Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn Merc'her 27 a viz Mae

Avel Em Fenn Merc'her 27 a viz Mae

29/05/2026

An tu-dehou pellañ a glask ober e jeu er vro a-benn skignañ e mennozhioù. Met rezistañs a zo ! Setu ar pezh a vo graet da skouer ba St-Brieg d’ar 6 a viz Even gant ar Festival evit Breizh Digor ha Kengred. Anne Koadig, ezel deus ar CVA 22 ha deus Solidaires Sud Education a gont deomp deus se.
Caroline Trouillet deus ar media enklask Splann a lak ar gaoz diwar ar pesketaerezh industriel met ivez diwar teulfilm Nicolas Legendre, Violences dans les champs.
Jean Rannou, gloazet ba brezel Aljeria e 1960, a gont ar pezh en doa bevet d'ar c'houlz-se.
Keleier : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Yaou 28 a viz Mae

Awel Em Fenn - Yaou 28 a viz Mae

28/05/2026

Bourrapted e studio RBG! N'emañ ket e-unan Emrys: Corentin a genanima geton, hag Aodren Trehin a gas ar c'heleier tre g'en hent!
An atersadenn hir ag an devezh zo bet graet get Aodren ivez: aterset he doe Thierry Jolivet ha Jeremy Robin ag ar gevredigezh Andon a-ziar sevenadur bro Gistreberzh. Ur vro divoutin eo, dre ma tremen an harz etre Breizh-Izel ha bro ar Gallaoued enni. Mesket vez an daou gultur, èl ma klevit en atersadenn.
Un eil atersadenn a zo get Thomas Postic ag ar gevredigezh Tamm-Kreiz: Tamm kreiz en doe aozet, asambl get Dastum ha Bretagne Culture Diversité, un tolp foran aveit komz a-ziar dazonet ar fest-noz.
Distro eo kronikenn Splann ivez, get Enora Molac ha Caroline Trouillet, ha kendalc'het vo ar pennad-kaoz agt ar sizhun get Jean Rannou!


Awel Em Fenn - Gwener 22 a viz Mae

Awel Em Fenn - Gwener 22 a viz Mae

27/05/2026

Piala Louis a gont he buhez e bro Gebek el kanourez ha gitarourez. Kent pell e sortiey he albom kentañ!
Distro eo kronikenn Loeiz Beleg, 'Ar Hentoù an Antroposenn'. Hiniv e komz ag are c'hadmiom.
Jean Rannou vo klevet aveid ar wezh ziwezhañ, mes diwallit: eñ a gontey traoù kri a-ziar ar brevel en Aljeri hag ar jahinerezh.
Ar c'heleier 'vo kaset tre g'en hent get Aodren Trehin, hag Emrys a anim hous abadenn!


Avel Em Fenn - Meurzh  a viz Mae

Avel Em Fenn - Meurzh a viz Mae

26/05/2026

Art Rock e Sant Brieg : du-hont 'moa bet tro da atersiñ Sophie Gwiader hag Eve Marquet, div vrezhonegerez a youl vat a ra war-dro un davarn.
Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a lak ar gaoz diwar Jeann Malivel, ezel al luskad arzel ar Seiz Breur.
Jean Rannou, deus Logivi-Plougraz, a gendalc’h da gontañ e vrezel Aljeria, e lec’h ma oa bet gloazet e-pad un operasion.
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Yaou 21 a viz Mae

Awel Em Fenn - Yaou 21 a viz Mae

21/05/2026

Neventioù zo e ti RBG! Hiniv emañ Emrys asambl get Corentin, animatour nevez RBG2, hag a gannig deoc'h ar meteo hiniv!
Modarall e klevit ur reportaj a lid Erik Marchand e Poullaouen, get meur a zen e komz; un atersadenn dreistordinal 'zo ivez get Svetlana Spajic, kanourez, dastumourez hag etnologourez a vro Serbi.
Erwan Blanchard a gas ar c'heleier, hag en eil lodenn ag an abadenn e kendalc'h Jean Rannoù e bennad kaoz ag ar sizhun get Yann Boishardy.


Awel em Fenn: merc'her 20 a viz MAe

Awel em Fenn: merc'her 20 a viz MAe

20/05/2026

Rakenrollet e oe an abadenn-mañ abretoc'h d'an deiz e oe bet skignet.
Klevet 'vez Tudi Crequer é komz ag an enrolladennoù koshañ ag ar brezhoneg - un atersadenn hir, ker ur bouchad traoù 'zo da gontiñ!
Ha Jean Rannoù 'vez klevet e pennad kaoz ar sizhun.
Etre an daou? Metig Jakez-Vargas get ar c'heleier!


Avel Em Fenn - Meurzh 19 a vie Mae

Avel Em Fenn - Meurzh 19 a vie Mae

20/05/2026

Paul Molac, kuzulier rannvro ha depute : gantañ eo kistion deus statut ar brezhoneg ha deus hini ar gallaoueg.
Jean Rannou, ganet ba Perwenan, e-kichen Landreger. Kont a ra Jean deus e vugaleaj, ur mare start a-walc’h evit e familh .
Ha deus bugaleajoù e vez anv ivez gant Maiwenn Raynaudon, a ra poltred Sarah El Hairy, Komiserez Uhel evit ar Vugaleaj.
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Stajiad Roudour Montroulez ! Ilan Jiguel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 18 a vie Mae

Avel Em Fenn - Lun 18 a vie Mae

18/05/2026

Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar ar C’horrika, da lâret eo ar redadeg ba bro Euskal ha levezonet hon bet ganti a-benn sevel hon Redadeg deomp ni !
Leandre Savineau a gomz deus Nevez Amzer ar Sonerien a vo e Lannuon e fin ar sizhun.
Pennad Kaoz : Jean Rannoù, bet gloazet e-pad brezel Aljeria. 70 bloazh goude en doa resevet al Legion a Enor.
Stajiad Roudour Montroulez ! Ilan Jiguel
Keleir ar vro : Benjamin Bouard
Buhezin ha teknik : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Gwener 15 a viz Mae

Awel Em Fenn - Gwener 15 a viz Mae

15/05/2026

Barzh an abadenn-mañ e klevit:
Thierry Jolivet é komz a-ziar gouel 'La Lune Rousse' e Kistreberzh
Ur gronikenn nevez-flamm! Denez Nignol e konzey ag é jardrin er gronikenn 'Glazadur'
Ha chan-Glaod Taleg, aveid ar wezh zivezhañ e pennad-kaoz ar sizhun
Aodren Trehin a lar ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a anim an abadenn!


Avel Em Fenn - Merc'her 13 a viz Mae

Avel Em Fenn - Merc'her 13 a viz Mae

13/05/2026

Ur pezh mell chañchamant zo war borched Dastum hag aesetoc'h d'ober gantañ. Setu ar pezh e vez kontet gant Kristian Rivoalen deus mikro Benjamin Bouard
Pennad-kaoz : Chañ-Claod Taleg, 8vet lodenn.
Poltred Breizhad : Marthe Vassallo
Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann boishardy


Première Précédent Suivant Dernière