Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

E Lokenole gant yaouankizoù ar vro ha tud strollad Kafe Brezhoneg Henvig.

E Lokenole gant yaouankizoù ar vro ha tud strollad Kafe Brezhoneg Henvig.

18/06/2026

Deomp da heuliañ tud yaouank skolioù ha skolajoù Bro Montroulez! O pourmen int bet e Lokenole e-ser tud strollad Kafe Brezhoneg Henvig, a zo bet an digarez evito da c'houzout hiroc'h diwar-benn istor ha glad ar barrez.
Gant Karolina.


Labourat gant bugale DYS hag ar skol ebarzhus

Labourat gant bugale DYS hag ar skol ebarzhus

12/06/2026

Ar sell a vo lakaet an taol-mañ war an dud a vicher a zo o labour sikour bugale DYS da vont dreist d'o c'hudennoù deskiñ er skol. Kreskiñ ingalded gwirioù ha chañsoù ar vugale er skol eo just a-walc’h pal ar skolioù ebarzhus. Tri den o vo selaouet en abadenn: un ortofonourez, un Aesh(ez) skolaj hag ur c'helenner skolaj-lise. Diouzh o micher o deus ur mod disheñvel da "gompren" ar skol ebarzhus ha da lakaat an doare ober se da dalvezout. Ne vez ket anat teurel evezh ouzh ezhommoù pep den yaouank pa ouezer pegen niverus eo ar c'hlasoù skolajidi. Met daoust d'ar skoilhoù niverus a zo war o hent int youlek holl da stourm evit gwellaat "ar skol evit an holl". Sañset 'neus c'hoant ar c'houarnamant lakaat da briorite an aesaat diouzh an ampech padal ne z a ket war wellaat stad ha kondisionoù labour ar re a ra war-dro ar skolioù ebarzhus.
Gant Karolina.


Beaj skol skolajidi Landerne ha Sizun.

Beaj skol skolajidi Landerne ha Sizun.

11/06/2026

E miz Meurzh eo bet skolajidi Meskoad Landerne ha skolajidi Traoñ an Elorn Sizun betek Roazhon.
Ar veajig-se, e kêrbenn Breizh, a zo bet an digarez evito da welet lec'hioù anavezet e Roazhon, da gaout prantadoù amzer plijus ha da anavezout gwelloc'h o c'hamaraded.
Gant Karolina.


Ar festival "Klavieroù er menez" a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun

Ar festival "Klavieroù er menez" a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun

11/06/2026

Olwenn Gilbert eus skipailh aozañ ar festival "Klavieroù er menez" a ginnigo programm ar gouel a vo aozet e-pad an dibenn-sizhun e Sant Riwal.


Abadenn radio liseidi Tristan Corbière Montroulez 2.

Abadenn radio liseidi Tristan Corbière Montroulez 2.

02/06/2026

Deomp dezhi gant an eil abadenn! Kontañ a ra liseidi Tristan Corbière deomp peurrest o beaj. Goude bezañ bet o pourmen e Bala hag er menezioù ez eont bremañ war-zu Cardiff.


Abadenn radio lisedi Tristan Corbière Montroulez 1.

Abadenn radio lisedi Tristan Corbière Montroulez 1.

02/06/2026

Penn kentañ miz Ebrel o deus bet tro liseidi Tristan Corbière Montroulez da vont da veajiñ da Vro-Gembre. Evit kontañ o beaj deomp z 'eus bet savet un abadenn radio ganto. Selaouomp o labour!


Gouel ar c'hoarioù a vo dalc'het disul e Lesneven

Gouel ar c'hoarioù a vo dalc'het disul e Lesneven

29/05/2026

Jañ-Luk Moal eus ar gevredigezh C'hoarioù kilhoù bro Leon a ginnigo "gouel ar c'hoarioù" a vo dalc'het disul goude-lein e Lesneven
Un taol sell ouzh deiziataer festoù-noz an dibenn-sizhun


A corps heureux gant Helene Conan.

A corps heureux gant Helene Conan.

29/05/2026

Nevez en em lakaet war ar vicher yogathérapeute eo Helene Conan. Penaos ober evit adkavout ar sioulder, ar fiziañs ennomp ha bezañ mat er c'horf hag er spered? Dre ar yoga hag ar yogathérapie marteze. Ar yogathérapie a c'hell ivez skoazellañ klañvourien, sikour anezho da harpañ aesoc'h dre o c'hleñved, da zisteraat efedoù kleñved ha louzeier.
Gant Karolina.


Kenliorzhañ e Logonna.

Kenliorzhañ e Logonna.

22/05/2026

Hiziv emaomp e Logonna gant Gwenole Korneg ha Tristan Kerdraon. Un tamm douar o deus er barrez hag ez eus bet savet c'hoant enno ober ul liorzh hag a vo labouret gant tud all. Digor eo an abadenn d'an holl dud a fello tostaat , digor da gement den no c'hoant mont da liorzhañ ganto. Dre ma z'aio an traoù war-raok 'vo gwelet ganto piv 'deuio ha petra da ober ouzhpenn liorzhañ. An neb a garo a c'hello kinnig tra pe dra, soñjoù a bep seurt evit plijout d an holl.
Evit gouzout hiroc'h [gwaloe29@hotmail.com] (mailto:gwaloe29@hotmail.com)
Gant Karolina.


War roudoù Prosper Proux ha Charlez Rolland 2.

War roudoù Prosper Proux ha Charlez Rolland 2.

21/05/2026

Greomp ton adarre da barrez Gwerliskin. Gwerliskin, bro ar c'hanaouennoù hag ar barzhonegoù! Fañch an Uhel hag Anatole ar Braz 'oa bet betek Gwerliskin evit klevet ha dastum kanaouennoù digant tud ar barrez. Kendalc'homp gant ar bourmenadenn da zispenn roudoù Prosper Proux ha Charlez Rolland da heul Jean Pierre Quere ha Sylvain ar Rouz.
Gant Karolina


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ