', hag an eil lodenn ag an atersadenn get Jaime da Silva a gCasa Jubelein. Jaime a gomz a-ziar ar livr en deus skrivet hag a zo é c'hortoz embann, ag an diskouezadeg a vo geton e Gwened d'an 10 a viz Mae, ha desket vo muioc'h a-ziar dilhad kozh bro Gwened.
Kavet vo en-drou Gerard Raoult, paotr an tourioù-tan, ha Loeiz Beleg en deus kaset deomp ur gronikenn 'Ar Hentou an Antroposen' nevez, a-ziar an disparti etre ar skiant hag ar relijion...
Keleier ar vro get Gwenvael Delanoe.
Abadenn ragenrollet deiz ar skignadenn


Avel Em Fenn - Yaou 10 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Yaou 10 a viz Imbrilh

10/04/2025

Jaime da Silva zo paotr an dilhad kozh a zouar Gwened a douar an Alré: Get e stal Casa Jubelein e aoz abadennoù aveid an dud da zizoloiñ an dilhad, ar sevenadur ha yezhoù Breizh. Kontiñ a ra da Neshka a-ziar e stal, an c'hoefoù hag e skiant-prenet. Barzh ar gronikenn Barzaz hiniv e klevit a romant kentan e brezhoneg Mael Granig, ' Mab Rozkelen'. Kavet vo en-dro Gérard Raoul e Pennad Kaoz ar Sizhun, hag Aodren Trehin a lenn ar c'heleier. Abadenn ragenrollet devezh ar skignadenn.


Avel Em Fenn - Merc'her 09 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Merc'her 09 a viz Imbrilh

09/04/2025

Kanourion Kanerhog a zispleg petra 'lak sonerezh bro Gwened da vout dishañval doc'h ar mod ma vez sonnet e lec'hioù arall e Breizh, ha petra eo levezon ar yezh gwenedeg àr ar muzik.
Aet eo d'an Anaon Soig Siberil: chetu un tamm dielloù Radio Bro Gwened e gouil an Oriant get Soig Siberil aveid ean inouriñ.
Modarall vo kavet en-dro Gerard Raoul, diwallour tourioù-tan e bro-Dreger, hag ar c'heleier get Gwenvael Delanoe


Avel Em Fenn - Meurzh 8 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Meurzh 8 a viz Ebrel

08/04/2025

Barzhonegoù a bep seurt, gant skeudennoù dibar diwar-benn ar bugaleaj, ar garantez, ar beajoù, ar c’hleñved...Setu ar pezh e vez kavet e-barzh Ur Vouezh e Kerc'horr, dastumad barzhonegoù Jakez-Erwan Mouton, nevez-embannet gant Al Lanv. Muioc'h gant ar skrivagner, ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Deus Brest eo anv gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Bezañ diwaller tourioù tan, petra a dalv ?
Gerard Raoul a gont penaos e oa aozet ar vuhez bemdeziek ha penaos e oa elumet ar benveg-gelaouiñ tour tan Treoger, er c’hornog d’ar Jentilez, e bro Dreger.
Keleir ar vro : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 7 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Lun 7 a viz Ebrel

07/04/2025

Gwenvael Delanoe Ar Berr deus Radio Breizh, a zo bet o toullañ kaoz gant Gweltaz Moal evit gouzout hiroc’h war al labour a vez graet gant ar c’hooperativ Al Sanabel, e Palestina. Peadra da deskiñ un tamm muioc’h war ar vuhez o deus ar Balestinianis er maezioù eno.
Diwaller tourioù tan, setu ar vicher en doa graet Gerard Raoul, deus Lezardrev, e-pad bloavezhioù. Un tamm dre degouezh e teue da vezañ diwaller tourioù tan. Kont a ra diwar-benn e viher tremenet ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - 4 a viz Imbrilh - Kan Ar Bobl Special!

Avel Em Fenn - 4 a viz Imbrilh - Kan Ar Bobl Special!

04/04/2025

Un abadenn gouestlet da Gan ar Bobl penn-da-benn! Klevet vo an aozourion hag un nebeut tud a youl vad é prepariñ ar gouil aveidoc'h e Palez ar c'hendalc'hioù e Pondi, Julien Cornic, paotr Dastum Bro Dreger é komz a-ziar an dizkouezadeg pladennoù vinyl e mediaoueg Pondi da-geñver digoradur an diskouezadeg-se, hag un tamm dielloù RBG a 2023, get an daouad JulBerr doc'h mikro Enora Molac, é komz hag e soniñ èl just. Ur son mod 'botleg' ivez get kanerion Kanerhog, é soniñ ur c'has abarh e gouil ar Roue Waroch e Pleskob ar blez-mañ - kinniget vo ur staj kaniñ gete e Kan ar Bobl.
Modarall eh eus kronikenn Alan Goulven a-ziar ar yec'hed - an teirvet lodenn ag an heuldiadenn a-ziar ar sclérose en plaques, hag ar c'heleier get Anton Burel.


Avel Em Fenn - Merc'her 2 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Merc'her 2 a viz Ebrel

02/04/2025

Ar bak micherel kentañ nevez, ar BBTK - Buhez Bugaleaj ha Tud Kozh - zo bet krouet el lise Diwan Karaez ar bloaz-mañ. Petra a soñjont al liseadezed hag al lisead a zo o kregiñ gant an hent-mañ ? Jack, Loeiza, Maeva Maïna, Tchippi ha Zia a lavar o soñj ouzh mikroYann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Deus ar romant berr Seiz eo anv gant ar gronikenn Barzaz, kinniget gant Magali Baron ha Tomaz Laken.
Ha kendalc'het a reomp ar bourmenadenn gant ar foresterez Chlotilde Rault ha Neshka, deus Radio Bro Gwened, er c'hoaodù Seglien.
Keleier ar vro : Gwenvael Delanoe
Teknik an abadenn : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy


avel Em Fenn - Meurzh 1añ a viz Ebrel

avel Em Fenn - Meurzh 1añ a viz Ebrel

01/04/2025

Implij yezh ar vro er familh en ur gaout plijadur, setu marteze an doare suroc’h da dreuzkas ar yezh ha da lakaaet anezhi da vevañ a rummmad da rummad, setu ar pezh hed deus soñjet d’ober Bronwenn Pinschof evit sevel he merc’h Vefa. Aterset int bet gant Marc'harid Duncan, satjiadez Roudour...ha stajiadez Radio Kreizh Breizh !
Kenderc’hel a reomp hon fourmenadenn er c’hoadoù Seglian gant Clothilde Rault ha Neshka, deus Radio Bro Gwened. Chlothilde a gont muioc'h diwar ar raktresoù evit dazont ar c’hoad, ha penaos e c'hell an dud ober gant ar bioliesseurted.
Maïwenn Raynaudon a gomz diwar-benn niverenn diwezhañ ar gelaouenn Bretons.
Keleier ar vro : Erwan Blanchard
Teknik : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy


Première Précédent Suivant Dernière