- "Stivell par Alan" - un atersadenn a-ziàr benn levr devezhañ Alan Stivell kaset da benn get Enora Molac
- "Parlant ar sinoù" - Clara Thabard aterset get Caroline Trouillet
- Trezolioù ar Brezhoneg Komzet - Jorj Belz hag Enora Molac
- "Jean Palud - Toour plouz" - un archiv RBG enrollet e 1998 get Monik er Boulch
Muzik :
Moelo de Bouc - Guilhaume
Sochi - Lazy Husband Blues
Dudu Tassa + Jonny Greenwood - Teq ou Dub
En abadenn hiziv ho po tro da glevet :
- Bleuenn Puill Stefan, paluderez er Meskêr
- Deiziataer an ASB gant Alixia Thuau
- Charlez an Dreo aterset gant Pauline Daniel e Arvorig FM
Kronikenn
El balcon abierto gant Ewen Dubée
Keleier : Gwenvael Delanoe
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
Elen Rubin, renerez [Daoulagad Breizh] (http://www.daoulagad-breizh.org/programmation-2024.html) diwar-benn program ar gevredigezh e-kerzh Gouel ar Filmoù e Douarnenez.
Bleuenn Puilh-Stefan diwar-benn he micher paluderez.
Kronikoù :
Brav ha Bev : Plinisañ ar mor
War roudoù an dinozored : Ancient Earth
[Poltred tennet eus al lec'hienn Wikimedia Commons gant H. Grobe] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Marais_salants_de_Gu%C3%A9rande_Bretagne1986-070.jpg) .
Keleier : Gwenvael Delanoe (Radio Kreiz Breizh)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Solen Malrieu diwar-benn hec’h embregerez ti-savouriezh dibarzh. Aorin hec’h anv.
[KEAV BEGET MAT] (https://www.radiokerne.bzh/br/stajou-radio-e-keav/) a zo anv an abadennoù savet ha krouet gant stajidi ha stajiadezed an atalier kazetenniñ radio e-kerzh KEAV e Kastellin ar sizhun dremenet.
Kinnig a reomp deoc'h selaou tañvaoù :
Atersadenn Daffyd gant Jean-luc, Yvan ha Nicole.
Reportaj Anna ha Gael diwar-benn ar brezhoneg er familhoù gant Virginie Pronost.
Kronikoù :
Brav ha Bev : An Teureuged
War roudoù an dinozored : Ar Mozazor
Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
Donemat ma zud vat !
Kaset an abadenn dre-eeun a studio RBG e Pondi ar mitin-mañ. Sujedoù en abadenn:
Mael ha Sylvia Grainig o deus ur pañsion evit ar roñsed (ar c'hezeg) setu ur welladenn ag ar lec'h e kompagnunezh Mael Grainig, doc'h mikro Jeanne Chevrel (RBG).
Adkavit ivez avañturioù Carmen Le Bris, a zo bet betag ar Ladakh da veviñ get an desaverion ha desaverezed loened, ha da studial o fesonioù da labourat.
Teñzor ar brezhoneg komzet get Padrig Drean: Eñ gomz fall met eñ a werzh ker !
Pardon ar 7 sant a zo ur pardon ispisial peogwir eo tro-dro da 7 sant, bet o kousket e-pad pell tre er ur c'havern. Setu pezh a gonta ar werz kanet bep bloaz e-kichen Chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had. Er bloavezhioù 1950 eo bet dizoloet gant Louis Massignon, kristen hag arbenikaet war an islam, e oa ur sourate o kontañ memes istor evel gwerz ar 7 sant. Istor 7 breur, kristen, gwasket gant an impalaer Decius ha bac'het en ur c'havern. Abaoe eo deuet pardon ar 7 sant er C'houerc'had da vezañ ur pardon kristen ha muzulman.
Skrivet eo bet ul levr, embannet gant Goater, war istor ar pardon hag ar 7 kousker. Dre vras, pezh a c'hell liammañ ar relijionnoù monodoueel. Christiant Rivoalen a heul ar pardon abaoe un nebeut bloavezhioù ha kontañ a ra deomp an istor-mañ.
En abadenn-mañ :
- Ar c'heleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas
- Gael Briand ha Stéphanie Stoll diwar-benn dalc'h diwezhañ kuzul rannvro Breizh a-raok an hañv
- Jennyfer Skouarneg eus sistrerezh Rozavern e Terrug diwar-benn programm hañv ar marc'hadoù hag ar sonadegoù a vo dalc'het eno. Kontañ a raio deomp ivez eus efedoù ar glav war an dastum avaloù
- Ar gronikenn Brav ha bev gant Ewen Korr
- War roudoù an dinozored, gant Marianne Vaidie