Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Kreiz Mintin - Gilbert er Fe - Kervignag

Kreiz Mintin - Gilbert er Fe - Kervignag

26/08/2026

Kaer oe an amzer an deiz-sen. Ha ni oe gozik àr vordig ar Blañhoeh. Plijus oe ha ni'beus komañset da gaojal, an daou vikro àr an daol, an añrejistrour ivez. Lañset mat oemp hon daou ha ni'beus kaojet a-ziàr benn ur bochad traoù get Gilbert ar Fe da Gervignag. Hag àrlec'h gozik un hanter euriad em eus remerketne oe ket bet lañset an añrejistrour ! Ken interesus a oe am boe ankouet. Ale Gilbert !! Damp en dro ! Hinnezh en deus kaojet a-ziàr ar c'han, ar strollad "An Dastumerion", repertoar Kervignag.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Gilbert er Fe 02 - Fulub Vouadeg 02

Kreiz Mintin - Gilbert er Fe 02 - Fulub Vouadeg 02

26/08/2026

Achiv eo an amzer gaer ! Glav, un tammig. Pas re met trawalh da zouriñ ar jardinoù ur sort ! Ar sizhun baset a oe gozik an hañv. Me'm eus anrejistret traoù etre koedoù Pontkelleg hag ar Blañhoeh. Damp neuzen da selaou an atersadennoù get Gilbert ar Fe ha Fulub Vouedeg. Kojamp neuzen àg ar c'han hag àg an evned.
Muzik :
Jean-Michel Veillon - Ar Miliner
Subcarpati - Hora Exacta
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.


Kreiz Mintin - Kontadennoù ar C'han ar Bobl

Kreiz Mintin - Kontadennoù ar C'han ar Bobl

26/08/2026

Bleidi, ramzed, sorserezed, prinsezed ! Dalc'het 'peus soñj àg an istoerioù a veze kontet deoc'h pa oec'h yaouañk ? Istoerioù kontet get ho tud sur-awalh pe ho tud kozh. Lennet e vezent ba levrioù. Met c'hwi ouia ivez e vez c'hoazh kontet istoerioù kozh get tud zo er vro ! Marsen ho peus bet ar boneur da vont div sizhun 'zo tre beteg Pondi eit finale ar C'han ar Bobl. Me oe miñ du-sen ha laket 'meus un anrejistrour ba sal ar gontourion. Setu ar pezh am eus klevet.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Jorj Botuha - Laoulan

Kreiz Mintin - Jorj Botuha - Laoulan

26/08/2026

Ar vordig ar Skorff emañ e atalier. Ur lec'h trankil. Nameit trouz ar mekanikoù pe son ur vombardpe kani ur poc'h binioù. Hinnezh emañ ba e retret met labourat a ra c'hoazh un tammig. Ha eñ en deus graet ur bochad eit muzik ar vro. Oet on tre beteg Laoulan eit kaojal get Jorj Botuha ha ni'beus bet bourrabl è laret kaer a-zivout e vicher, muzik ar vro ha traouigoù-erell.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Kontadennoù ar C'han ar Bobl 02

Kreiz Mintin - Kontadennoù ar C'han ar Bobl 02

26/08/2026

Trezorioù, ramzed, prinsez, azen pe kazh botet c'hoazh ! C'hwi ouia mat dija ! Aboe hor bugaleaj e vez anavet mat toud an traoù-sen. Dre an c'hontadennoù. Kontet a veze an istoerioù-sen durant ar filajoù en amzer gwezherell. Tro dro d'an oeled. Daou pe dri rummad àr an dro. Chanjet eo bet an traoù a-hd an amzer ! Ne vez ket graet filaj 'bet ken. Kontet vez kentoc'h àr ar leurennoù. Bep blez e vez ur c'hoñkour anavet mat er vro, kani ar C'han ar Bobl. Laket am eus un enrollour er blez-man eit plomiñ ar pezh zo bet kontet get an dud. Pader istoer vo neuzen.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Charly Vouadec - Melonn 02

Kreiz Mintin - Charly Vouadec - Melonn 02

26/08/2026

C'hwi ouia dija, ar ster Ele a ra an disparti etre ar vro pourlet hag ar vro Chtou. Damp d'ar vro pourlet neuzen, da Velonn. Eh imp ur wezh ohpenn get Charly Vouedeg. Hinnezh 'neus kaojet geniñ a-ziàr ar skol, ar brezel ha traoù-erell. Setu neuzen eil lodenn un atersadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.


Kreiz Mintin - Ar c'hwartet Tewenn

Kreiz Mintin - Ar c'hwartet Tewenn

24/08/2026

Eit ur wezh n'on ket chomet ba Bro Gwened eit gober an atersadenn-mañ. Oet on tre beteg Poullaouenn eit rañkontriñ sonerion. Ur sonadeg oe kanniget ba un davarn duhont. Ur sonadeg get ur strollad nevez. Ur c'hwartet neuzen, get Gildas Buhe, Glenn Merdy, Philippe Gloagen ha Pierrick Tardivel. Ni'beus keneret un tammig amzer ba Tavarn ar C'hariboù eit kaojal. Displeget eo bet diñ petra eo ar strollad-sen, pesort muzik vez kanniget gete ha petra eo spered ar strollad.
n abadenn kanniget get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Monig ar Boulc'h, chapelioù Bubri

Kreiz Mintin - Monig ar Boulc'h, chapelioù Bubri

24/08/2026

Fin Mae ! Ba fin ar sizhun-mañ e vo ur pardon bras er vro pourlet. Ur pardon hag a zo daet da vout ur fest vras, ur fest a bouiz eit sonerion ar vro. A goste d'an overenn ha d'ar predision e vez organizet ur c(hoñkour sonerion daou-ha-daou hag ur c'honkour eit ar zañserion. Ma'meus graet abadennoù Kreiz Mintin dija a-zivout ar pardon-sen : kani Sant Iwan Bubri neuzen organizet tro dro d'ar chapel. Koste Bubri e vez kavet meur a chapelioù ha me am boe c'hoant da ouiet hirroc'h a-zivout ar chapelioù-sen. Oet on da welet Monig ar Boulc'h neuzen ha ni beus kojet a-ziàr ar chapelioù, ar zent ha toud an traoù. Ha ba fin an abadenn-mañ evo klevet un istoer Yann ar Baluc'henn kontet get Daniel Doujet.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Aimé Kergueris 01

Kreiz Mintin - Aimé Kergueris 01

24/08/2026

Ag un dachenn vihañ ba tal ar vourc'h tre beteg Paris ha d'an Asamble Nasional. Oet on da atersiñ Aimé Kergeriz. Hinnezh oe anavet er vro ha bermañ eméñ ba e retret. Maer Pleheneg oe bet, kuzulour an departamant ha depute de heul. Durant an abadenn kreiz Mintin-mañ e vo kontet deomp toud an traoù geton : e vugaleaj durant ar brezel, e skolaj, e vuhez labour. Ba fin an abadenn e vo ur gronikenn Yann ar Baluc'henn kontet get Daniel Doujet hag Anaik Lukas hag un istoer farsus da heul. Tapit ur gadoer, un tasad kafe, lakit ar c'hi ba porzh eit bout trankil.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Aimé Kergueris 02

Kreiz Mintin - Aimé Kergueris 02

24/08/2026

Ola Natali ! Sur-awalh eh oc'h é lakaat ho potoù hag ho chupenn eit mont da labourat ! C'hwi ho po un tammig amzer ba ho oto eit selaou an abadenn Kreiz Mintin-mañ. Sur afond ! Ho oto emañ nevez ha sur e vez an DAB+ ba ho ^post radio ha neuzen e vo aes da selaou get ur son a galite. Neuzen e vin c'hoazh get Aimé Kergeriz da Bleheneg. Ni beus kaojet a-zivout ar bolitikerezh, ar brehoneg, buhez an dud hag a-zivout un asosiasion ba Pleheneg. Ba fin an abadenn e vo ur gronikenn Yann ar Baluc'henn hag eit achiv toud e vo ur gronikenn-erell get Herri er Borgn a-ziàr brehoneg ar Skorff.
Un abadenn Kaset da benn get Jañlug er Mouel.


Da-heul Diwezhañ