Un abadenn ispisial hirier a-ziàr div vicher gozh : marchal ha hechennour get Tanguy Hilaire, a Velrand enrollet e 1992, Melrand ha Henri Chanony, a Neulieg, enrollet e 1991 Tonioù : - Jean-marie fravallo dastumet get patrick malrieu : An henchennour - Constant Malardé : an evnig ros - Planchée : La forge - Jacky Molard Quartet : marche de ceux qui s'en vont
Ganet eo Maoris e Pariz met env ' zo bet desavet get e vamm-gozh e Porzh-Loeiz. Komzamp ag e vuhez ! Sonennoù : -Dait-c'hwi genin berjerenn, Nana ar Louer -Evnig dre zan d'ar bod, Nana ar Louer -Da betra mont da servij o bro, Loeroù Ruz -Gwerz marv Jorj Jackson, Storlok Istoer : Penn-pater Mari, Therese Kere Kronikenn : Job ar wirionez ha Job ar gaouier 18/01/1975
Monique doa aterset Marie-Louise Trécant e 1992 aveit komz ag ar yezh implijet get ar gemenerion aveit chom hemb bout kompernet get ar pratikoù. Monique a zistrein àr an abadenn-se. Tonioù : Yann Fañch Kemener : Ar c'hemener Marie Guégan : Er hemener Marcel Hybois : Tri hemener a Bondivy Regis Huiban : Tamm Ketan
Ni 'yay da goajl a-ziàr ar Jiboes get René Le Sénéchal, jiboesour e Lokoal Mendon Tonioù : - Trouzerion : Tri dé é on bet é jiboés - Pierre Bihoué ; Disul vintin, jiboes ar c'had - Etienn pallec : me ho suppli jiboeserion - Job Harnay : er jiboesaour - Jacky Molard Acoustic Quartet : Pifarello
Ganet eo Maoris e Pariz met env ' zo bet desavet get e vamm-gozh e Porzh-Loeiz. Komzamp ag e vuhez ! Sonennoù : -Barzh er ger-ni a zo ur vrav a famelenn, Madelen Jouannoù -Me 'm eus frekantet ur vrestrez, Nana ar Louer -Merc'heg Pleheneg, Morwenn an Normand ha Ronan Pinc Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - Goerin ar saout mod Pariz - 22/03/1975
Hiziv eh omp get Marsel ar Mancq ganet e Langedig e 1947. Env ' deus labouret e Kef ar labour-douar a-tro e vuhez hag hiziv an deiz ema é chom en Ardeven. Ni ' gomzay a Bardon ar Seizh Sant hag ar Jenealoji. Sonennoù : Ar Baverioù Pariz - Pierre ar Floc'h Ar perc'hindour - ? Sarri Sarri - Kortatu (Bro Euskadi) Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - Get ar yod - 25/01/1975
Hiziv eh omp get Marsel ar Mancq ganet e Langedig e 1947. Env ' deus labouret e Kef ar labour-douar a-tro e vuhez hag hiziv an deiz ema é chom en Ardeven. Ni ' gomzay ag e vuhez. Sonennoù : En Amzer gozh - Job Harnay Evamp chistr ha sonamp - Eugène Le Goarin Hunvreoù Merglet - Krismenn Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - 15/05/1976