Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Kreiz Mintin é béw : Dalc'hamp da gomz brezhoneg !

Kreiz Mintin é béw : Dalc'hamp da gomz brezhoneg !

11/12/2025

Dalc'hamp da gomz ag hor langaj-ni hiziw, asambl get 4 paotr yeùank é téskeiñ hag é véweiñ é brezhoneg : Samuel, Tangi, Jeremy ha Corentin !
Perek déskeiñ brezhoneg hiziw ? D'ober petra ?
Muzik : Endro ft. Piala Louis / Storlok / Plouz&foen / I draw slow
Kampennet get MMCrahe
Animet get JañLug er Mouel ha Maxime MC.


Annick Poulelaouen ha Geneviève le Buhé 2/2

Annick Poulelaouen ha Geneviève le Buhé 2/2

11/12/2025

Un droiad etre Mendon ha Belz, é komz ag an amzer baset, ar brezhoneg, ar vuhę gwerall, ar bouéd ...
Gwraet get Maxime Morvan Crahé


Annick Poulelaouen ha Geneviève Le Buhé  1/2

Annick Poulelaouen ha Geneviève Le Buhé 1/2

11/12/2025

Un droiad etre Mendon ha Belz, é komz ag an amzer baset, ar brezhoneg, ar vuhę gwerall, ar bouéd ...
Gwraet get Maxime Morvan Crahé


Kreiz Mintin é béw : Istimamp hor langajeù-ni !

Kreiz Mintin é béw : Istimamp hor langajeù-ni !

11/12/2025

Istimamp hor langajeù-ni !
Komz brezhoneg ér bed-mañ hiziw an dę zo un akt a-rezistañs : Penaos déskeiñ ? Pesort brezhoneg ? Get piw kôjal , get piw déskeiñ ?
Kronikenneù hag atersadenneù
Muzik : A.Stivell / an Hoerezed Goadec / Kneecap
Kampennet get MMCrahe
Animet get JañLug er Mouel ha Maxime MC.


Kreiz Mintin - Anne-Marie Gloagen - ar Gouren 01

Kreiz Mintin - Anne-Marie Gloagen - ar Gouren 01

10/12/2025

"Lamm", "fazi", pe c'hoazh "kostin" !Klevet peus dija ar pojoù-sen ? Marsen oc'h oet da welet ur c'hrogad gouren benak. Oet on tre bedeg Langoned da welet Anne Marie Gloagen. Honnezh rae àr dro ar skol gouren ba'ar Faoued. Ni beus kaojet a-zivout
he istoer get ar gouren
ar reolennoù ha traoù-erell
da heul e vo un archivenn vihan a-zivout un diskoezhadenn organizet ba Bubri30 vlez'zo tro dro an hoarioù a Vreizh.
Tosteit d'ar post ha komañsamp an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Muzik :
Edouard Le Sausse - ar Gourennour
Bertrand Belin + Camilia Jordana - Les Beaux Gestes
Fcuker - Play Me
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 03

Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 03

08/12/2025

Demat Martin ! Tapit 'peus ho tamm chokolad ba ho teiziataer an Avent ? Ben ya... taostaat a ra Nedeleg. Marsen peus komañser da laourat. Grit un dihannig geneomp. Ni chomay àr an dro eit un euriad. Ba an abadenn Kreiz Mintin-mañ e vimp
da getañ toud get Daniel Urvoy a Langoned
da heul e vo klevet fin un archivenn get Paskalin er Rouz àg an Ignel
hag eit achiv e vo klevet ur gontadenn savet àrlane get bugale Skol Marie Lefranc a Surzur
Ajit neuzen ! Marsen ba tal an oeled. An abadenn a ya da gomañs.
Muzik :
Marie Helene Poupon-Tonnerre - Du thé du café
Fleuve - fisel
Valérie June - Rollin' and Tumblin'
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Trezolioù Kreiz Mintin - Paskalin ar Rouz

Trezolioù Kreiz Mintin - Paskalin ar Rouz

05/12/2025

Petra dalve bout maintour en amzer gwezherell ? Setu neuzen un archivenn un abadenn anrejistret ba 1994 get Monig er Boulc'h. Familh Paskalin er Rouz oe chomet durant 300 vlez ba'ar memes lec'h, ba'ar memes tachenn. Honnezh a zisplega neuzen :
droedoù ha deverioù ur maintour
e vuhez àr ar pamdez
ha traoù-erell
Ale ! Ariv eo yen an amzer. Tosteit d'ar fenestr, kemerit ur plaid, selaouit a-dost. Ur vrav a archivenn eo. E selaou eh oc'h Trezolioù Kreiz Mintin.
Muzik :
Pascaline le Roux - Un Deiz é Pourmiñ
Kae Tempest - Prayer to Whisper
Argatu - Sa Jucam
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 02

Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 02

03/12/2025

Demat deoc'h Alis ! Komañset peus ho tewezh aboe pell dija ! An dra-sen a ouian mat. Ar vugale d'ar skol, kavet ur blasenn eit an oto ba kreiz an Oriant, digoriñ ar stal... Toud an traoù kwa. Eurüzamant peus laket ar radio ha moeiañ vo deoc'h selaou an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Da gomañs e vimp get Daniel Urvoy doc'h Langoned
Da heul e vimp doc'h tu Karaez eit kaojal a-zivout an Espas Glenmor. Un archivenn anrejistret 30 vlez zo.
Eit achiv e vo un atersadenn get François ar Rouz doc'h Ploe
Neuzen Alis e vo berr ho mintiniad é selaou an abadenn Kreiz Mintin-mañ, é selaou Radio Bro Gwened
Muzik :
Annie Ebrel - An amourouzian seizh vlez
Pascaline Le Roux - An Evn Bihañ
Las Petunias - Agota la suerte
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Trezolioù Kreiz Mintin - Anna Jan - Betelame

Trezolioù Kreiz Mintin - Anna Jan - Betelame

28/11/2025

Betelame ! Plij a ra deoc'h selaou ar re ansion é kaojal mod ar vro ? Setu neuzen deiz an abadenn Trezolioù Kreiz Mintin. Kavet 'meus un archivenn anrejistret ba Betelame. Monig er Boulc'h 'noe anrejistret Anna Jan. Kaojet vo neuzen
a vourc'h Betelame
an dilhad paizant
ar chapelioù
Ale ! Un tokarn àr ho tiskouarn. Selaouit a-dost ! E selaou eh oc'h Trezolioù Kreiz Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ.
Muzik :
Acid Arab - Atlas
Anna Jan - Me gred me
Greentea Peng - Green
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Anne -Marie Colomer 03

Kreiz Mintin - Anne -Marie Colomer 03

26/11/2025

Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
A vordig ar Laita tre bedeg norzh ar vro pourlet. Set ar voiaj hag a vo graet geeomp hiriv.
Da getañ toud e vimp c'hoazh get Anne-Marie Colomer da Glohar. Ni beus kaojet àg ar brezhoneg, ar c'ovid ha kanennoù ar vro.
Da heul e vo klevet Marivoone er Fur da St Tudal. Kaojet vo a chapel Sant Ouen.
Ajit àr ho sofa ! Serrit ho taoulagad. Chomit trankil. An abadenn Kreiz Mintin a ya da gomañs.
Muzik :
François Le Tallec - Boked Roz
Roland Perron ha Anne-Marie Colomer - Gavotte mod an Aven
Larkin Poe - Hard Time Killing Floor Blues


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ