Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Hentad al lin e Penn-ar-bed

Hentad al lin e Penn-ar-bed

28/09/2023

Un abadenn diwar-benn hentad al lin e Penn-ar-Bed gant :
- Paul Salaün, Ernest Gereec hag Andre Henry eus ar gevredigezh Ploun' Patrimoine a zo o kempenn ur c'hanndi kozh e Plouneour-Menez
- Jonathan Kren a ginnige gweladennoù heñchet eus un uzin da broduiñ lin e Landerne. Kaset e oa an abadennoù-se gant Ti ar vro Landerne Daoulaz e-pad an hañv.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Loeiza-Vari ar Rouz Kampionez Stadoù-Unaned Basket!

Loeiza-Vari ar Rouz Kampionez Stadoù-Unaned Basket!

27/09/2023

Div wech eo bet Loeiz-Vari ar Rouz kampionez Stadoù-Unaned ar skolioù-meur basket! Daou vloaz zo emañ o studiañ ha c'hoari basket war gador-ruilh gant Skol-Veur Alabama 'ba Tuscaloosa. Ouzhpenn c'hoari basket gant he skol-veur emañ... E-kerzh an hañv 'noa kemeret perzh 'ba kampionad Europa gant skipailh Frañs 'ba Rotterdam... Mestrez eo Loeiza-Vari da c'hoari basket sur deoc'h met plac'h Lambaol-Gwitalmeze zo barrek war ar studioioù ivez... Goude bout tapet un aotregezh war an AES emañ gant an eil bloavezh master war ar Management... Hiroc'h zo da c'hoût war Loeiz-Vari bremañ. Enrollet e oa bet gant Erwan Blanchard. Skignet eo bet ar pennad-kaoz e-kerzh abadenn Trouz er gêr bet kinniget gant Karolina Ruffle. Tan dezhi!


Gwarez filmoù Breizh gant Mevena Guillouzic-Gouret

Gwarez filmoù Breizh gant Mevena Guillouzic-Gouret

19/09/2023

Da geñver devezhioù ar glad e oa bet kinniget gweladennoù heñchet e Gwarez filmoù Breizh. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar pezh a vez great gant ar filmoù a zo bet fiziet ennañ. Mevena Guillouzic-Gouret a labour eno a zispleg hiroc'h deomp.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Ograoù ha koc'hu Ploueskad gant Gérard Cornillet

Ograoù ha koc'hu Ploueskad gant Gérard Cornillet

15/09/2023

Seniñ a ra Gerard Cornillet an ograoù e iliz Sant Pêr e Ploueskad. Ur weladenn heñchet a oa bet kinniget gantañ evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar benveg-se. Ha war un dro en deus displeget istor ar c'hoc'hu a zo e-barzh ar gummun, unan e-touez ar re goshañ e Breizh.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Cie Pluenn & Festival Panoramas

Cie Pluenn & Festival Panoramas

14/09/2023

"La Belle vie"a zo abadenn gentañ ar strollad"Pluenn". Un abadenn savet diwar barzhonegoù skrivet gant Klariz Bailleul .
Klevet 'vo ivez ur pennad-kaoz gant Julien Marzhin diwar-benn festival Panoramas a vo e Montoulez .
Gant Karolina


30 vloaz Ti menez are & Atalieroù ar Stal e Plouneour-Menez

30 vloaz Ti menez are & Atalieroù ar Stal e Plouneour-Menez

13/09/2023

---Abaoe 30 vloaz e kinnig Ti menez are gouzout hiroc'h diwar-benn an endro hag an natur e Brasparzh. Stefan Merrer, rener ar greizenn a zisplego istor ar greizenn deomp.
---E eil lodenn an abadenn e vo klevet Angelina Beauvir a zo o terc'hel ostaleri STAL e Plouneour-Menez. Kinniget e vez atalieroù artizanerezh eno ivez. Solen Lesouef 'zo e karg eus un atalier engravañ.


Krapat er gwez gant Alexandre Masson

Krapat er gwez gant Alexandre Masson

13/09/2023

E-pad an hañv e ginnig Alexandre Masson pignat ouzh ur wezenn fav a-drugarez da gerdin en Uhelgoad. Ar buhezour-natur en deus krouet e embregerezh Merzhin Nature daou vloaz 'zo.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


liz Sant Servez & un atalier da sevel loaioù koad

liz Sant Servez & un atalier da sevel loaioù koad

07/09/2023

Lodenn gentañ an abadenn 'vo gouestlet da oberennoù Yan' Dargent e iliz ha chapel Sant-Servez. Displegadennoù gant Ronan Hirrien.
Goude-se e vo graet anv eus un atalier bet kinniget e Sant Riwal da ziskouez d'an dud penaos ober loaioù koad. Klevet 'vo Gweltaz Duval-Guennog ha Gabriel Moulleg.
Gant Karolina


Mirdi Yan' Dargent gant Ronan Hirrien.

Mirdi Yan' Dargent gant Ronan Hirrien.

29/08/2023

Mirdi Yan' Dargent oa bet digoret e 1991 e Sant Servez a-drugarez da Jean Berthou zo aet da anaon e miz Kerzu bloaz paseet.
Kenderc'hel a ra ar mirdi da vevañ a-drugarez da dud kevredigezh "mignoned mirdi Yan' Dargent".
Baleadennoù heñchet a zo bet kinniget 'pad an hañv gant Ronan Hirrien.
En abadenn hiziv 'vo klevet muioc'h diwar-benn al livour Yan' Dargent met ivez diwar-benn Jean Berthou, bet merour ar mirdi.
Ronan Hirrien gant Karolina.


Ar Roue Arzhur gant Strollad ar Vro Bagan.

Ar Roue Arzhur gant Strollad ar Vro Bagan.

07/07/2023

"Ar Roue Arzhur", pezh c'hoari nevesañ Strollad ar Vro Bagan, skrivet ha leurenniet gant Goulc'han Kervella
Un abadenn tan ha kurun gant tudennoù hag anevaled dreist-naturel, dañsoù, emgannoù....
Gant Karolina.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ