Hiziv eh omp get Marsel ar Mancq ganet e Langedig e 1947. Env ' deus labouret e Kef ar labour-douar a-tro e vuhez hag hiziv an deiz ema é chom en Ardeven. Ni ' gomzay ag e vuhez. Sonennoù : Tapit din ma mouched - Ruzerion Traoué Ar vamm-gaer - Ruzerion Traoué Tatanka - O'tridal Kronikenn : Ag ur gomz d'un all - Ar gomzerion festoù - 24.10.2017
Hiziv eh omp get Marsel ar Mancq ganet e Langedig e 1947. Env ' deus labouret e Kef ar labour-douar a-tro e vuhez hag hiziv an deiz ema é chom en Ardeven. Ni ' gomzay ag e vuhez. Sonennoù : Fest Vras Kergohann Nend eus ket mui moiand - Tri Pichon Noz Daoulagad ar Stourmer - Rhapsoldya Kronikenn : Ag ur gomz d'un all - Ar gomzerion festoù - 24.10.2017
Jean ar Floc'h ' zo ganet e Sant Jorj e parrez Kervignag. Sant Jorj ' zo ur gêr troc'het dre an hanter get ur wazhig, ur lodenn anezhi ' zo e parrez Kervignag hag an arall e parrez Lostenk. Jean ' zo bet meliner betag e 27 vlez hag env ' zo aet da labouret àr ur bulldozer goude. Hiziv e komzahemp a-zivoud ar skol hag an c'hoarioù Sonennoù : Daomp d'an Elize - Trouzerion E-menn e kavin-me ur pasajer - Yann Fanch Kemener Bloaz Nueve - Heptaphonik Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - Kollet eo an amzer da vonet àr droad - 18/09/1976
Penaos 'veze groet ar botoù-koad gwezharall ? Pep tra displeget get Jean Strugeon ag ar Gemene, enrollet e 1989, Manu Robin, a Seglian, erollet e 1994 ha Jean Le Mentec a Prizieg enrollet e 1994. Tonioù ho peus klevet : - Joseph Jan : Er Sabotour Koed - Wipidoup : Bottin cherche Bottine - Yves Quigno : Er botour Koed - Storlok : botoù koed tredan