Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Awel Em Fenn - Gwener 6 a viz C'hwevreur

Awel Em Fenn - Gwener 6 a viz C'hwevreur

06/02/2026

Tristan Govig a-ziar an dezenn en deus difennet nevez'zo, àr sujed an delennourez Kristen Noguez
Alan Goulven a zispleg danjerioù ar mogedennoù a vez impliet get ar polis e manifestadegoù
Herve ar Gall a gomz ag ar stourm a-enep Imerys e pennad-kaoz ar sizhun
Keleier ar Vro get Anton Burel
Abadenn animet get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Yaou 5 a viz C'hwevreur

Avel Em Fenn - Yaou 5 a viz C'hwevreur

05/02/2026

Tudi Kernalegenn a Bretagne Culture Diversité a gomz a-ziar lec'hienn nevez '1001 Pardon' ( [https://pardons.pci-bretagne.bzh/] (https://pardons.pci-bretagne.bzh/) )
Kronikenn 'Huñvreal e salioù teñval' get Morgane Cotten a Radio Kerne
Kendalc'het vo pennad-kaoz ar sizhun get Herve ar Gall
Hag Erwan Blanchard a lenn ar c'heleier
Abadenn animet get Emrys


Avel Em fenn - Merc'her 4 a viz C'hwevrer

Avel Em fenn - Merc'her 4 a viz C'hwevrer

04/02/2026

Solitrégor, ur gevredigezh a gas-digas tud zo ba lec’h-mañ-lec’h. Mont a ra mat an traoù a-drugarez da dud a youl-vat evel Marie-France Jegou ha Joseph Laurans.
Herve Ar Gall a zo tomm e c’halon deus yezhoù ar vro ha fell a ra dezhañ muioc’h a emrenerezh evit Breizh.
Poltred Breizhad : Amélie Leroy
Keleier gant Metig Jakez Vargas.
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 3 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Meurzh 3 a viz C'hwevrer

03/02/2026

Herve Ar Gall a gont deus e vugaleaj e Porzhig, e lec’h ma veze klevet gallaoueg ha brezhoneg, yezhoù ar vro.
Ha brezhoneg vez desket er skol Diwan Boulvrieg, met laket eo en arvar ar skol-mañ peogwir e ret d’ar skipailh kavout ur vatimant da feurmiñ hep dale. Setu ar pezh a displegont Maryse Le Provost hag Enora Alory.
Ne gan ket Matmatah e brezhoneg met staget ouzh ar vro eo ar strollad rock memestra. Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons a lâr muioc’h diwar istor ar strollad.
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 2 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Lun 2 a viz C'hwevrer

02/02/2026

Startijenn gant Perryn Bleunven hag Elise Desbordes, a zo an daouad Emezi, aterset e miz Genver e-pad ar festival Zef et Mer e Plerin. Plerin, tal-kichen Porzhig - Pordi, e lec’h m’en deus kresket Herve Ar Gall. Herve a gont e vugaleaj er parrouz-mañ.
Deus Becedia eo anv gant Florent Grouin, deus Brezhoweb.
Keleier : Aodren Trehin
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 30 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Gwener 30 a viz Genveur

30/01/2026

Adskignadenn ag un atersadenn get Alan Goulven: perak e vez skuizh hag izel o spered an dud e miz Genveur? Ha petra c'heller gober aveid monet da vout gwell?
Eil lodenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar Loened ar Mor, embannet get An Alarc'h
Loeiz Beleg a gannig e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, ar sizhun-mañ a-ziar ur gitarour hag astrofizikour brudet: Brian May an hani eo!
Laouen a gKeit Vimp Bev a gont petra vo kavet e Rouzig e miz C'hevreur: an niverenn-mañ zo gouestlet d'ar bleidi!
Hag aveid ar wezh ziwezhañ, Yann Quelennec e pennad-kaoz ar sizhun. Bourrapted zo bet geton ha get Emrys é komz ag ar yezhoù, ar muzik ha toud!
Hag e-kreiz hous abadenn e kannig Anton Burel ar c'heleier
Abadenn animet get Emrys


Avel em Fenn - Yaou 29 a viz Genveur

Avel em Fenn - Yaou 29 a viz Genveur

29/01/2026

Anaïs Fourcher, moranvet Dana Grenade, a gomz ag ar street art
Ar gronikenn Barzaz 'zo distro get Loened ar Mor, ur livr aveid ar vugale embannet get An Alarc'h
Yann Quelennec a gomz a veñvegoù sonerezh dishañval a vez sonnet geton, hag a-ziar ar yezhoù, e pennad-kaoz ar sizhun
hag ar c'heleier vez kinniget tre 'gen hent a studio RBG get Aodren Trehin!
Abadenn animet get Emrys


Avel Em Fenn - Merc'her 28 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Merc'her 28 a viz Genveur

28/01/2026

Samuel Julien, renour Dizale ha Sarah Gibet ag an OPAB a gomz ag ar porched nevez Kleweled, doc'h mikro Anton Burel a Radio Roazhon
Sabrina le Badezet ha Maksim Crahé, a volontez vad e tavarn Café de la Côte e Bubri, a, ziar an davarn hag ar vuhez kevredigezhiel enni
Yann Quelennec zo distro e Pennad-Kaoz ar sizhun, geton vez komz ag ar blijadur da sonniñ asambl, e sessionoù iwerzhonad peotramant balfolk
Ha Metig Jakez-Vargaz a gas ar c'heleier


AVel Em Fenn - Meurzh 27 a viz Genver

AVel Em Fenn - Meurzh 27 a viz Genver

27/01/2026

E penn kentañ ar miz e oa skipailh Radio Kreizh Breizhe Plerin evit ar Festival Zef et Mer, ur festival gouestlet d’ar rakresoù arzel nevez ba Breizh. En o zouez, ar strollad Mouk. Muioc'h gant Koulm Puillandre, kanerez ar strollad.
Eil lodenn pennad kozh ar sizhun entanet eo Yann Quelennec gant ar yezhoù, betek mont da vezañ kelenner kentañ derez e brezhoneg.
Keleier : Erwan Blanchard
Buheziñ :Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 26 a viz Genver

Avel Em Fenn - Lun 26 a viz Genver

26/01/2026

Ur sujed kinniget gant Benjamin Bouard, diwar-benn Madalen Buffandeau, ar sonerez telenn aet d’an anaon d’an 8 aviz Genver. Muioc'h diwar-benn e vuhez hag e labour gant Anne Auffret, deus mikro Benjamin.
Lodenn gentañ pennad kaoz ar sizhun gant Yann Quelennec, un den entanet gant ar yezhoù hag ar muzik. Goulennet eo ar paotr gant Emrys, deus Radio Bro Gwened.
Ar Brezhoneg Komedi Klub , an abadenn "Stand-Up" gentañ e brezhoneg,
Keleier ar vro hag ar bed : Benjamin Bouard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Première Précédent Suivant Dernière