Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut" hag ur bourmenadenn.
Hag e kendalc’himp da ginnig al levr diwar al lennegezh vrezhoneg embannet gant Editions des Montagnes Noires ha kenrenet gant kelennerien Skol-Veur Roazhon 2.
An taol-mañ e raimp anv eus ar c'hoariva poblek an 19 vet kantved gant oberennoù Yann Gonan displeget deomp gant Paolig Kombot.
Klozet 'vo gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel"
Gant Karolina
Bep Meurzh kentañ ar miz e vez bodet ur strollad tud sot gant ar skritur. Ar gevredigezh An Daoulamm a ginnig un atalier skrivañ e brezhoneg lusket gant c'hoarioù. Laurence Lavrand, Eliane Talabardon ha Pascale Moysan a lavaro hiroc'h en abadenn-se.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Kenderc'hel a raimp da vont donoc'h barzh ar pennad skrivet gant Goulc’han Kervella barzh al levr diwar-benn al lennegezh vrezhoneg ( Editions des Montagnes Noires).
Setu, goude ar c'hoariva desket hag ar c’hoariva poblek, ar c'hoariva modern pe a-vremañ.
Klozet 'vo gant "Kammed-ha- kannmed war roudoù Marsel".
Gant Karolina
Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut". Ur bourmenadenn e liorzh Leanezed Sant Benead 'vo graet.
" La littérature en langue bretonne des origines à nos jours"Setu titl al levr renet gant kelennerien skol-veur Roazhon 2 hag embannet gant "Editions des Montagnes noires"Ur sell a dostoc'h e-barzh war ar pennad skrivet gant Goulc'han Kervella diwar-benn ar c'hoariva poblek.
Ur c'hrenn-lavar a vo displeget gant Dominique Thepaut da glozañ: "To pa ri ti".
Gant Karolina
"Le doute ~ ar mar hag ar mor", setu anv an arvest nevez krouet gant Lukaz Nedeleg eus ar gompagnunezh Safar.
Un abadenn savet diwar mojenn Kêris ha tudenn Dahud.
E-giz un detektiv a faltazi e kas Lukaz ar publik gantañ da enklask diwar-benn Atlantid Breizh hag e dudenn wregel pennañ.
Sonerezh telenn tredan Alice Soria-Cadoret ha mekanikoù Nikolaz Cadoret a zoug un aergelc’h-son saouzanus, livioù elektronek dezhañ.
Gant Karolina.
Warc'hoazh e vo lidet deiz-ha-bloaz Bagad Plougastell. Savet eo bet hanter-kant vloaz zo. Abaoe bloavezhioù e kenlabour ar bagad gant ar strollad Oposito. Kinnig a raio ar gompagnunezh arz ar straedoù-se un dibunadeg vras gant un tropellad loened graet gant houarn e Plougastell. Muioc'h a zisplegadennoù gant Talwyn, Tremeur ha Lomig.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Poltred : Yoann Pierre
Tro daou-ugent skolajiad ha skolajiadez eus Morbihan o doa graet tro Enez Vaz e miz Gwengolo. Aziliz Sotin he doa kinniget dezho gouzout hiroc'h diwar-benn ar bezhin hag an tevenn. Ar gonterez he doa kontet dezho ur gontadenn diwar-benn ar mor ivez.
Emabannet eo bet an abadenn gant Maëlys Poublanc
Penaos e vez miret ar boued ? Peseurt ostilhoù a vez graet ganto evit sterilizañ ar podoù ? Eve Hellequin zo artizanez. Fardañ a ra rekipeoù legumaj da ledañ gant hec'h embregerezh [Miamm-Douar] (https://www.kisskissbankbank.com/fr/projects/conserverie-artisanale-miamm-douar) e Sant-Segal. Labourat a ra gant produioù bio eus ar vro a-raok mirout anezho e podoù gwer. Displegañ a raio he micher deomp. O klask arc'hant evit kregiñ da werzhañ he froduioù emañ er mare-mañ.
Kaset eo ar pennad-kaoz-se gant Maëlys Poublanc