Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn - Meurzh 18 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 18 a viz Du

18/11/2025

Christophe Ar Menn diwar-benn e abadenn Bastard, un abadenn skrivet gantañ, Hiriv e vo lakaet ar gaoz diwar-benn al labour en doa graet evit krouiñ an abadenn-mañ.
Saloñs levrioù Plistin : Michel Priziac a gomz deus buhez an dud, an tudigoù pa laran mat, ba e gronikennoù radio lakaet war an tamm paper ba e dastumad Breizh Penn da Benn.
Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons : Les Irlandais de Bretagne
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Gaëlle Dubot ha Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Merc'her 12 a viz Du

Avel Em Fenn - Merc'her 12 a viz Du

17/11/2025

Karantez Vamm, un teulfim sevenet gant Justine Morvan diwar-benn ur c'houplad merc'hed, Lizig ha Rozenn he deus bet ur bugel gant ur PMA, ur bugel douget gant Lizig. Neuze diaes a-walc'h Rozenn kavout e blas mamm...ha n'eo ket sikouret gant al lezenn hag ar velestradurezh. Setu perak e tivizont ober ur PMA all. Un hent hir a skuizhus filmet gant Justine Morvan.
Christian Gouerou a ginnig ar gelaouenn Istor Breizh, niverenn 3.
Un diell deus Radio Bro Gwened : Erik Marchand aterset gant Monique Le Boulc'h diwar-benn e bladenn gentañ gant an Tarf Caransebes. (1994)
Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy ha Sahel Frangeul


Awel Em Fenn - Gwener 14 a viz Kala-Gouiañv

Awel Em Fenn - Gwener 14 a viz Kala-Gouiañv

14/11/2025

Ur reportaj savet get Maksim Crahé a Radio Bro Gwened e konkour kas-abarzh an Arvor! Bourrapted get an dud! Hag a zañs ar vro-mañ, troomp àr-zu dañs an enezenn Komor: ar sizhun-mañ o do tro bugale skol Diwan Pondi da labourat get ur savour-dañs ag an inizenn-mañ ha da sevel un arvest asambl. Muioc'h get Sabrina Le Badezet, renourez ar skol.
Klevet a rit ivez ar lodenn ziwezhañ ag ar gaozeadenn etre Erik Marchand ha Monik ar Boulch, tennet ag archivoù Radio Bro Gwened, hag Aodren Trehin a gas ar c'heleier tre g'en hent a studio RBG!


Awel Em Fenn - Yaou 13 a viz Kala-Gouiañv

Awel Em Fenn - Yaou 13 a viz Kala-Gouiañv

13/11/2025

Yezh ar Vezh: Rozenn Milin a gomz ag an teulfim-mañ, hag a vez skignet e mar a lec'h e bro-Gwened da geñver miz an teulfilm. Komz a ra ivez ag e studioù-hi àr ar sujed.
Mael Gwenneg a ro doereioù Frañs 3, hag Anton Burel a ro doereioù ar bed er c'heleier.
An eil lodenn ar ar pennad-kaoz etre Erik Marchand ha Monik ar Boulch, tennet ag archivoù Radio Bro Gwened, zo da glevet ivez.


Awel Em Fenn - Gwener 7 a viz Kala-Gouiañv

Awel Em Fenn - Gwener 7 a viz Kala-Gouiañv

07/11/2025

D'an 10 a viz Kala-Gouiañv vo lidet donedigezh er bed pladenn gentañ ar strollad Kerbedig. Talabarder ar strollad, Romain Sponnagel, a gomz get Neshka a-ziar ar bladenn, a-ziar Yannig Audran, hag e oe talabarder Kerbedig en e raok araok dezhañ mervel e prantad ar c'hovid, hag a-ziar gouelioù Kerlenn Pondi, get fest-noz pladenn Kerbedig d'ar lun!
Modarall e klevit get Loeiz Beleg, en e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, a-ziar ur votadeg er Beljik hag a oe aet a-dreuz a gaoz da broblemoù urzhiataerezh, hag e kontey Jorj Belz aveid ar wezh ziwezhan a Nikolazig, hag ag an anvioù lec'h er vro èl ma oent gwerso!
Bonus: a gaoz da broblemoù teknikel ne oe ket moian lakaar ar c'heleier barzh an abadenn-mañ. Neuze e chome un tammig amzer... da adskigniñ un atersadenn graet get Marthe Vassallo e Melrand, a pe oe anrejistret pladennoù nevez Loened Fall ha Kerbedig àr un dro en ur fest-deiz du-hont!


Awel Em Fenn - Yaou 6 a viz Kala-Gouiañv

Awel Em Fenn - Yaou 6 a viz Kala-Gouiañv

06/11/2025

Barzh an abadenn-mañ vez kaoz a repuidi ha harluidi. Christian er Meut e gomz ag e labour get aozadur Solidarité Exilés Hennebont, hag adskignet vo ur rannig ag un atersadenn get Sylvain Malmanche ivez. Modarall e kendalc'himp ar gaozeadenn get Jorj Belz a-ziar istoer Santez Anna an Alré!
Keleier kaset get Aodren Trehin.


Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz Du

04/11/2025

Tregor Cinema a zo ur gevredigezh staliet ba Treburden. Skoazellañ a ra, sevenerien.rezed yaouank a glask skrivañ ur senario. Ganti e e vez aozet ivez ur master class e Gouel Filmoù Berr Brest d'an 13 a viz Du.
Muioc'h gant Piala Coïc, kargadez melestriñ ha diorren evit Tregor Cinema.
Ar sizhun-mañ e komz deomp Jorj Belz deus istor Nikolazig ha Santez Anna. Hiriv e klevomp penaos en doa gwelet Nikolazig Santez Anna, sanset, met d'ar penn kentañ,ne veze ket kredet gant tud an noblañs hag ar pennoù-bras...
Ur sujed kinniget gant Maksim ha Neshka, deus Radio Bro Gwened
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 3 a viz Du

Avel Em Fenn - Lun 3 a viz Du

03/11/2025

Deus istor eo anv gant André Lavanant, prezidant ar gevredigezh Istor ha Sevenadur Breizh embannet ganti ul levr istor plijus tre anvet Istor Meur Breizh, dindan renerez Jean Jacques Le Monnier ha lakaet en brezhoneg gant Patrice Marquant.
Florent Grouin a displeg penaos ha perak e vez graet war dro ar rouedadoù sokial gant ar chadenn Brezhoweb.
Ar sizhun-mañ e komz deomp Jorj Belz, ur c'hontour a feson, deus istor Nikolazig ha Santez Anna, hag ul levezon bras he deus Santez Anna an Alré war istor ha sevenadur Breizh. An atersadenn-mañ zo bet graet gant Neshka ha Maksim deus Radio Bro Gwened.
Keleier : Erwan Blanchard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em fenn - Meurzh 21 a viz Here

Avel Em fenn - Meurzh 21 a viz Here

21/10/2025

Eil lodenn diwar-benn Yves Marie Thomaz, an ijinour horolajerez ha saver chansonioù difoupet gant Bernard Lasbleiz, embannet ul levrig gantañ.
«Les petits graviers» vije graet diouzhte. Piv e oa ar vugale-mañ a petra a reent ? Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Jean Claude Le Lay, deus Plougernewel, a gont deomp penaos en doa desket seniñ bombard ha treujenn gaol .
Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Here

Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Here

21/10/2025

Bernard Lasbleiz a ginnig e levrig nevez embannet diwar-benn Yves Marie Tomaz, un Dregeriad deus an 19vet kantved, en doa ijinet sistemoù dreistordinal evit an horolajoù, hag ijinet kanaouennoù e brezhoneg brudet a-walc’h ivez.
Jean-Claude Le Lay, soner treujenn gaol deus Plougernevel a gont e vuhez a-hed ar sizhun.
Brezhoweb : Florent Grouin a ginnig an abadenn Made e Breizh diwar-benn an te jinjebr.
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Première Précédent Suivant Dernière