Hiziv eh aomp da Langombrag, e kumun Landaol, da selaou doc'h Gwen ha Sylvie Huon é komz ag an ti ekolo a zo bet savet gete àr o zachenn. Get Gwen ' vo displeget deomp perak o deus graet ar choaz-se, penaos ema bet savet an ti, get pesort danvezioù... ha tout an traoù a zo da ouiet.
Ni 'ya da barez persken hiriv e kompagnuneh Marie Cano. He 'ya da gojal ag ar barrez, ar brezel hag ivez pardon Peneti. E penn en abadenn 'vo klevet Raymond Rivalain hag a oa maer Persken neuze, enrollet get Monique ar Boulc'h er blead 90. Sonerezh : Louis Guilloux : Parrez Perken Maria Hyaric : Kanenn en darbodour
Angèle Jacq zo partiet, he 'oa skrivagnourez, kontourez ha daet e oa da studio RBG er blead 98 ewit komz ag ar mojennoù ha levrioù he doa skrivet. Da 11e neuze e yamb da selaou an atersadenn doa groet Marie-Laure Groix get Angèle Jacq. E penn an abadenn eo klevet ur barzhoneg enrollet get Brezhoweb
Gérard er ch'unff n'en doe ket 16 vlez pa 'neus komañset labourat en ur farmasi, un ti-an-apotiker, betag e retret. Eñ 'oa o tebriñ er-maez goude skol pa zo daet ur gwaz da genig dehoñ ar labour-se ha Gerard 'noa asañtet. Eñ gonte toud doc'h mikro Loeiz konan.
Hiziv e vo komzet ag ar filajoù a veze graet en amzer gozh, e kompagnunezh Jude Le Paboul, a oa bet aterset get Monik ar Boulc'h e 1989. Ag ur bern traoù e vo komzet : an avaloù, ar c'hesten, ar sonennoù a veze kanet, an istoerioù a veze kontet, ha komzet e vo ivez a-ziàr an drouided hag ar relijion kristen.