Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

05/06/2024

Distro àr festival Artrock Sant Brieg get Morgane Cotten (Radio Kerne), er reportaj e kavehet Titouan & Yuna a volonte-vat, hag ar festivalerez Isabelle!Adkavit ivez Anne Koadig, ag ar sindikad Solidaires a gont deomp penaos predegennoù an tu-dehoù pellañ a c'hell magiñ ivez strolladigoù faskour a vez o klask gounid o flas er vro er mare-mañ. Erwan... montrer plus


Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

05/06/2024

Setu kroget miziad ar loc'hoù! Neoazh emañ feuz c'hoazh an traoù evit tud ar bed LGTDE+ (LGBTQ+). A benn ur miz e vo aozet ar Queer Amann evit an 3vet gwezh. Anna-Vari Chapalain ag ar gevredigezh Phénix doc'h mikro Marianne Vaedi (Radio Kerne). Ur salud nazi oa bet graet get un den anaveet ha kondaonet meur a wezh evit e gomzoù feulz Digwener paset... montrer plus


Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

31/05/2024

Maïwenn Prigent, renerez Kreizenn Dudi Gwengamp a zo war-eeun evit komz deus ur c'hamp aozet gant Ti ar Vro Gwengamp e Kreizenn Dour ha Stêrioù Breizh etre ar 7 ha 13 a viz Gouere.Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Jerom Olivry o komz deus ul levr a vo embannet 'benn nebeut : Atlas ar bedoù faltaziet.Keleier ar Vro hag ar bed kinniget gant ... montrer plus


Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Mae

Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Mae

29/05/2024

Saotret eo traezhennoù Breizh get bakteriennoù fall, hrewez [ar gartenn] (https://www.labelleplage.fr/) embannet get Deur ha Sterioù d'ar 25 a viz Mae. Faot a ra dehe roiñ muioc'h a sklêrijenn d'an traoù pistrius dañjerus a vez e redeg àr hon aodoù. Muioc'h a ditouroù get Jean-Paul Runigo, ezel Deur ha Stêrioù Breizh.Jerom Olivry (Al Liamm) a-ziàr ... montrer plus


Avel em fenn - Meurzh 28 a viz Mae

Avel em fenn - Meurzh 28 a viz Mae

28/05/2024

La langue bretonne a zo anv un teulfilm sevenet e 1976 get Nicole ha Félix Le Garrec. Muioc'h a-ziàr o labour en atersadenn get Metig Jakez Vargas (Radio Kerne). O zeulfilm [AZE] (https://nicoleetfelixlegarrec.com/documentaires/la-langue-bretonne.html) . Un atersadenn get Metig Jakez Vargas (Radio Kerne).Atlas ar bedoù faltaziet get Jerom Ollivry, ... montrer plus


Avel em fenn - Lun 27 a viz Mae

Avel em fenn - Lun 27 a viz Mae

27/05/2024

Ofis gall ar vevliesseurted n'oa roet e soñj d'an 22/03: lakaat da gouezh gwez ar lec'h anvet Crem'arbre e Saix (Tarn) a zo difennet. Un doéré n'eus lakaet ar c'hizhier-koed (stourmerionezed er gwez) de vout laouen bras. Difennet e vez c'hoazh meur a lec'h, savet 3 ZAD er lec'hioù raktreset de vout savet àrne an hent-tizh bras A69. Doéré ag ar stou... montrer plus


Ar film Euskarek Bañolet, ur bed all evit ar yezhoù minorelaet

Ar film Euskarek Bañolet, ur bed all evit ar yezhoù minorelaet

24/05/2024

Maia Iribarne et Paxkal Irigoyen, sonerien a vro Euskadi o deus sevenet o film hir kentañ, anvet Bañolet. Skignet oe bet dilun e Rostren, dimeurzh e Plougastel Daoulas ha dimerc’her e Treboul. Ur film 50 munut a gont istor bugale ur geriadenn o prientiñ ur gouel evit tremen d'an oad gour. Filmet eo bet e Garazi, e vilajenn Sant Mikel en hanv 2021 g... montrer plus


Ar Redadeg 2024 etre Gwengamp ha Plijidi

Ar Redadeg 2024 etre Gwengamp ha Plijidi

24/05/2024

Selaouit un tañva eus ar pezh a oa bet etre Gwengamp ha Plijidi diriaou 23 diouzh ar beure :KM 1517 / 9e52SPLANN! asambles gant bugale divyezhek Sant-Leonard GwengampMorgan ha Juliette, kazetennerezed Splann! a gomz deomp eus o raktres arc'hantet gant Ar Redadeg ar bloaz-mañKM 1519 / 9e51Goulven en deus galoupet kilometrad Stajidi Stumdi Bro-Dreger... montrer plus


Avel em fenn - Yaou 23 a viz Mae

Avel em fenn - Yaou 23 a viz Mae

23/05/2024

Tremenet eo ar Redadeg un eurvezh a-raok an abadenn war-eeun. Aterset eo bet neuze Kenan An Habask ha Yann-Ildut Galliou a ra war-dro d'ar videoioù a zo chomet da frammañ ur video e burevioù RKB. Displegañ a reont o labour hag o sell war ar Redadeg.Ur reportaj gant Tomaz Laken e Gwengamp lec'h oa kilometr Splann ! ar media dizalc'h war Internet, be... montrer plus


Avel em fenn - Merc'her 22 a viz Mae

Avel em fenn - Merc'her 22 a viz Mae

22/05/2024

Yann-Bêr Piriou, skrivagner ha bet kelenner en deus bevet e vugaleaj ha krennardiezh e Kaledonia Nevez gant e dud. Kontet en doa e 2013 da Dugdual Karluer e sell war mod bevañ an dud eno ha dreist-holl an darempredoù etre ar C'hanaki hag ar galboched. Setu lodenn gentañ un heuliad a ziskoach e sell.Ur gronikenn gant eilveidi Lise Diwan Karaez, Inès... montrer plus


Première Précédent Suivant Dernière