Barzh an abadenn-mañ e kavit un atersadenn hag ur reportaj graet get Maxime Crahé a Radio Bro Gwened da-geñver lañsadenn livr 'Mab Rozkelenn' get Mael Granig. Ivez da chilaou: ar lodenn ziwezhañ ag ar pennad-kaoz get Jean-Alain Thomas, ha Loeiz Beleg a gomz ag ar pezh a vez santet get an den a pa vez gwelet ar voull-douar ag an egor..... hag Anton Burel a lenn ar c'heleier!
Tud ar Redadeg o deus en em dolpet e Pondi, ha Neshka oe àr ar lec'h da atersiñ kenbrezidanted Maina an Taleg ha Jean Brichet. Laret o deus un tammig traoù dija a-ziar an dekvet Redadeg, hag a vo dalc'het a-benn ur blé....
Modarall e adkavit Jean-Alain Thomas, hag a gont penaos en doe en em gavet e Bro-C'hall da gentañ a pe oe krennard, goude ur bugaleaj e bro-Maroc, an Aljeri ha bro Togo.
Aodren Trehin a gas ar c'heleier, ha Mael Gwenneg a ro deomp doereioù Frans 3!
Kizeller ha livour eo Christophe Le Baquer. Ul liamm kreñv en deus gant ar maen, ha gant an natur, kenkoulz ha gant ar brezhoneg,
Livañ a ra ivez : ul labour en deus graet goude ur rezidañs arzour e Ragenez Kraoñ : ur sell sioul ha peoc’hus war an natur. Goulennet eo gant Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Petra a dalv(e) evit ur vretonez, ur breizhad, chom e Pariz. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, pennreadktourez ar gelaouenn Bretons.
Jean-Alain Tomaz a gomz diwar-benn e vugaleaj en Aljeri hag en Togo ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Pevar mein-sonn bihan sanket don en douar, setu labour Christophe Le Baquer, kizeller, livour ha barzh, un arzour tost deus an natur. Staliet en deus e oberenn war hent bale Trestraou, e Perroz Gireg. muioc'h gantañ ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Jean Alain Thomas eus ar Gemene en deus bevet e meur a lec'h en e vuhez, hag istorioù deus da gontiñ! Ganet eo bet ba bro-Marok, ha pa oa bihan en deus bevet en Aljeri, e lec'h ma oa ar brezel. Kontiñ a ra un nebeut deus e envorennoù ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Deiziater miz Mae, setu ar pez e vez kinniget gant skipailh Brezhoweb. Muioc'h gant Florent Grouin.
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
An eil a viz Mae omp, da laret eo, an devezh goude Kala-Mae.... un digarez a-feson aveid Neshka da lakaat da dremen un toullad sonenoù a-feson liammet get an tem!
Glen Jegou a gomz get Neshka a-ziar gouel Kleg e Klegereg, hag a lidey e 40 vlé ar ble-mañ, ha kendalc'het e vo ar gaozeadenn get Alan Goulven a-ziar ar sclérose en plaques (SEP). C'hwi glevey ivez ar lodenn ziwezhañ ag an adskignadenn ag an atersadenn get ar Vreudeur Morvan a zielloù Radio Kreiz Breizh, hag Anton Burel a gas ar c'heleier.
Deuet eo da vezañ ur mailh Jean-Michel Veillon dre forzh pleustriñ, krouiñ hag eskemm gant ar reall. Ha dibaoe un nebeut blaovezhiou, en deus ch’oant treuzkas. Setu perak en deus kinniget ur staj fleüt drevers e Ti Ar Vro Gwengamp an dibenn sizhun tremenet.
Ha perak he doa c'hoant Zoe ober ur staj gantañ ? Hiroc'h ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Foeterien bro oa bet ar Vreudeur Morvan evit mont da ganañ er festoù-noz e-pep lec'h e Breizh met e oa ret dezhe diblouzañ abred evit gorro saout hag ober labour ar menaj. Ha james n' o deus kanet er maez eus ar vro, staget groñs ouzh Breizh ha koulskoude digoret war ar re all ,prest da doullañ kaoz, dalc’hmat.
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Eve Hellequin he deus dilezet an enklaskoù skiantel ha Pariz evit dont en dro e Breizh ha krouiñ he embregerezh boestoù-mir Miamm-Douar,gqnt produioù bio ha desu ar vro.
Aterset eo ouzh mikro Marianne Vaidie, deus Radio Kerne.
Kanañ evit lakaat and dud da dañsal, bezañ asambles da vat gant an danserien.ezed : setu ar perzh o deus graet ar Vreudeur Morvan e-pad bloavezhioù met chomet int peizanted a vicher. Kontañ a raent o istor ouzh mikro Yann-Ber Gwiader e 2008.
Ha deusoute e vez anv ivez gant Maïwenn Raynaudon, penn-redakotourez ar gelaouenn Bretons.
Plac'h an trapez eo Anna Le Bozec, dibaoe he yaouankiz. Goude bezañ bet war an hentoù, he deus adkavet Breizh met chom a ra entanet gant he micher. Kontañ a ra he zamm buhez ouzh Yann Boishardy deus Radio Kreizh Breizh.
Dre forzh klevout o mamm kanañ, François, Yvon hag Henri, ar Vreudeur Morvan, o deus desket tonioù ha kroget int da ganañ er festoù-noz, goulennet muioc’h-mui gant an danserien, an danserezed. Aterset e oant gant Yann Ber Gwiader e 2008.
C'hoant 'peus fardañ kig ha fars. Ret eo deoc'h sellout ouzh an abadenn Made e Breizh, kinniget gant Brezhoweb. Muioc'h gant Florent Grouin.
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Amelik a son an oud, beñveg ar reter kreiz, ha kaniñ a ra ivez - e brezhoneg. Barzh an abadenn-mañ e klevit un atersadenn geti, mui div sonenn ag he fladenn nevez-flamm get he strollad Mil Hent Dall.
Modarall vo ivez ar lodenn ziwezhañ ag ar gauzeadenn get Gerard Raoul, paotr an tourioù-tan, hag e lar Loeiz Beleg e soñjoù a-ziar bed ar skiantoù en e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen.
Ar c'heleier vez kaset get Metig Jakez-Vargas
Ar vuhez prevez en tourioù tann gwezharall? Ne oe ket re anezhi... Gerard Raoul a gont pelloc'h a-ziar e vuhez pa oe diwallour tour-tan àr aodoù bro-Dreger.
Ronan Postic a gont doc'h mikro Aodren Trehin a-ziar un hentenn divyezhek a zigorey ar enez ar Gerveur, an hani gentañ àr un enezenn e Breizh!
Moian zo deoc'h ivez chilaou doc'h an eil lodenn a gronikenn Barzaz a-ziar dastumad barzhonegoù Jakez Mouton, ha doc'h Mael Gwenneg a Frañs 3, a ro keleier Bali Breizh. Just awalc'h, Keleier.... ur gudenn teknikel e oe get ar c'heleier, ha n'hon eus ket gellet o skigniñ en o fezh barzh an abadenn àr-eeun. Amañ, barzh an abadenn podkastet, em eus lakaet ar c'heleier a-bezh, mes ma klevit komz a gudennoù teknikel, chetu perak!