E fin ar sizhun, d'an 18 e vo foar kezeg Kerien, e-kichen Boulvrieg. Yvon Boutier, unan deus an aozerien.rezed a lâr hiroc’h diwar-benn an darvoud-mañ.
An tavarnioù e Breizh. Maïwenn Raynaudon, a ginnig an niverenn Bretons ispisial gouestlet dezhe.
Tifenn Siret, mouezh aotreet an UDB, a zo ouzh mikro Enora Molac, deus radio BOA, evit ar sontadeg Ifop «Radioscompie du régionalisme».
Keleier ar vro : Erwan Blanchard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Klevet e vez Chañ-Claod Taleg diwar-benn e labour kizellañ hag e oberennoù a vo da welout e Lanrodeg betek fin miz Here.
Ha da welout war Brezhoweb : Naruto, ar manga mil-vrudet, evit ar wech kentañ e brezhoneg !
An identelezhioù, an digreizhenniñ, ar yezhoù minorelaet, setu temoù ur sontadeg IFOP gourch'ement gant ar federasion sstrolladoù politikel Rannvroioù ha Pobloù Kengred. Tifenn Siret, deus an UDB, ha Tudi Kernalegenn, arbennigour war ar ploitikerezh, a respont ouzh goulennoù Enora Molac, deus Radio BOA.
Keleier ar vro : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Mannaig le Dortz a Di ar Vro Bro Pondi a gomz a-ziar ur levrig get 'alioù fur' e-kever ar brezhoneg aveid dilennidi nevez ar vro. Intrudu Ti ar Vro eo, da vrudiñ ar brezhoneg er vro. Loeiz Beleg, en e gronikenn 'Ar Hentoù an Antroposen' a zispleg petra eo ar prizioù IgNobel, ha Jorj Botuha a gont penaos e chañs uhelded ar bombard e pep kornad a vro-Gwened, ha penaos emañ liammet ar fet-se get an danñsoù dishañval ag ar vro...
Bro an Alre, Gouil Bamdé! Katell Peron a Ti Douar Alré zo daet da studio Radio Bro Gwened da gontiñ da Neshka ha Maksim pesort abadennoù vez aozet an dilost-hañv-mañ er vro kostez ar mor. Klevet a rit ivez Jorj Botuha, hag a gendalc'h e zisplegadennoù a-ziar penaos e ra bombardoù, hag un tamm dielloù RBg ag ar bleadoù 90, lec'h ma klevet penaos veze dañset laridenn en amzer a-gent.... en ur c'hortoz Fest ar Laridenn! Hag ar c'heleier vez kaset get Anton Burel.
Barzh an abadenn-mañ e vo kendalc'het ar gaozeadenn get Jorj Botuha, hag a gomañs da zispleg penaos e vez graet bombardoù geton. Klevet a rit ivez Iffig Cochevellou a Vreuriezh ar Gatev Breton, hag e gomze a genstrivadeg ar gatev breton e Plañvour, ha Laouen a gKeit Vimp Bev a gomz a levrioù nevez embannet get Keit Vimp Bev.
Ne vo ket Ferat Mehenni evit dont da Garaez e fin ar miz-mañ. Setu aze ar pezh a oa bet roet da c’houzout disul gant aozerien Gouel al levrioù e Breizh. Ar barzh ha politikour kabil a oa bet lakaet da brezidant ar saloñs e penn kentañ ar bloaz. Hag abaoe ez eus savet meur a vouezh a-enep ar choaz-se. Un dizemglev a oa bet taolet sklêrijenn warnañ digwener a-drugarez d’ur pennad embannet enlinenn gant ar gazetenn Ya ! Ur pennad skrivet gant un den ezel eus ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell Kreiz Breizh hag a zo displeget ennañ dre ar munud pegen tost eo Ferat Mehenni hag e luskad dizalc’hour, ar MAK, ouzh Stad Izrael met ivez ouzh an tu dehoù pellañ gall…
Digwener e oa bet Tomaz Laquaine o c’houlennata Patrice Marquand, skriver ar pennad.
Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a lak ar gaoz diwar-benn Sandrine Rousseau hag he eil-ti e Dineol.
Keleier ar vro : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Diwall, un tamm drol eo fin ar podkast abalamour d'un toullad kudennoù teknikel !
Petra e vez kinniget gant Ti Ar Vro L'Ôté St-Brieg ? Ur bern emgavioù reoliek pe dibar. Muioc'h gant Morgan Lefebvre ha Julian Geffroy.
Ar chadenn Brezhoweb a glask merc'hed evit ur programm nevez, Ar Brezhoweb Komedi Klub, ur seurt stand up. Florent Grouin a lavar hiroc'h.
Jorj Bothua a zo anvet mat er vro evit e labour saver bombard hag an holl c'honkourioù en deus gounezet. Pennad Kaoz ar Sizhun gant Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Keleir ar vro : Erwan Blanchard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy (...met un dizemglev zo bet gant ar c'hartoucher !)
Abadenn berroc'h, a gaoz ma oe klañv Neshka. Un atersadenn graet get Maksim Crahé a Radio Bro Gwened, get Loig Cheveau ha Michel Mermet, a-ziar ar gwenedeg hag an IA, ha fin pennad-kaoz ar sizhun get Janig Bodiou-Stephens, hag a gomz hiniù a-ziar he liamm get ar brezhoneg.
Barzh an abadenn-mañ:
Maksim Crahé a gomz a-ziar Fest ar Laridenn e Bihui an Deur, hag a-ziar distro Dastum Bro Ereg.
Kronikenn 'Huñvreal e salioù teñval get Morgane Cotten a radio Kerne
Janig Bodiou-Stephens a gomz a-ziar he buhez e Kembre e pennad kaoz ar sizhun hag...
Erwan Blanchard a gas a c'heleier, ha Neshka a anima an abadenn!
Penaos lakaat ar baotred d'en em okupiñ deus an hilastaliñ ? Lakaet e vez ar gaoz diwar-benn ar vazektomiezh gant Gautier Istin ha Benjamin Franckaert. Goulennet int gant Laëtitia Fitamant, deus Radio Kerne.
Istor Breizh, ur gelaouenn a glask "reiñ sklerijenn d'ar Bretonezed, d'ar Vretoned". Christian Gouerou, ezel eus ar skipailh, a lavar muioc'h.
Bro Gembre, ar bloavezhioù Thatcher : setu trede lodenn ar pennad kaoz gant Janig Bodiou-Stephens.
Keleir ar vro : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy