Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn - Yaou 6 a viz C'hwevreur

Avel Em Fenn - Yaou 6 a viz C'hwevreur

12/02/2025

Barzh an abadenn hiniv e klevit a-ziar an eskemm parkoù get Youenn Gloagen ha Gireg Konan a gendalc'h da gomz a-ziar anvioù-lec'h kostez Perroz e bro Dreger. Mael Gwenneg a gont deoc'h a-ziar kentstrivadeg ar bagadoù e Brest, skignet get FR3 àr an internet, hag ar c'heleier vez kaset get Aodren Trehin ha stajiadez RBG Agnès!


Avel Em Fenn - Merc'her 5 a viz c'hwevreur

Avel Em Fenn - Merc'her 5 a viz c'hwevreur

12/02/2025

An eil lodenn ag an atersadenn get Nolwenn Korbell a-ziàr he fladenn nevez, ha kendalc'het vez ar gaozeadenn get Gireg Konan a-ziar anvioù-lec'h kostez Perroz.Tara Adeux a gont deomp hiroc'h a-ziar goulennaoueg Radio Breizh: kerzhit d'he leuniiñ ma faot deoc'h laret ho soñj a-ziar an appli nevez a vo savet gete! Oc'hpenn-se e laka ur c'houstele kae... montrer plus


Avel em fenn - Meurzh 11 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Meurzh 11 a viz C'hwevrer

11/02/2025

Gireg Mouton a zo ur peizant nevez staliet e Logivi Plougraz. Diskarret 'n eus 450 metrad kleuñv hep gwez ebet warne ha adsavet 700 metrad e-kichen, gant sikour Breizh Bocage. Displegañ a ra penaos en deus graet deus mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr. Maiwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a gont deomp buhez Geneviève Prigent, plac'h... montrer plus


Avel em fenn - Lun 10 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Lun 10 a viz C'hwevrer

10/02/2025

Kavet eo bet mouezh brezhonek an trenioù rannvroel gant skipailh kazetennerien ha kazetennerezed Radio Breizh, hini Hannah Al Lae an hini eo. Respontet he deus da goulennoù Gwenvael Delanoë da gontañ penaos eo n'em gavet da vezañ mouezh an trenioù ha petra soñj deus ar fed e vefe bet lakaet brezhoneg eno. Kronikenn Brezhoweb : Naig ha me a zo un te... montrer plus


Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz C'hwevrer

04/02/2025

Festival Zef et Mer a zo ur festival gouestlet d’an arzourien.rezed eus ar vro, pep e stil gante. Senet he doa Nolwenn Korbell eno e miz Genver. Penaos oa an traoù ganti ? Reiñ a ra e santimant da skipailh Radio Keizh Breizh ha komz a ra ivez deus he fladenn diwezhañ. Gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez ar gelaouenn Bretons e vez anv deus ur s... montrer plus


Avel Em Fenn - Lun  a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Lun a viz C'hwevrer

03/02/2025

Muioc’h muiañ e vez lakaet war-wel talvoudegezh ar c’hleuzioù, ur binvidigezh a ra perzh deus un ekosistem. Da betra a servijont ?Stankañ an dour e-pad goañv pe ar c’hontrefet, da lâret eo mirout anezhañ pa vez sec’hoc’h-sec’hañ an douar hag ar pradoù e-pad an hañv. Hag ul lec’h repu eo ar chleuzioù ivez evit al lapoused hag al loened a zo techet d... montrer plus


Avel Em Fenn - Merc'her 29 a viz Genver

Avel Em Fenn - Merc'her 29 a viz Genver

29/01/2025

Choajet en doa an RN - en e vesk ur c'hannad europat - lidañ galetezenn ar rouaned er c'hastell Pommorio Treveneg, ba bro Oueloù. Feurmet o doa sal ar c'hastell d'an Aotrou kont. Penaos o doa bet degemeret ha gant piv ? Ur reportaj deus Yann Boishardy, frammet gant Maelle Auzias, deus radio Kreizh Breizh.Skriv a ra Laouen Nikolaz istorioù evit Rouz... montrer plus


Avel Em Fenn - Meurzh 28 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 28 a viz Genver

28/01/2025

Spontus-kenañ eo an traoù e Gaza met start ar jeu ba Cisjordania ivez. Gant ar gevredigezh AFPS Bro Dreger eo bet krouet pemzektez ar Balestin 10 vloazh zo. Hiriv eo staliet mat ar festival koste Lannuon evit lakaat an dud da gompren istor ar stourm rannvedel a-benn skoazell poblañs Palestin. Traoù a bep seurt e vez kinniget e-pad ar pemzek devezh-... montrer plus


Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Genver

Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Genver

27/01/2025

Anv eo deus bro Balestina gant Klaod An Intanff, eil prezidant deus ar gevredigezh AFPS Bro Dreger, aozet ganti pemzektez ar Palestin ba bro Lannuon. Hag evel-just e vez anv ivez deus ar stad spontus e lec'h en em gav poblañs Gaza. Peseurt dazont eviti goude un ehan-brezel bresk ?Karantez, frankiz, barzhoniezh, setu tri ger a glot mat gant Naïg Roz... montrer plus


Awel Em Fenn - Yaou 23 a viz Genveur

Awel Em Fenn - Yaou 23 a viz Genveur

24/01/2025

Un atersadenn get Fanch an Henaff, grafour, a-ziar e brezegenn ha diskouezadeg Skritur e Gwened, hag ur gaozeadenn get Tim Lipouz a-ziar ar makrobiotek zo barzh an abadenn-mañ; oc'hpenn-sen e klevoc'h kronikenn hor stajiadez Chiara a Skolaj Diwan Gwened: komz a ra ag he livr muiañ-karet. Desket vo un tamm brezhoneg get Patrick Drean, hag Erwan Blan... montrer plus


Première Précédent Suivant Dernière