Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn - Gwener 13 a viz Kala-Gouiañ

Avel Em Fenn - Gwener 13 a viz Kala-Gouiañ

13/11/2026

Loeiz Bellec a lar deùw abadènn àr henteùw eun antroposènn a djer ar priz nobèl kimiezh (299), met euwé a djer ur goulenn simpl : daoust ha kléweut vé RBG get eun extadouariz ? (300)
Keleier ar vro : Anton Burell.
Un atersadenn kaset da benn get Gaelle Dubot, he doé beut groeit ur staj i RKB deùw vlé 'zo.
Emision kampennet get Guigner Bauché


Avel Em Fenn - Meurzh 10 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 10 a viz Du

10/11/2026

Klez Brandar, arzour anezhañ, a zo o chom e Prhah, e Bor Tchekia, abaoe dek vlah. Honnezh a gont deomp deus ar vuhez du-hont ha deus e labour arzour.
Ul labour ispisial he doa graet Marie Noelle Le Rolland, deus Lanvillin, er bloavezhioù5 0 : ar c'hentañ monitourez skol-vleniañ oa bet e Roazhon !
Mankout a ra dour, ha glav ebet abaoe mizioù ! N’eo ket esperniet Breizh gant chenchamant an hin. Deus se eo kistion gant Maïwenn Raynaudon, penn- redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Keleier : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 9 aviz Du

Avel Em Fenn - Lun 9 aviz Du

09/11/2026

Ur reportaj er manifestadeg e Gwengamp Diriaou tremenet, da geñver an devezh harz labour : klevet e vez Sylvain, a zo war e leve , Maïwenn, skolaerez anezhi, Gaelle a zo o klask labour, Thierry, produer avaloù war e leve met ivez Valentin, animatour natur, ha Yuna liseadez.
Hag en eil lodenn an abadenn, un atersadenn kaset da benn gant Gaelle Dubot, en doa bet graet ur staj e RKB daou vloazh zo hag en doa da bet tro da atersiñ un amezegez dezhi e Lanvillin, Marie Noelle eo an hini eo.
Keleier : Benjamin Bouard
Teknik ha buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 6 a viz Kala-Gouiañv

Avel Em Fenn - Gwener 6 a viz Kala-Gouiañv

06/11/2026

Komzomp a stad an Euskareg get Pierre Gichaoua, doc'h mikro Aodren Trehin a Radio Breizh. Admouezhiet eo bet get Guillaume Thiery.
Klevet vo Yann Guicheteau ivez, div wezh hiniv dre ma oe hatz-labour dec'h, ha daet eo en-dro kronikenn Splann, get Caroline Trouillet hag Enora Molac a Radio BOA.
Hag e-kreiz hous abadenn: keleier ar vro, get Aodren Trehin.
Abadenn animet get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Merc'her 4 a viz Kala-Gouiañ

Avel Em Fenn - Merc'her 4 a viz Kala-Gouiañ

04/11/2026

Dominique Jouve a gonz a djer ar violoñs i Bro Pondi.
Paskal Nignol a Mirdi Breizh, dé a ispliket un tammig treùw a-ziar Anna Vreizh.
Keleier ar vro : Metig Jakez-Vargas.
Emision kampennet get Guigner Bauché


Avel Em Fenn - Meurzh 3 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 3 a viz Du

03/11/2026

Etienne Cabaret deus ar gevredigezh War An Toennoù. Stourm a ra ar gevredigezh-mañ deus ur raktres produiñ tredan gant panneloù heol war c’horre douaroù labour-douar,e Rostrenn.
Bannoù treset e Breizh, ur pennad da lenn er gelaouenn Bretons. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez anezhi.
Eil lodenn pennad kaoz ar sizhun gant Yann Guicheteau, deus Baod, bet skolaer e Diwan.
Keleier : Benjamin Bouard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 2 a viz Du

Avel Em Fenn - Lun 2 a viz Du

02/11/2026

Solidarité Paysans, ur gevredigezh a ro sikour d’ar beizanted, d’ar peizantezed abaoe 30 vloazh. Benjamin Bouard en deus aterset Robert Nicolas, a youl vat evit ar gevredigezh.
Pennad Kaoz ar sizhun : Yann Guicheteau a zo sot gant sevenadur Breiz, pe vefe gant ar yezh, gant an dañs pe gant ar sonerezh. Guigner Bauché, deus Radio Bro Gwened a zo bet da atersiñ anezhañ.
Deiziataer ar miz war Brezhoweb, gant Florent Grouin
Keleier : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 30 a viz Gouel-Mikel

Avel Em Fenn - Gwener 30 a viz Gouel-Mikel

30/10/2026

Ar vakañsoù eo.
Jorj Belz a gonz a djer Nikolazig.
Keleier ar vro : Aodren Trehin.
Emision kampennet get Guigner Bauché


Avel Em Fenn - Yaou 29 a viz Gouel-Mikel

Avel Em Fenn - Yaou 29 a viz Gouel-Mikel

29/10/2026

Ar vakañsoù eo.
Jorj Belz a gonz a djer Nikolazig.
Keleier ar vro : Anton Burel.
Emision kampennet get Guigner Bauché
Crédit eur foto : Ouest-France.


Avel Em Fenn - Gwener 23 a viz Gouel-Mikel

Avel Em Fenn - Gwener 23 a viz Gouel-Mikel

23/10/2026

Gwenegan Caouissin de a ispliket din obérérézhieù ar rouedad skolieù Divaskell.
Jakez Polard a zo buhezour e mirdi Plouigno, ge 'zo bet enrollet get Yann Boishardy.
Emision kampennet get Guigner Bauché


Suivant Dernière