Abadenn berroc'h, a gaoz ma oe klañv Neshka. Un atersadenn graet get Maksim Crahé a Radio Bro Gwened, get Loig Cheveau ha Michel Mermet, a-ziar ar gwenedeg hag an IA, ha fin pennad-kaoz ar sizhun get Janig Bodiou-Stephens, hag a gomz hiniù a-ziar he liamm get ar brezhoneg.
Barzh an abadenn-mañ:
Maksim Crahé a gomz a-ziar Fest ar Laridenn e Bihui an Deur, hag a-ziar distro Dastum Bro Ereg.
Kronikenn 'Huñvreal e salioù teñval get Morgane Cotten a radio Kerne
Janig Bodiou-Stephens a gomz a-ziar he buhez e Kembre e pennad kaoz ar sizhun hag...
Erwan Blanchard a gas a c'heleier, ha Neshka a anima an abadenn!
Penaos lakaat ar baotred d'en em okupiñ deus an hilastaliñ ? Lakaet e vez ar gaoz diwar-benn ar vazektomiezh gant Gautier Istin ha Benjamin Franckaert. Goulennet int gant Laëtitia Fitamant, deus Radio Kerne.
Istor Breizh, ur gelaouenn a glask "reiñ sklerijenn d'ar Bretonezed, d'ar Vretoned". Christian Gouerou, ezel eus ar skipailh, a lavar muioc'h.
Bro Gembre, ar bloavezhioù Thatcher : setu trede lodenn ar pennad kaoz gant Janig Bodiou-Stephens.
Keleir ar vro : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Awen Prijant a ginnig ar Festival Blues des Deux Rivières, ur festival plantet mat e Benac'h ha tro war dro. Ha keloù vat zo peogwir ez eus muioc'h a blas evit ar sonerezed, ar pezh ne ket anat er festivalioù blues-rock.
Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons, a gomz deus Youenn Gwernig, un arzour important kenañ e bed ar sevenadur Breizh.
Janig Bodioù a gont deomp he zamm buhez, pa oa bet d'en em staliañ e bro Saoz gant he gwaz , ha goude skrivet ganti un dezenn diwar-benn urzh ar gerioù e brezhoneg.
Keleier ar vro : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Klevet e vez Yann-Fañch Millet, rener nevez lise Diwan Karaez. Gantañ e vez anv deus distro-skol al lise, deus an diazamantoù met deus an diskoulmoù ivez.
Janig Bodiou-Stephens deus bevet ba bro Saoz hag e bro Gembre...met ivez en Aljeri e fin ar brezel. He a gont deomp he bugaleaj e Buhulien, e kichen Lannuon.
An Istor Livet, an abadenn Brezhoweb a lak ar gaoz diwar-benn ar bouton gant 4 toull. Muioc'h gant Florent Grouin.
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Claudia ha Marc-Antoine Olivier o deus adigoret an davarn Ar Ch'ty Kozh e Bulad-Pistin ha kalz a brederioù o deus evit dazont al lec'h a gont er vro. Goulennet int gant Typhaine Leon, deus Radio Kreizh Breizh ha Radio Treger Goueloù.
Muioc'h mui a barkeier milinoù tredan a zo staliet er mor...ha muioc'h mui a dabutoù ivez, muioc'h mui a stourmoù. Hiroc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Ana Graham a gont he zro Breizh ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
En hoz abadenn hiniv: Jaime da Silva a gomz ag e livr a zo nevez daet er-maez: Jobeline, kouiff ma mamm. An arbennigour àr an dilhad hengounel a gont da Neshka pesort traoù vez kavet abarzh, ha kouviiñ a ra ivez razh an dud da zonet da Velrand d'an 24 a viz Gwengolo aveid an abadenn-didikassiñ kentañ!
Klevet vo ivez Anna Soaz Bervet doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh aveid ar wezh ziwezhañ ar sizhun-mañ, hag Alan Goulven a gomañs un heuliadenn nevez en e gronikenn Yec'hed, a-ziar an HPV.
Abadenn animet get Neshka, keleier ar vro hag ar bed get Anton Burel