Hiriv 'vo kaojet diàr-benn ar saout, ar re vez kavet er vro. Lucien Guegan a Noal Pondi a gomañs hag àr-lec'h 'vo klevet Maximin Evanno a Vuvri. An daou 'oa doc'h mikro Monique Ar Boulc'h. . Sonerezh : - Bugul Noz : La vache rousse - Lucien Guégan : Er glaouer - Amélie Auréart : Bep Mitin - Annie Ebrel : Olole.
Diriaou paset peus klevet un abadenn diàr-benn Bro-Roumania. An eil lodenn a vo klevet hiziv. Dominik Allain oa bet aterset get Andrea ar Gall a-ziàr ar sizhunad en deus paset er vro-se, asambl get ur bare tud a vagad an Oriant. Komzet vo ag ar dziganed, ag ar yezhoù a vez komzet er vro-se, a bolitikerezh, ag ar skolioù, ha traoù arall c'hoazh.
Hiziv vo klevet c'hoazh Eugène an Diagon, a Langedig, é komz ag ar voaiaj en deus graet er Sisil. Ar sizhun baset ema bet skignet lodenn gentañ an atersadenn-mañ, a oa bet graet get Andrea ar Gall, neuze eh aomp da selaou doc'h an eil lodenn hiziv. Komzet vo ag ar boued, ag ar manezioù-tan, ag ar labour-douar... ha komzet vo un tammig ag ar mafia ivez.
Ni vo e Gregam hiriv e kompagnunezh Lucien Galloudeg, en doa kontet da Gatrin Pasko get petra veze c'hoariet pa oa bihan. Hag e achumant an abadenn e vo klevet un istoer hag a zo anvet « ar maltouter hag ar siren ». Kontet oa bet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz e 1913, hag ema bet lennet hag enrollet e 2020 get Benoit Allaire, Jeanne Chevrel, Enora Molac ha Mazhev Coviaux.
Hiziv eh aomp da selaou doc'h Raymond Bacon, a Garnasenn, oa bet ateset get Katrin Pasko a-ziàr ar vuhez àr ar maezoù pa oa yaouank. Komzet vo ag ar boued : an amanenn, ar laezh ribod, ar yod, ar c'hrampouezh... komzet vo ag an eost, ag ar botoù-koad, ag an c'hoarioù... hag ur bochad traoù arall c'hoazh.
Rafael Taldir hag an aotrou person Marcel Blanchard a zispleg doc'h mikro Monique Ar boulc'h petra veze groet gweharall ewit sul ar lori, pask, ha sul Quasimodo, ar c'hetañ sul àr-lerc'h pask . Sonerezh : - Rafael Taldir - Kanerion Pluignéer : Eit Gouilieu pask - Yann-Faénch Kemener : Ar basion vras - Istan : Ar basion vras
Selaouomp doc'h Eugène Le Diagon, a Gergonan e Langidig, a oa bet aterset get Andrea ar Gall a-ziàr ar voaiaj en doa graet er Sisil. E-pad pemzek deiz e oa bet du-se asambl get e vaouez ha mignoned dezhe. Lâret a ray perak e plij dezhoñ boaiajiñ, e pezh broioù ema bet dija, petra en deus gwelet er Sisil, petra en deus graet, penaos ema ar vro...
A-ziàr Bro-Roumania e vo komzet en abadenn-mañ. Dominik Allain a oa bet é ober ur voaiaj du-se asambl get tud a vagad an Oriant, ur voaiaj hag a oa bet aozet get ar gevredigezh « entraide Ploemeur-Roumanie ». Komzet e vo ag ar vro, ag an dud, ag ar boued, ag an evaj, ag an ilizioù...