Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn - Lun 25 a viz Du

Avel Em Fenn - Lun 25 a viz Du

25/11/2024

Ar glad ha bezañ gouest da gomz diraok an dud, setu ar pezh en doa kinniget lise Diwan
Gwened da grennarded ha grennardezed hag a zo bet da welladenniñ peulvannoù e Bono
hag e Enez Arzh. Filmet oant bet gant ar sevener Sylvain Huet evit KuB media...ha kemeret o
doa perzh en ur c'hoñkour elokañs goude. Un teulfilm a zo o paouez bezañ embannet : Ni
gomzay yezh hor glad. Neshka, eus Radio Bro Gwened, he deus aterset Florian Voyenne,
rener al lise, ha Anne-Claire Quivijer, deus Ti ar Vro Gwened.
Petra a dalv al labour frammañ er bed ar c'hleweled. Displeget eo gant Florent Grouin, eus
Brezhoweb.
Un danvez start da gomz anezhañ e chom brezel Aljeri. Yann-Baol Riuz a o bet galvet eno
evel soudard en deus lakaet e eñvorennoù en ul levr. Displeg a ra e gamaraded Alan Golven
ha Jorj Belz penaos o deus sikouret gantañ evit krouiñ al levr-mañ.
Keleieir ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Teknik : Mael Krenn ha Liza, skolajiadez skolaj Prevert, Gwengamp
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel em fenn - Gwener 22 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Gwener 22 a viz Kalañ-Gouiañv

22/11/2024

Neventioù ar strollad Kañfarded Lankeyla: ur pezh berr skrivet get Maria Prat a vez klevet en abadenn. Un atersadenn get Alan Hamon hag Hervé Lautroù aterset get Gwenvaël Delanoë (RKB).
C'hoari hockey en ur akwarium? Deverus marse, met komzet e vo ag an dra-se ivez. Muioc'h a zisplegadennoù get Mathieu André doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh oa bet skrivet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin, àr RBG).
Adkavouit a rahet ivez Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed, a-zivoud alzheimer.
Keleier ar vro: Aodren Théhin
Avel em fenn: Neshka
Teknik: Enora Molac


Avel em fenn - Digwener 21 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Digwener 21 a viz Kalañ-Gouiañv

21/11/2024

Reuz a vez graet get ar vengleuz andalouzit Imerys e Groñvel. Ur raktres brasaat a zo àr ar stern, faot a rahe d'an embregerezh toulliñ ur 4vet fos enno. Mouezhioù a sav enep, èl ar gevredigezh Mines de Rien. Muioc'h get JD Bourdonnay a sav enep ar 4vet fos, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB).
Anavet eo an hockey genoc'h? E-dan zour e c'heller c'hoari ivez 'hat! Skipailhad Mathieu André e Montroulez a zo kampion Breizh. Klevet e vez hirroc'h a-ziàr beajoù ha krogadoù ar skipailh. Atersadenn get Caroline Trouillet.
Adkavit ivez Maël Gwenneg (FR3 Breizh) àr plato Yaouank ar servij publik e Roazhon a benn Disadorn.
Keleier ar vro: Erwan Blanchard (Arvorig FM)
Avel em fenn : Neshka hag Enora Molac


Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Kalañ-Gouiañv

20/11/2024

Un davarn kevredigezhel eo ar Mix Kafe. Livadur, lenn, urzhiataerezh, sonadegoù, festoù-noz setu un nebeut traoù aozet gete, e bro Oelo. Muioc'h get Anaïs Le Roux doc'h mikro Yann Boishardy (RKB).
Strollad hockey subakwatek Montroulez a zo kampion Breizh. Neoazh eh eus diaesterioù lec'h evit ma bleustrehe ar skipailh. Muioc'h get Mathieu André, doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh a oa bet skignet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin ar blez paset).
Radio Bro Gwened pe RKB a zo bodet en ur rouedad radiooù anvet Radio Breizh. Muioc'h a-ziàr ar strollad get Tara Adeux, gopradez Radio Breizh karget a gehentiñ.
Keleier ar vro: Gwenvaël Delanoe
Avel em Fenn: Neshka hag Enora


Avel Em Fenn - Meurzh 12 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 12 a viz Du

20/11/2024

Marteze oc’h kustumet da dañsal ba’r festoù-noz met en abadenn-mañ e z’ oc’h kaset ba nozioù du-dall gant ar skrivagner deus bro Oueloù, Fañch Rebours, en deus nevez embannet un dastumad danevelloù kriz hag an titl a zo Faust-Noz. Gant Fañch Rebours e vo anv eus al levr-mañ met ivez deus e labour skrivagner dre vras. Aterset eo bet gant Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh.
Eus lennegezh e vo kaoz ivez gant Herve Seubil Kernaudour hag a spluj al lennerien yaouank "Dindan Pavezioù Gwengamp", e romant leun a avañturioù ha kevrin. Aterset eo bet gant Tomaz Laken e Gouel Levrioù Breizh e Karaez.
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 19 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 19 a viz Du

19/11/2024

Ur yezh vinorelaet eo ar brezhoneg ha koulskoude e oa moaien studiañ anezhe e broioù pell,
e Broioù-Izel, da skouer. Setu ar pezh en deus graet Dimitri Boekhhoorn e Utrecht. Penaos
en deus bevet an dra-mañ ha perak eo deuet da vevañ e Breizh ? Reiñ a ra displegadennoù
da Neshka, gopradez nevez e Radio Bro Gwened.
Petra a vo kavet er gelaouenn Bretons ar miz-mañ ?
Barzhoniezh, gant Bernez Tangi met ivez traoù kalet evel buhez Jeanne Weber, ur plac'h eus
Bro Oueloù he deus kuitaet he bro evit mont da labourat e Pariz...a-raok lazhañ meur a bugel.
Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Petra eo an hockey dindan dour, an hockey subakwatek, ma 'peus c'hoant, ha peseurt
reolennoù a vez kavet ivez. Caroline Trouillet, eus Radio Bro Gwened, en deus aterset
Mathieu André, c'hoarier hockey dindan zour.
Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel
Teknik : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel em fenn - Merc'her 6 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Merc'her 6 a viz Kalañ-Gouiañv

06/11/2024

Lakaat ho pugale da zeskiñ brezhoneg er skol a zo brav, gellet komprenn ha sikour gete a zo bravoc'h c'hoazh! La caisse à outils du parent non-bretonnant" a zo ur levr bet krouet get Kuzul Skoazell Skol Diwan Sant-Brieg. Muioc'h get Riwal Georgelin doc'h mikro Gwenvael Delanoe.

Teatr e brezhoneg a vez graet get Tifenn Lineatte, hag àr-dro ar roñsed (ar c'hezeg) ! Setu-hi ar plac'h pedet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, get Yann Boishardy (RKB).

Neventioù Keit Vimp Bev get Laouen Nikolas.


Keleier ar vro: Aodren Trehin
Avel em fenn: Yann Boishardy & Enora Molac
Teknik: Enora Molac


Avel Em Fenn - Meurzh 5 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 5 a viz Du

05/11/2024

Choajet en deus Kuzul Departamant Aodoù An Arvor serriñ levraoueg
Kawan dre ma z'e kouskfe re gaer. Tregont Mil euro , sed aze ar pezh a goust
al levraoueg bep bloazh a-benn degemer lennerien.ezed, enklaskerien.ezed
pe c'hoazh bouetaat al lervaouegoù all eus an Departamant. Setu ar pezh a
displeg VisantDubois, o labourat eno, da Gwenvael Delanoe.

Petra a zo er gelaouenn Bretons ar mizh mañ ? Maïwenn Raynaudon,
penn-redaktourez, a gomz eus an ekologour Yves Cochet, eus ar festival Les
Insulaires, pe ch'oazh eus c'hamp Konli.

Ouzhpenn a ginnig deomp he c'hezeg, Tifenn Linéatte a displeg perak he
deus choajet d'en em staliañ ba Menez Are, un huñvre dezhi hag a deu eus
he bugaleaj.

Keleier : Gwenvael Delanoe
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy





Rodrigo Cuevas: etre hengoun hag ekstravagañs

Rodrigo Cuevas: etre hengoun hag ekstravagañs

05/11/2024

Freddie Mercury bro Asturi a reer anezhañ: Rodrigo Cuevas a zo ur steredenn ag ar maezioù asturian.
E-pad an hañv 2024 e oa deuet e Emvod ar Gelted b'An Oriant. Ne oa ket leun sal an Teatr, ha n'eo ket sur e ouie an dud e vehe kinniget ur strip tease dezho ! Farsadennoù a bep seurt, dañsoù a feson ha sonerien ampart... Buhan e oa bet lakaet ar sal da c'hoari gantañ. Etre bed an hengoun asturian ha an noziadoù cabaret dirollet, aze em lec'hia Rodrigo Cuevas. Ur boelladenn a n'eo ket aes, met kerzhout a ra gantañ.
Kavout ar c'hempouez, ar c'hroaz-hent etre meur a ved sevenadurel, er sonerezh, er fest. Daoust hag eo se ar rekipe gwellañ ? Atav, ur gwir labur eo bout tost doc'h an arvesterion.ezed, a bae àr blas.
Un digarez evit Enora Molac (RBG) d'ober anaoudegezh gantañ war lec'h ar sonadeg.

Atersadenn ha troidigezh: Enora Molac
Eilmouezhiiñ: JañLug Ar Mouel
Skeudenn: Josep Tomas


Avel Em Fenn - Lun 4 a viz Du

Avel Em Fenn - Lun 4 a viz Du

04/11/2024

Freddie Mercury bro Asturi a reer eus Rodrigo Cuevas.
Meur a wech oa deuet da Vreizh evit seniñ hag e-pad an hañv e oa e Emvod
ar Gelted en Oriant. Ur farser, un tamm "provok" gantañ a-wechoù met ivez
ur c'kompozer, ur soner hag ur perfomer a-feson ! Aterset eo gant Enora
Molac, eus Radio Bro Gwened, advouezhiet eo gant Jañ-Lug Ar Mouel, eus
Radio Bro Gwened ivez.
Florent Grouin a ginnig deomp un dresadenn-vev nevez, mod skiant-faltazi ,
skignet war Brezhoweb. "Skyland" eo e anv .

E Menez Are eo staliet Tifen Linéatte, komedianez a vicher met ivez sot-nay
gant ar c'hezeg betek kinnig pourmenadennoù dre stlej . Met perak eo ken
entanet gante ? Setu ar pezh e tispleg da Yann Boishardy.

Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ : Yann Boishardy
Teknik : Gweltaz Heno






Première Précédent Suivant Dernière