Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Merc'her  a viz Meurzh

Avel em fenn - Merc'her a viz Meurzh

06/03/2024

Abadennoù ispisial a vez kaset get Avel em fenn ar sizhun mañ.

Hiriv e kenigamp deoc'h monet pell beteg broioù Nepal & Malaisia, e kompagnunezh Sklaerenn Galloudeg. Bet e oa bet enno get he familh, ha kontet an avañturioù doc'h mikro Caroline Trouillet, en abadenn Tavarn Kreiz Mitin.


Avel em fenn - Meurzh 5 a viz Meurzh

Avel em fenn - Meurzh 5 a viz Meurzh

06/03/2024

Ur suhuniad abadennoù ispisial eo evit ar skipailhad.

Hiriv e vo klevet ha desket anvioù evned (laboused) zo, e kompagnunezh Padrig Dréan hag e stajidi & stajiadezed. Ur staj natur oa bet aozet e-pad vakañsoù an Hollsent get Stumdi, degemeret e Ekomirdi Sant Degan.

Keleier ar vro [DA ADKAVOUT AMAÑ] (https://radiobreizh.bzh/episode/61497) .


Avel em fenn - Lun 4 a viz Meurzh

Avel em fenn - Lun 4 a viz Meurzh

06/03/2024

Ur suhuniad abadennoù ispisial eo evit ar skipailhad.

Hiriv e kenigamp deoc'h klevout penaos e oa bet ar Genskrivadeg Etrevroadel Backhold, e Pondi Disadorn 2 a viz Meurzh. Ur reportaj get Yuna Cojean.

Muioc'h en abadenn a-ziàr ar Gazeg Veurzh. Un atersadenn get Benjamin Bouard (Radio Kerne).

Evit adkavout ar c'heleier, [KLIKIT AMAÑ] (https://radiobreizh.bzh/episode/61474) .


Yann ar C'horr hag ar festival Plié-Deplié

Yann ar C'horr hag ar festival Plié-Deplié

01/03/2024

Yann ar C'horr a zo soner akordeons o chom e Rostren ha deuet eo da gomz deus ur festival aozet gant e gevredigezh, ar gevredigezh Muut. Ar festival anvet Plié-Deplié a vo dalc'het deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh gant ur sonadeg d'ar 15 e mediaoueg Rostren hag ur staj d'ar 16 ha 17.
Un ton anvet Holen en deus ivez sonet war-eeun e studio Radio Kreiz Breizh.


Avel em fenn - Gwener 1añ a viz Meurzh

Avel em fenn - Gwener 1añ a viz Meurzh

01/03/2024

"An dourvarc'h na ouie ket neuial" sed aze ul levr evit ar vugale savet e brezhoneg penn da benn. Penn-kentañ an abadenn e vo klevet ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron o komz deus al levr-mañ heuliet da c'houde gant atersadenn an dresourez Chloe Garel-Delval deus mikro Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Juluan ar C'hoz, bet e bro Jeorji hag o kontañ deus ar supra.


Avel em fenn - Yaou 29 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Yaou 29 a viz C'hwevrer

01/03/2024

Evit un devezh ken dreistordinal hag an 29 a viz C'hwevrer eo bet pedet Yann Ar C'horr, soner akordeons war eeun en abadenn evit komz deus ur festival aozet gant e gevredigezh Muut. Ar festival anvet Plié-Deplié a vo dalc'het deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh gant ur sonadeg d'ar 15 hag ur staj sonerezh d'ar 16 ha 17.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Kojean
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Juluan Ar C'hozh o kontañ e vloavezh e bro Jeorji


"An tonioù a choaz un den kanañ a lâr un dra warnañ" - Lors Jouin

"An tonioù a choaz un den kanañ a lâr un dra warnañ" - Lors Jouin

01/03/2024

Distro eo an daouad gant Jean-Michel Veillon ha Lors Jouin evit un nebeut sonadeg. Un digarez da gontañ kaoz gant hemañ diwezhañ evit kaout e sell war pouezusted ar fed kompren ar pezh a vez lâret er c'hanaouennoù hag ar sonerezh a vez kompozet da heul, petra lâr ur ganaouenn choazet war un den ha penaos dremene an traoù pa oa eñ yaouank o labourat e tier-feurm Breizh.


An dourvarc'h na ouie ket neuial

An dourvarc'h na ouie ket neuial

01/03/2024

« An dourvarc’h na ouie ket neuial ». Setu aze un istor souezhus. Istor Peskennig un dourvarc’h eus Bro-Genya ha na oa ket heñvel ouzh an dourvarc’hed all… Deuet eo an istor-se da wir a-drugarez da zaou zen o deus graet anaoudegezh an eil gant egile e-skeud ur stummadur hir da zeskiñ brezhoneg. Ijinet eo bet an istor gant Jakez Segalen war zigarez ur boelladenn. Eñ ‘noa kinniget d’e stummerez, Chloe Garel-Delval, pinvidikaat e skrid gant tresadennoù… Ha setu deuet er-maez ar wask ul levr kaer ha leun a fent evit ar vugale bras ha bihan, bet embannet e komañsamant ar bloaz gant An Alarc’h Embannadurioù a zo ezel eus Kuzul ar Brezhoneg.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Avel em fenn - Merc'her 28 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Merc'her 28 a viz C'hwevrer

28/02/2024

50 vlez eo An Drouzerion! Deuet e oa Jorj hag Izan Belz da gontiñ istoér ar strollad, ha da ganiñ evit plijadur hor ziskouarn. Da lidiñ blez ar strollad e vo ur fest-deiz ha noz bras e Klegereg, emgav d'ar Sadorn 9/03.
Pennad-kaoz ar sizhun: 3vet rann get Juluan Ar C'hozh, a oa bet da veviñ ur blez e bro Jeorji. Un atersadenn doc'h mikro Tomaz Laken (RKB).
Teknikoù poderez Awen Prigent ha poazhiñ ar podoù, setu kinnig Maëlle Ausias (RKB) da adkavout [AMAÑ] (http://www.rkb.bzh/daouarn-ha-pri/) ivez!

[Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Metig Jakez Vargas dre-eeun a studio Radio Kerne e Ploneiz. Avel em fenn kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi.


Avel em fenn - Yaou 22 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Yaou 22 a viz C'hwevrer

28/02/2024

O paouez embann ul levr emañ Erwan Chartier, penn-redaktour ar gazetenn Ar Poc'her war 50 vloaz an darzhadenn bet graet gant an ARB-FLB er Roc'h Tredudon. [Kontañ a ra da Domaz Laken] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61340) penaos e veze meret ar mediaoù e 1974.
Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war an ninnorsk hag ar bokmal
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz Laken
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Nelly, sorserez a-vremañ.


Première Précédent Suivant Dernière