Ne vo ket festival An Arwen e Kleg ar blez 'mañ ha moarvat oc'h dipitet c'hwi ha rac'h... Evit ho tiboeniñ un tammig, damb ar gul e 1992 get tud aterset durant ar festival : Eric Guegan, Yann-Fañch Kemener, Solange Dreano, Albert Peresse, Lors Jouin, Louis ar Gourriellec. . Tonioù : - Barzaz : Bod - Dour Le Pottier Quartet : Wìchi - Couriaut & Loutout : Laride 8 temps - Barok : Menued ar rouanez - Talec/ Noguet : Nozvezh digousk
Dalc'haomp get ur vicher 'rall hiziv ! Micher an toer-plouz. Tout an dud e klevahet durand an abadenn ' zo bet aterset da Monique ar Boulc'h. Ni ' gomansay get Louis Conan enrollet e Langedig er blez 1990, goude e vo Pierre Allain aterset e Pluverin er blez 1992 ha ni ' glozay an abadenn get Auguste le Paih enrollet er blez 1992 e Kamorzh. Sonennoù : - Kupla - Owls of the night - André Drumel - Joaius ' oa he c'halon-baour - Fill-iù o ro hù o - Hamon Martin Quintet & Basel Zayed - Sous l'arbre - Julie Fowlis - Hug Air a' Bhonaid Mhoir - Mikael Rose - warrior
Kleg 'neus bet ar stadud Bro ar Sistr Per, tri den a zispleg penaos kempenn ar boeson-se, Gras mat Pier ! Aimé Rault 'bet aterset get David Ar Gall e 1993 Pierre Le Goff ha Marie Le Gendre, aterset get Monique ar Boulc'h e 1997 . Tonioù : -Aimé Rault : Paotr Yaouank - Rémi Fraboulet : Boulom kozh - Pierre Bijouez : Charré sistr - Casimir Le Tarnec : Ar sistr nevez - Erik Marchand : Pardon Kleg
Hiziv ' eh aomp da genderc'hel get ur vicher 'rall ! Ni ' selaouay doc'h 4 den a zo bet kalvez, pe charpantour 'el ma vez lâret e tachadoù ' zo. A-gentañ e klevahemp Arsène ar C'hrom, aterset da Monique ar Boulc'h er blez 1991 e Kerfourn, ni ' gendalc'hay get Andre ar Beleg enrollet er blez 1993 er memes kêr 'el Arsène ha ni ' achivay an abadenn get Yves Ponner hag Albert Regnier aterset c'hoazh get Monique e Neulieg er blez 1998. Sonennoù : - Engelwood - Childhood - Casimir Le Tarnec- Ar verc'h a 17 vlez - Alffa - Creadur - Perynn - Ma zadig-me - Gorka Suaia - Adoktrinatuak
Jo Le Gouic a St Tudal 'neus komañset da vout meliner get e dad, hag àr-lerc'h peisant met aterset eo bet get Monique e 1995 evit ur vicher arall : kizellour koed. . Tonioù : - Marie-Ange Conan : ar meliner yaouank - Barok : Menued ar rouanez - Barba Loutig : Laride - Talec-Noguet: ar gwin hag an tan
Daou zen o chom e Planiav a gomz hirie. Jo Le Sergent a zispleg penaos oa groet ar gordad koah, hag a oa implijet evit meur a dra. Ha Stanislas Guillaume, doc'h mikro Loeiz Konan a zispleg eñ penaos oa savet ar c'hirri koad, lâret "voitur" pe c'hoazh "char à banc". . Tonioù : - Merc'hed Planiav : an Tri Pichon Noz - Damb ni d'er filaj : Joseph Lavollée - Dait d'ar filaj : Pierre Bihoué - O tunet ag ar chervad : Marcel Audran
Hirie oa sañset komañs Kan Ar Bobl 2020. Damb un tamm àr-gil get abadennoù hag enrolladennoù ag ar c'honkour. Durant an abadenn 'vo klevet get Monique Ar Boulc'h Jude Paboul, enrollet e 1994, Germaine Chevillard, enrollet e 1993 ha Simone Toquin e 1992. Gi 'gomz ag ar c'honkour met ivez ar sonnenoù e Breizh dre vras. . Tonioù : - Raned noz : Merhed ér filaj, KAB 1990 - Eleonor ? : Trugarekaat men dous - Isabelle Kidu : ur sonenn kompozet get Jorj Belz, KAB 1994 - Armelle Collet ha Suzanne Collet : Je t'y corfeu, KAB 1993 - Marthe Vassalo : An dreitourez, KAB 1993 - Pierre Cado, An neùe hañv, KAB 1995
Boñjour tout an dud ! Hiziv eh aomp da selaou doc'h daou glaskour-doeur enrollet get Monique ar Boulc'h. Ni ' gomansay get Marcel ar Stunff enrollet er blez 1990 en Ignel ha ni ' gendalc'hay get Mathurin (Matao) Jaffre enrollet ur blez goude (1991) e Pleurdut. Sonennoù : - Nymano ha Pandrezz - Back Home -Oktopus Kafe - Plouguen ha Ploveilh - Eleanór na Rún, Linda Nic Leóid, Niamh Farrell - Hippocampe Fou - Le Dindon