Aï eo start ar jeu a fed arc'hant gant Keit Vimp Bev ! Gopridi ha tud ar c'huzul-merañ a zo chomet stag-mat evit kavout diskoulmoù ha lakaat an ti-embann da vevañ e-pad pell c'hoazh. Kar diaes eo gwerzhañ kazetennoù e brezhoneg dre ma vez nebeut a lennerien ha lennerezed ha nebeutoc'h a yalc'hadoù ivez. Lañset eo bet ur [Crowfunding] (https://www.helloasso.com/associations/keit-vimp-bev/collectes/bev-e-chomo-keit-vimp-bev) evit adlañsañ ar gevredigezh. Gerard Gwenn a gont tout-se deomp e lodenn gentañ an abadenn.
Hag en eil lodenn ez eomp e sonadeg kentañ ar bloaz-mañ aozet gant ar gompañunezh Musique Têtues e park Rostren. Abaoe meur a vloaz bremañ e vez aozet gante sonadegoù d'ar meurzh kreisteiz e kreiz marc'had Rostren. An daouad Daniélo/Droual en deus kroget ar sezon nevez, dindan ar glav. Un tamm reportaj a zo bet graet eno.
Donemat ma zud vat !
Evit an abadenn-mañ e vo komzet ag ar label nevez-kozh [Arfolk] (https://arfolk.bzh/) , oa bet "debret" pellig 'zo get Coop Breizh, ha dispartiet ar galloud produiñ adarre. Atersadenn get e rener Romain Sponnagel, a laray perak 'ta emañ bet selaouet kement se doc'h ton Yann-Fañch Kemener ha Didier Squiban (melodi get Jorj Belz) "Du hont du hont àr ar mane" e bro Turkia!
Tavarn Kreiz Mitin: istoérioù dibar get Soaz Maria, àr-dro da Sine (bro Wened) àr sinagogoù ha torfedoù, e-tal ar mor. Un atersadenn get Jañ-Lug Ar Mouel.
Keleier ar vro get yuna Cojean, Heklev oa bet kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.
En abadenn-mañ :
- Ar c'heleier kinniget deoc'h gant Metig Jakez-Vargas
- Lodenn gentañ ur faltazi radio fardet gant stajidi Stumdi Brest
- Ur gronikenn diwar-benn kelc'h keltiek Bleunioù Sivi kinniget gant Ewenn, stajiadez e Arvorig FM
- Ar glaouerien hag ar mouilc'hi : laboused e bro Leon kinniget gant Louis hag Aogust Seite
- Stad an traoù e Kanaki hag ar brizonidi. Aterset eo bet Valérie Kervella gant Anton Burel
- Deiziataer bro Roazhon
- Kelaouadenn da vare diskouezadeg ha gwerzhadeg dre ar gresk "ar seizh avel"
Kronikenn
El balcon abierto gant Ewen Dubée
Keleier : Erwan Blanchard
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-An dro ziwezhañ en diskouezadeg 'Henri Rivière', gant Frédérique Huet (servij sevenadurel an ti-kêr), e sal ar gouelioù e Douarnenez
-Clélia Steczuk, en anv Ti ar Vro Kemper hag ar familh Le Lay, a ginnig deomp 'ar c'hoarioù O'Lambig' a vo disadorn e Ploveilh.
-'Brav ha bev': an ezen, gant Ewen Corre
-'War roudoù an dinozored': petra eo ar fosiloù? Marianne Vaidie.
Sonerezh: 'An eko-savourien' gant Miss Ninnog, 'I'm not your dog' gant Baxter Dury, hag 'Ar meliner yaouank' gant Claire Boucher.
Frederique Huet diwar-benn an diskouezadeg dibar gouestlet da Henri Rivière kinniget e Doaurnenez betek an 10 a viz Eost.
Pauline Kerscaven eus Dour ha Stêrioù Breizh (un atersadenn gant Arvorig FM)
Kronikoù
Brav ha bev : an antibiorezistañs 2
War roudoù an dinozored : ar spinozor 2
Keleier : Anton Burel
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken.
Hiriv e grog pardon Gwengamp evit tri devezh. Pardon Itron Varia Gwir Sikour, pardon penn-iliz Bro Dreger, lec'h m'emañ staliet ar Werc'hez zu hag ivez unan deus ar pardonioù koshañ e Breizh. Gilbert Philippe, André Hervé, Yvette Philippe ha Patrick Salaun, brezhonegerien a vihanig deus bro Wengamp a gont an holl munudoù deomp.
Garvan Suignard a zo paotr yaouank a Gawan bet graet studioù war an teul-filmoù e Pariz. Distro eo er vro ha kejet hon eus outañ e-kerzh Emgav an teul-filmoù e Melioneg evit ma gontfe deomp e sell war ar micher sevenour.ez teul-filmoù.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken.
- 10 vet deiz-ha-bloaz Skol Diwan Felger.
Petra zo deuet da vezañ ar skolidi gentañ ?
- Deizataer an ASB gant Alixia Thuau
- Distro eus an Hellfest 2 gant Marianne Vaidie
Kronikenn
El balcon abierto gant Ewen Dubée
Keleier : Metig Jakez-Vargas
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
Bonjour deoc'h toud ! An abadenn hiriv zo kaset a studio RBG get Jeanne Chevrel.
Setu pezh a zo klevet hiriv :
- Keleier ar vro get Erwan Blanchard [0:00]
- Mari Ar Floc'h Grainig [20:06]
Marie Ar Floc'h-Grainig a oa kelennourez solfej ha piano. Ni a ya da ouiet muioc'h geti a-venn 'ta skritur ar sonerezh e ouiam b'an europe. Hiriv kojay deomp Mari diàr-benn ar skrid-sonerezh kozhañ zo bet kaved ha ni a ouiay tamm-ha-tamm geti penaos eo daet da vout pezh welamp àr ar partitionnoù bremañ !
- Monik Ar Boulc'h [30:35]
Monik er Boulc’h doa aterset Maria Malardé a Velrand, diàr-benn e c’haod-greus, er "bouillie de millet" ma faota deoc’h. Ha he lâre penaost "tokenein er bilig", met petra eo "tokenein er bilig" ? Monik Ar Boulc’ha zisplega deomp.
- Kresk an tu dezhoù-pellañ ba Breizh. [36:50]
Etre div dro dilennadegoù depute ehamp. Ni beus gwelet penaost eo bet votet ewid an RN get gozik 12 milion den ba bro Frañs. Soñjoù an tu-dehoù pellañ zo normalizet breman b’an Europ. Ur sujed savet get Yuna Kojan hag Enora Molac.
- Keleier ar vro get Erwan Blanchard 58:25
- Muzik an abadenn :
- Beth Gibbons : Floating on a moment
- Mazhar ve Fuat - Adımız Miskindir Bizim