Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn - Meurzh 25 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Meurzh 25 a viz C'hwevrer

25/02/2025

Mont betek bro Danmark : setu ar pezh o doa graet Marsel Gwilhous hag Annie Ebrel er bloavezhioù 80 a-benn sikour tud deus bro Danmark a oa o klask lakaat da advevañ sevenadur o bro. Annie Ebrel a lavar muioc'h diwar-benn ar veaj-mañ.
Hag e fin an abadenn, ouzh mikro Annie Ebrel e vez kontet gant Marsel Gwilhous penaos oa kroget da ganañ.Un diell deus Radio Kreizh Breizh.
Maïwenn Breton, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a gomz diwar-benn bugaleaj Loïck Perron ha diwar-benn istor klub sport Etendard Brest.
Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel
Teknik an abadenn : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 24 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Lun 24 a viz C'hwevrer

24/02/2025

An 8 a viz Meurzh,devezh etrevroadel gwirioù ar maouezed.
Gant ar gevredigezh deus Plijidi, Graines de Cultures, ha Ty Film, deus Mellionneg, e vez kinniget un devez ispisial,d'ar Sul 9. Piala Coïc, ezel eus ar gevredigezh Graines de Cultures, a lavar muioc'h ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
D'ar Sadorn kentañ a viz Meurzh e vez aozet ur fest bras ba Laruen evit lidañ Marsel Gwilhous. Tost tre ouzh Radio Kreizh Breizh e oa ar c'haner. Neuze a-hed ar sizhun e vo klevet mouezh Marsel Gwilhous aterset gant Annie Ebrel e 1988.
"Ar Pevarad Kerniel" ? Petra eo an diaoul-mañ ? Displeget vez gant Florent Grouin, deus Brezhoweb.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 17 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Lun 17 a viz C'hwevrer

24/02/2025

Adskignadenn : Valentin Fabre, animatour natur e Ti ar C'hoadoù, e Chapel-Nevez.


Awel Em Fenn - 14 a viz C'hwevrer

Awel Em Fenn - 14 a viz C'hwevrer

21/02/2025

En abadenn-mañ: Yael Kervern (anavet èl Youlmouth) a gomz ag an ASMR barzh un atersadenn graet get radio Kerne; barzh 'Ar hentoù an Antroposenn' vez komzet ag ar skiantourion a-enep an armoù nukleel; Claire Le Moign a c'halv an dud da zonet da emvod aoziñ Gouel Broadel ar Brezhoneg d'ar Sadorn 22 a viz C'hwevrer e Maner Kernod; fin an adskignadenn ag an atersadenn get Louis Bocquenet; hag ar c'heleier get Gwenvael Delanoe.
Ar muzik aveid an abadenn-mañ zo bet choejet a strolladoù a vo klevet er Roue Waroc'h - abadenn animet get Neshka


Awel Em Fenn - 13 a vez C'hwevreur

Awel Em Fenn - 13 a vez C'hwevreur

20/02/2025

Abadenn gouestlet d'ar psikiatri hag ar psikoloji!
Komzet vo en un atersadenn hir e div lodenn get Marion Radi, psikiatrez, ha kendalc'het vo hon adskignadenn ag an atersadenn graet get Louis Bocquenet e 2020. Ar sonennoù barzh an abadenn zo bet choejet en ur choñjal en tem, ivez.
Ar c'heleier vo kaset get Metig Jakez-Vargas
Abadenn animet get Neshka


Avel Em Fenn - Merc'her 12 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Merc'her 12 a viz C'hwevrer

12/02/2025

El Canto General, setu titl ur barzhoneg meur, ur gronikenn a gomz diwar-benn Amerika ar Su a-bezh. Embannet oa bet e 1950 gant Pablo Neruda, ar barzh eus bro Chili. Choajet en deus laz-kanan Kemper Les Chemins de la Voix lakaat da glevout an oberenn El Canto General,. Ur sonadeg a vo ba Rostren ar 16 a viz c’hwevrer. Robert Le Crann, ezel eus laz kanañ Les Chemins de la Voie, a zo ouzh mikro Maelle Auzias, deus Radio Kreizh Breizh.
Laouen Nikolaz, eus Keit Vimp Bev a gomz diwar-benn an ti-embann, en deus dilojet nevez'zo evit mont d'en em staliañ e Ti Ar Vro Karaez.
E 1970 oa bet lazhet Odile, dousig Louis Bocquenet, gant he dousig bet , ar pezh oa ket anvet ur feminisid er mare-mañ. Bepred en deus Louis Bocquenet skrivet levrioù diwar e vuhez bersonel pe e vuhez vicherel met e oa ret dezhañ, hanter-kant vloazh goude marv e dousig, echuiñ gant e labour kuñv en ur embann al levr La Passagère.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe
Teknik an abadenn : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Gwener 7 a viz C'hwevreur

Awel Em Fenn - Gwener 7 a viz C'hwevreur

12/02/2025

Barzh ar studio get Neshka e oe Agnès, stajiadez Stummdi e ti RBG. Kinnig a ra div sonenn a blij dezhi!
Modarall e komz Alan Goulven ag an avaldoar hag e vo klevet achumant troiad Gireg Konan kostez Perroz e bro Dreger. Ha Lukian Kergoat a gontey deoc'h a-ziar 'sindrom an dic'hallusted d'en em gompren', anavet genomp-ni ivez èl 'kleñùed d'é ket er miam berton'.... mard oc'h koutant!
Keleier get Gwenvael Delanoe.


Avel Em Fenn - Yaou 6 a viz C'hwevreur

Avel Em Fenn - Yaou 6 a viz C'hwevreur

12/02/2025

Barzh an abadenn hiniv e klevit a-ziar an eskemm parkoù get Youenn Gloagen ha Gireg Konan a gendalc'h da gomz a-ziar anvioù-lec'h kostez Perroz e bro Dreger. Mael Gwenneg a gont deoc'h a-ziar kentstrivadeg ar bagadoù e Brest, skignet get FR3 àr an internet, hag ar c'heleier vez kaset get Aodren Trehin ha stajiadez RBG Agnès!


Avel Em Fenn - Merc'her 5 a viz c'hwevreur

Avel Em Fenn - Merc'her 5 a viz c'hwevreur

12/02/2025

An eil lodenn ag an atersadenn get Nolwenn Korbell a-ziàr he fladenn nevez, ha kendalc'het vez ar gaozeadenn get Gireg Konan a-ziar anvioù-lec'h kostez Perroz.
Tara Adeux a gont deomp hiroc'h a-ziar goulennaoueg Radio Breizh: kerzhit d'he leuniiñ ma faot deoc'h laret ho soñj a-ziar an appli nevez a vo savet gete! Oc'hpenn-se e laka ur c'houstele kaer d'ar sonerion get difi Badoum 48.
Kaset vez ar c'heleier e kreiz an abadenn get Metig Jakez-Vargas


Avel em fenn - Meurzh 11 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Meurzh 11 a viz C'hwevrer

11/02/2025

Gireg Mouton a zo ur peizant nevez staliet e Logivi Plougraz. Diskarret 'n eus 450 metrad kleuñv hep gwez ebet warne ha adsavet 700 metrad e-kichen, gant sikour Breizh Bocage. Displegañ a ra penaos en deus graet deus mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Maiwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a gont deomp buhez Geneviève Prigent, plac'h Botoha, o studiañ ar vedisinerezh er bloavezhioù 30 ha bet dimezet gant priñs Montenegro. Ur pennad bet skrivet gant Régis Delanoë a zispleg pep tra e kelaouenn miz C'hwevrer.
Eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Louis Bocquennet. Eñ zo psikologour ha skrivet en deus e 2020 ul levr anvet La Passagère a gont penaos en deus bevet muntr e wreg, Odile, bet lazhet gant he dousig bet. En abadenn e tispleg petra 'zo bet bevet gant e familh pa 'n eus embannet e levr hag e sell war ar muntrer.


Première Précédent Suivant Dernière