Demat Christophe ! Tostaat a ra miz an Aven. Ur bochad traoù zo d'ober ba'ar jardin hiriv sur a-walh ! Grit un dihannig geneomp. Arriv eo eur Kreiz Mintin. C'hwi yay d'ar jardinen dro a-benn un euriad.
Da getan e vimp get Mathieu André. Hinneezh a ra Hockey dindan an dour
Da heul e vo eil lodenn un atersadenn get Anne-Marie Colomer
Eit achive vo un archivenn. Erwan er Pimpeg a gaoja àf e voiajda Gampuchea
Tosteit ! Posit ho potoù koed. E selaou eh oc'h Jañlug er Mouel hag àr RBG emañ.
Muzik :
Nu Genea - Marechia
Jean-Louis Le Vallegant + Daniel Miniou - Gavotte de l'Aven
Jeanne Cherhal - L'eau
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.
Broioù estren ! Doc'h an tu-rell àg an Laita pe d'ar skorff.... ur brezhoneg mod Kerne sur afont met get livioù mod gwenedeg.
Ale ! Eit an abadenn Kreiz Mintin-mañ hag eit komañs ar sizhun on oeit da welet Anne-Marie Colomer da Glohar.
Da heul e vo un atersadennkaset da benn get Karoline Trouillet. Kaojet vo àg an hokey didan an dour
Eit achiv e vo un archivenn. Monig er Boulc'h oe oeit tre bedeg an Arzhanoù eit atersiñ Melani ha Simone Le Folgoc.
Mall eo komañs neuzen ! Tapit un dasad chistr. Ajit ba tal an oeled. Ni ya da bas un euriad àr an dro. E selaou eh oc'h Jañlug er Mouel eit an abadenn Kreiz Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ.
Muzik :
Skolerezig Kemperle - ...
Ar chistr nevez - Simone Le Foulgoc
Me zo ganet e-kreiz ar mor - Didier Squiban ha Y-F Kemener
Ubac - Superparquet
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Kentañ emision sawet get archiveù a-ziàr an ognon :
Eliza Evenno a Velz aterset get hé merc'h-vihan Marie-Laure Groix, asambl get Monig er Boulc'h
Job & Emma Ezanno a Velz ateerset get Loaiez Konan (tamm kentañ)
Penaos gober souben ognon get Mari Gwegan, aterset get Monig er Boulc'h
Sonenneù ha Muzik : Pier er Floc'h / Morwenn Le Normand & Ronan Pinc / Radigon Stefano / ur vandennad bugale / Alice Reine / N'Diaz
Kampennet get Maxime Morvan Crahé
Kreiz Mintin é béw, spesial Radiodoñ hiziw :
Daet eo Loeiz Beleg da gomz demp ag ar Radiodoñ, ha penaos 'oe daet choñj dehoñ àr-lerh un asamble radioieù tolpet é Montreal !
Lârereħ- kaér, reportajeù koħ, jingleù farsus sawet éspres-kaér aweit ar Radiodoñ !
Kampennet get Jañ-Lug er Mouel
Animet get Jañ-Lug ha Maxime
Klap ! Troc'hit ! Ba'ar voest emañ ! Gwelet 'peus dija un ekipad sinema é labourat àr ur film ? Hiriv e vo displeget deoc'h tout an traoù-sen.
Eit an abadenn Kreiz Mintin-mañ on oet da welet Fanny Chauffin ba'an Arzhanoù. Kemer a ra perzh ba'ur festival filmoù berr : ar Festival Faltazi.
Da heul e vo klevet un archivenn. Loeiz Konan en doe aterset Mathurin Le Trionaire. Hinnezh en doe labouret eit ur filmdurant e gonje ba Aljeri.
Ale ! Tapit ho kadoer produour ! Un dasad kafe. Mall eo komañs an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Muzik :
Jean-Charles Guichen - Panorama
Gevende - Denizdeyim
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel
Un euriad é varbotat get Ange er Gow a Velrand : an amzer gwerall, ar sonenneù... Person Me ... klaħ mamenneù, ... diskontereħ, ...gouiet an amzer doħ ar loer hag an heaol, ... Nedeleg gwerall, an hoarieù 'veze gwraet er pradeùiér hag ér parkeùiér : melinieù-deur, fornieù bihan, tennez, skawenneù, brakuilhat/bastrailheiñ, ... goureneù...
Kanenneù :
Mab ar c'hloher a vorh Melrand lâret é mar a feson get : Bernadette Tangi, Claude er Gallig (?), Mari Gwegan, Jojeb er Borgn
Kani Pichon Lovedan, a-beħ, get A Bouez Penn
Gwraet ha kampennet get Maxime Morvan Crahé
Demat Kristian. Oet oc'h dija da bourmen ar c'hi ? Daet oc'h en dro, komañset 'peus da ivet ur mugad kafe tiomm, ha laket 'peus ar radio. Chañs 'peus : komañs a ra an abadenn Kreiz-Mintin-mañ.
da getañ toud e vimp get Monig er Boulc'h. Honnezh zo oet da seremoni Kolier an Erminig
da heul e vimp get Enora Molac ha Neshka doc'h tu Melrant
eit achiv e vo un archivenn. Marsel Kama Vegnen oe é kaojal get Monig er Boulc'h.
Muzik :
Slomosa - Dune
Anne Auffret - ar sorserez
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel
Demat deoc'h Arsene ! Ba ho oto eh oc'h. Oet oc'h da bourmen er c'hoedoù. Re sec'h eo an amzer ha, neuzen, kabell toseg ebet !!! Ne vo ket kollet ho tevezh neoazh. Kit d'ar ger en dro, lakit ho post radioha chomit genomp eit an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
eit komañs e vimp get Therese ar Rouz ha Pierrette Kouaher a Bloe.
da heul e vo un archivenn un abadenn anrejistret get Monig er Boulc'h ba Begnen.
eit achiv e vimp get Jean-Michel Mallarde eit kaojal a-zivout ar chistr hag ar lagout
Arivet oc'h er ger ? Lakit ar son kreñvoc'h. Ajit ba ho kanape. Ar radio Bro Gwened eh oc'h
Muzik :
Newage - Sleepazoid
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel
Un tammig ispisial vo an abadenn Kreiz Mintin-mañ. Me 'garehe inouriñ un den. Ha geniñ-me e vo tud Radio Bro Gwened. Loeiz Konan zo oeit diwener paset d'ar bed-erell. Hinnezh oe bet animatour ba'hor radio adal 2000 bedeg 2009. Animatour an abadenn Kreiz Mintin oe hag eñ en deus graet ur pezh a labour.Kavet am eus ba archivoù ar radio un abadenn enrollet get Marie-Laure Groix. Trugarez deoc'h Loeiz.
Demat deoc'h Lusi ! Ar merc'her eo ! Ho tro eo d'ober àr dro ar vugale. Moeian zo deoc'h hen ober en ur selaoù an aabadenn Kreiz Mintin-mañ. C'hwi peus ket meit prepariñ un hoari ba tal ar post radio...
da getañ e vo klevet un atersadenn get Jeanne Chevrel. Oet oe da atersiñ Mariline Pollet
da heul e vo un archivenn RBG. Aterset vez Marsel ar Gouic. Eñ oe miliner.
eit achiv e vimp get Therese ha Pierrette ba Ploe.
Muzik :
Sleaford Mods ft Gwendoline + Big Special - The Good Life