Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Gouloù mil steredenn.

Gouloù mil steredenn.

15/08/2026

An eil abadenn gant Typhaine Corre.


Jañ Luk ha Job.

Jañ Luk ha Job.

21/07/2026

Ur wech ar sizhun ez a Jañ Luk Bergot da di ar gozh er Wourc'h Wenn da gaozeal gant ur strolladig tud kozh. Plijadur o devez oc'h en em gavout asambles ha marvailhat diwar-benn a bep seurt traoù. E-touez ar varvailherien emañ Josef an Habask. Gant an amzer ez eus bet skoulmet mignoniaj etre Jañ Lik ha Job. Job a zo un teod farsus a zen....tro dezho da c'hoarzhin alies. Gant Karolina.


"Kêr Anna" gant Goulc'han Kervella.

"Kêr Anna" gant Goulc'han Kervella.

17/07/2026

"Kêr Anna, karantez kriz" eo roman nevesañ Goulc'han Kervella, embannet gant "Skrid". Ennañ e kont Goulc'han buhez Roman, Arvoriad yaouank emzivad. Ha buhez Roman ne vo ket didrubuilh...
Gant Karolina.


Mirdi ar c'huzh heol

Mirdi ar c'huzh heol

01/07/2026

Deomp da heuliañ skolajidi Plouzane ha Lokournan 'bazh mirdi ar c'huzh heol a zo e Lokournan. E 1981 'oa bet digoret ar mirdi-mañ ru Sant Vaze hag emañ 'barzh un ti brav eus an 18 vet kantved. Ul lec'h a zere evit mirdi ar c'huzh heol ma vez lakaet war-wel ennañ glad hag istor Lokournan hag an trowardroioù. Diskouezet 'vez ivez buhez tud ar vro e penn kentañ an 20 vet kantved.
Displegadennoù gant Yann Troc'heris ha Michel an Hir.
Gant Karolina


Brienn gant Teatr Piba.

Brienn gant Teatr Piba.

26/06/2026

Brienn eo anv raktres nevesañ Teatr Piba, a zo diwar-benn an Aber-Ac’h hag e endro. E Kerniliz eo bet bodet izili ar gompagnunezh evit ur sizhunvezh lojadenn. An digarez eo bet evito da gas war-raok al labour klask ha skrivañ. A-benn magañ o ijin int bet o welet un dornadig tud e bro an Aberioù hag an trowardroioù: skolidi, tud a vev ha tud a labour eno. Tro eo bet dezho d'en em soñjal war ar mod da sellet ouzh an dour, pouez ar sterioù ha kanolioù er vuhez. Hiziv 'vez kaoz alies diwar-benn an dour met gant ur sell teknikel ha skiantel, kudenn an dour da evañ eo da gentañ. Hag e reer kalz anv eus kalite an dour, ar mod da entent eus outañ, hag evel-se e pellaer kenañ eus ar vuhez hag ar varzhoniezh 'zo e-barzh.
Displegadennoù gant Mona Karoff ha Tomaz Kloareg.
Gant Karolina.


GBB & Kampionad Breizh al lazoù-kanañ

GBB & Kampionad Breizh al lazoù-kanañ

26/06/2026

Pauline Daniel a embanno programm Gouel Broadel ar brezhoneg (GBB) a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun e Mellag
Sterenn ar Gall a ginnigo sketchoù fentus da geñver "GBB komedi kleub" disadorn
Youenn Boulig, kenurzhier Kanomp Breizh a raio anv eus kampionad Breizh al lazoù-kanañ a vo dalc'het d'ar Sul 5 a viz Gouere e Landerne. Ouzh mikro Pauline Daniel e vo.


Un tamm tro e skol labour-douar an Nivod gant Charlez an Dreo ha Lwig Breton

Un tamm tro e skol labour-douar an Nivod gant Charlez an Dreo ha Lwig Breton

26/06/2026

E fin o stummadur war ar brezhoneg o doa gweladennet stajidi eus Roudour skol labour-douar an Nivod e Lopereg. Heñchet e oant gant Charlez an Dreo a zo kelenner war ar brezhoneg er skolaj-lise-se. Lwig Breton, gwenaner, en doa diskouezet dezho an dilhad hag an ostilhoù a ra ganto evit ober war-dro ar gwenan ivez.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Ober dismegañs d'ar merc'hed 1

Ober dismegañs d'ar merc'hed 1

26/06/2026

Un aken, un atoudenn, ur vleizenn, ur vuzhugenn, ur gragailherez, ur welfezenn, ur wialenn, ur ganastell, ur gegin, ur gekenn, ur gailhasenn, honnezh 'zo ur wall bezh, pebezh kastolorenn, ur wall giez, pebezh kalastrenn...
Diwar-benn ar re 'zo bragez ganto: bragez ha lostenn 'zo ganti, homañ 'zo bragez gwaz ganti, homañ zo ur chefenn, ur chefez...


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

19/06/2026

Ul leurenn gouestlet da sonerezh Breizh ha da sonerezh Bro-Iwerzhon a vo kinniget da geñver gouel ar sonerezh e Brest. Aozet eo gant Sked ha Kreizenn an arzoù pobl. Trifina Baudu, kenurzhierez Sked, a embanno ar programm.
"Douartolod" arvest nevez Louis-Jacques Suignard a vo kinniget e Kommanna fenoz. Amañdin al Lann, prezidantez ar gevredigezh Kommannoz a aoz an darvoud a vo ganeomp.


Lisa ar Bras zo tatouerez e Brest

Lisa ar Bras zo tatouerez e Brest

18/06/2026

Abaoe miz Gwengolo e labour Lisa ar Bras e saloñs tatouiñ "Lichen" e kreiz-kêr Brest. Er reportaj-se e heuilhimp an arzourez, a vez graet Turbo Trad Tattoo anezhi war ar rouedad sokial Instagram, o tatouiñ Pika gant an teknik "dorn-pik" pe "handpoke" e saozneg.
Embannet eo ar reportaj-mañ gant Maëlys Poublanc


Da-heul Diwezhañ