Saveteiñ Amzer Nevez, kreizenn sevenadurel Plañvour, e-tal an Oriant. Setu pal ar galv lañset gant ar sonerien Nicolas Syz, Youenn Chapalain hag Elouan Le Sauze
Ha Youenn Chapalain, Elodie Jaffré, Morwenn Lenormand a oa bodet dirak Amzer Nevzez ar Meurzh 25a viz Meurzh , gant un nebeut stourmerien all a benn brudañ ar galv. Aterset oant bet gant Aodren Trehin deus radio Breizh.
Ha setu liamm ar sinadeg : [https://www.change.org/p/pr%C3%A9servons-notre-sc%C3%A8ne-de-territoire-bretonne-sauvons-amzer-nevez?source_location=search] (https://www.change.org/p/pr%C3%A9servons-notre-sc%C3%A8ne-de-territoire-bretonne-sauvons-amzer-nevez?source_location=search)
Troioù lavar e gallaoueg, deus se eo anv gant Florent Grouin, deus Brezhoweb ha Galoweb !
Ha kendalc'homp hor pourmenadenn er c'hoadoù gant ar foresterezh Chlotilde Rault, ha Neshka, deus radio Bro Gwened.
Keleier : Anton Burel
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Penaos ober evit deskiñ ober ur jardrin legumaj pe hadañ greun ?
Ijinet he deus Florie Thiélin, deus Rostren, ur c'hoari kartoù a-benn reiñ sikour d'an dud d'ober war dro o jardrin ha kinniget ivez atalieroù e Breizh a-bezh gant he gevredigezh Jardin Biskoul.
Clothilde Courault a gomz hiroc'h deus he labour foresterez gant ar gevredigezh Chandelle et Volis, hag ar chanterioù a vez graet gante, en ur bourmen barzh he c'hoad gant Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Bugaleaj Denez, 50 vloazh Marc'h Al Lorc'h....Deus se e vez anv gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Keleier ar vro : Gwenvael Delanoe
Teknik an abadenn : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy
Fin ar bloavezh tremenet eo bet lakaet da ofisiel ar gevelliñ etre ti-kêr Rostrenn ha kamp repuidi Nour Shams, ba Sisjordania. Sed aze un doare d’en em digeriñ war ar bed ha sevenadurioù disheñvel.
Ha daoust d’ar brezel ‘zo en em gave e kamp Nour Shams, e vo kendalc’het gant ar gevelliñ. Kerz an nevez amzer e vo eus un emvod kentañ evit gouzout peseurt raktresoù jumelaj a vo lakaet en pleustr gant tud Rostren. Muioc’h a displegadennoù gant Jeannot Flageul, kuzulier en ti kêr Rostrenn, ouzh mikro Gwenvael Delanoe, deus Radio Breizh.
Foresterez hag ekologourez eo Clothilde Courault, ganti ur raktres foresterez kevredigezhel. Graet he deus ur bourmenadenn gant Neshka deus Radio Bro Gwened a-benn lavarout hiroc'h diwar-benn ar raktres-mañ.
Petra a zo nevez war Brezhoweb ? Ur pennad-kaoz gant Anna-Vari Chapdalain, bet renerezh Diwan e-pad bloavezhioù. Florent Grouin a lavar muioc'h.
Teknik : Mael Krenn
Keleier : Anton Burel
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Barzh an abadenn-mañ: un atersadenn get Klervi Rivière, graet get Metig Jakez-Vargez, a-ziar ar bezhin glas, hag un atersadenn kaset get Neshka, get Adelaide Le Normand ag ar strollad Lies hag ar gevredigezh Kanerion Bro Boio, aveid komz a-ziar ar gevredigezh hag he labour, hag ar fest-noz a vo aozet gete e Begnen d'an 29 a viz Meurzh.
Ni 'glevey ivez ar medisinour Alan Goulven é komz ag ar sclérose en plaques, hag Yvette le Gac vo klevet aveid ar wezh ziwezhañ doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh.
Un devezh a stourm e bed ar sevenadur e oe an 20 a viz Meurzh, ha devezh kentañ an nevez-hañv. En hos abadenn Awel Em Fenn e klevit Gwenc'hlan Broudig, fotografour, é komz a-ziar e labour hag an diskouezadeg a zo bremañ e Ploveren kostez Gwened. Dait d'an 29 da laret kaer get an arzour!
Modarall: doereioù Splann, ha doereioù Frañs 3 get Mael Gwenneg, hag a gont deoc'h disoc'hou Priziou Dazonet ar Brezhoneg. Erwan Blanchard a gas ar c'heleier, hag Yvette le Gac a gendalc'h he c'haozeadenn get Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh.
Kalzik a dud a zo bet stummet gant Roudour. Koulskoude n’eo ket aes deskiñ ur yezh penn da benn, neuze peseurt hentenn e vez implijet gant ar stummerien. rezed a-benn lakaat ar stajidi, stajiadezed da deskiñ ?
Sedrig Laur, merour an ebregerezh, a zo aterset gant Tomaz Le Gourrierec, stajiad Roudour ba Lannuon.
Juliette Cabaçao Roger, kazetennerez ha kenurhierez Splann, a ro keloù deus an endro ouzh mikro Enora Molac, deus Radio BOA
Yvette Le Gac oa yaouank tout e-pad an Eil-Brezel Bed. Koulskoude e terc’hel soñj deus ar mare-mañ ha deus ar soudarded alamaned. Met ne oa ket ken diaes ha se ar vuhez er maezioù hervezi peogwir ne vanke boued tamm ebet.
Teknik an abadenn : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy
Anavezet mat eo ar micher vras, evel e vez lâret deus ar bigi ez ae da besketa ar moru betek Douar Nevez. Se oa gwechall met hiriv an deiz, penaos eo ar vuhez war vord ar stêr ha ba bae Pempoull ha peseurt darempredoù o deus an dud gant ar mor ? Maïna Sparfel, karget eus raktresoù sevenadurel e Milmarin a ginnig ar mirdi.
Gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, e vo kaozet deus ul levr diwar-benn an Eil Brezel-Bed e Breizh.
Tud Yvette Le Gac a oa o terc'hel ur menaj e Roc'h Ugu neuze he deus tremenet he yaouankiz war an dachenn-mañ, ur mare a eürusted.
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Teknik : Mael Krenn
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Meurlarjez Gwengamp ? Un digarez evit tud deus bro Dreger da vezañ asambles er straedoù. Kanaouennouù, huchadennoù ha c’hoarzadennoù... Ar bloazh-mañ e vez lidet ar peoc’h. Cyrille le Penvern a lâr deomp muioc’h diwar-benn ar fest-mañ.
Ar Roc’h Ugu ? Ur c’hastell savet a-us ar stêr Trev.
Betek 1958 e veze peizanted war an dachenn. Unan deus o bugale eo Yvette Le Gac. Ha penaos oa ar vuhez du-hont ? Yvette a digor he boest fotoioù ha splujañ a ra ba e envorennoù evit kontañ deus he bugaleaj.
Juliette Cabaçao Roger, deus Splann a gas deomp keloù fresk-bouilh deus an endro.
Ar milinoù, ur roll pouezus gante e Breizh gwechall. N'eus ket kement a se hiriv met gant 13 munut e Breizh, kinniget gant Dewi Sibiril e vez lakaet ar wel warne. Muioc'h gant Florent Grouin.
Teknik an abadenn : Mael Krenn
Keleier ar vro : Metig Jakez Vargas
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Barzh an abadenn-mañ e gont Mannaig le Dortz a Di ar Vro Bro Pondi petra vez graet àr zouar bro Pondi da-geñver miz ar brezhoneg. Ha bras awalc'h eo bro Pondi - tout kreiz bro Gwened zo a-barzh! Klevet vo ivez ar lodenn ziwezhañ ag ar pennad-kaoz get Eflamm Louis, bet prezidant a Gerlenn Pondi, ha Loeiz Bellec a gomz en e gronikenn 'Ar Hentoù an Antroposen' ag ar stad skrijus lec'h m'en em gav bed ar skiantoù er Stadoù-Unanet a-c'houde mard eo daet Donald Trump da vout prezidant ag ar vro.
Ur 'Pondi Special' eo an abadenn-mañ! Klevet e vo Maksim Crahé, prezidant Kan Ar Bobl, é komz a-ziar an tolpadoù-bro hag ar final bras e Pondi, a vo dalc'het e penn kentañ miz Ebrel. Oc'hpenn-se e kendalc'homp ar gaozeadenn get Eflamm Louis, bet prezidant a Gerlenn Pondi, ha Mael Gwenneg a Frañs 3 a gomz a Brizioù Dazont ar Brezhoneg.
Gwenvael Delanoe a gas Keleier ar vro hag ar bed.