Dilun e oa skignet ar film "Plougoñ 1980" e brezhoneg da liseidi ha skolajidi eus Bro Montroulez. Ar c'homedian Yann-Edern Jourdan hag en deus advouezhiet unan eus an tudennoù en doa respontet d'ar goulennoù savet gant ar vugale ; un digarez da lakaat ar gaoz war al labour advouezhiañ gantañ.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Da geñver mizvezh ar brezhoneg he doa buhezet Pauline Daniel ur c'hoari en ostaleri "Friko" e Gwimaeg a zo dalc'het gant Dylan Simon. Daou skipailh o deus respontet da c'houlennoù a-bep seurt ha lusket eo bet an abadenn gant kanaouennoù Danielle ha Renée hag istorigoù. Un nozvezh leun a blijadur !
- An nozvezh "Machin.e Machin.e.X" a vo dalc'het fenoz e Brest e Mac Orlan. Kinniget e vo an abadenn-se gant Aziliz Peaudecerf eus ar strollad "Queer Brest Fest".
- An difi sonerezh " [Badum 48] (https://linktr.ee/badum48) " a grogo fenoz da 8 eur. Ur ganaouenn e euskareg, gallaoueg, brezhoneg pe okitaneg zo da sevel dindan 48 eurvezh ! Skignet e vo an holl donioù savet war wagennoù 15 radio.
- Deizhiataer ar festoù-noz
Ar sizhun dremenet o doa beajet skolidi eus Plouarzhel da Vrasparzh. Gant buhezourien ha buhezourezed ar greizenn "Ti Menez Are" o deus c'hoariet ar vugale en ur zeskiñ traoù diwar-benn an natur. Klevet e vo a-hed an abadenn : skolidi eus ar skol Arzmael, Marithé, Alexandre Masson hag Alan Kev.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Hiziv 'vo graet anaoudegezh gant Yves Tallek, kelenner a-youl vat e skol alternativel Menez Are, a zo staliet e Pleyber-Krist. Er skol-se e vez kinniget kentelioù d'an estrañjourien yaouank. Met ouzhpenn kinnig un deskadurezh dezho a vez graet: ivez kavout lojeiz, boued, dilhad dezho. Hag ivez ober war-dro o faperioù, ha teurel evezh ouzh o yec'hed.
Un digarez ivez da ober anv hiziv en abadenn eus ezhommoù ar skol. Ur skol a vez meret gant kevredigezh"Les Utopistes en action"
Gant Karolina
Ar Foar bio a vo dalc'het d'ar 15 ha d'ar 16 a viz Meurzh e Landerne, Anwenn ha Morgan a ginnig an darvoud da Bauline Daniel
Badum 48 zo un difi sonerezh e yezhoù minorelet. Mattin Perez eus ar radio "Nos Cultures" a gont deomp e euskareg penaos kemer perzh en darvoud-se o vont war al lec'hienn internet [https://linktr.ee/badum48 ] (https://linktr.ee/badum48)
Al laz-kanañ "Ral'Ko à l'Ouest" a gano e Montroulez da geñver ar vanifestadeg evit difenn gwirioù ar maouezed warc'hoazh d'an 8 a viz Meurzh. Jenni Fauveau he deus enrollet ur bleustradenn.
Abaoe 1971 en em gav ur strolladig a dud evit kontañ kaoz, lenn ha skrivañ e brezhoneg e Montroulez. Bep Lun kentañ ar miz e c'hoari "skrabeul" izili ar gevredigezh "Kelc'h sevenadurel brezhoneg Montroulez". Jean-Yves, Jean-Pierre, Herve ha Loik a zisplego ar reolennoù deomp, da geñver "Mizvezh ar brezhoneg".
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc