Glennan Guillou a ginnig yourc'hadennoù e-kerzh marc'had noz Leskon bep Lun da 8e25.
Pajenn Instagram ar strollegezh : [@lagueulee.brest] (https://www.instagram.com/lagueulee.brest/)
Gwenole Fauve diwar-benn sonadeg ar strollad Iwerzhoniz Breizh e Abati kozh landevenneg d'ar yaou 14 da 8e30 ha diskouezadegoù an abati.
Kronikoù :
Bed ar Babigoù
C'hoarioù war ar skrammoù
Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
Marteze a-walc’h ho peus bet digarez un dro bennaket da guitaat an hent bras 12 kostez Benac’h, da vont etrezek kreiz Breizh eta. A-benn neuze, sur, oc’h tremenet dre barrouz Plougonveur. Kumun Plougonveur zo ur 700 a dud o chom enni ha brud zo dezhi dreist pep tra, dav eo lâret, a-drugarez da di Menou. Menou zo ur stal gatoioù, ur gwispiderezh, hag a ra berzh. E-kreiz miz Gouere e oa bet lidet 45 bloaz ar stal ha graet an traoù war an ton bras. Un digarez da zispenn roudoù 3 rummad bouloñjerien e bourk Plougonveur...
Reportaj e Plougonveur gant Anna Tomaz, Jañ Piolot, Frañsoa hag Anna Pennek, Jozef ar C'hozh ha Raymond Dubourg.
Abadenn kinniget gant Tomaz Laquaine-Jakez
Poltred gant Biscuiterie Menou (FB)
Claire Cariou a labouro a youl-vat evit Sunsets Festival en dibenn-sizhun / Jean Danion ha Bernez Rest o deus skrivet ''JKOb an Irien, beleg ha barzh ar c'hanennoù meur / Gwenn Meynier a ginnig deomp ar c'hoari 'Citizen sleeper' / ha Nolwenn Ilias a lâr deomp penaos ober ur chaoz etre ar vagouri hag ur vagerez
En abadenn :
-Axel Perret a ginnigo ar sonadeg "Gwerz ha kan ar vro" a vo dalc'het d'ar merc'her 13 a viz Eost en iliz Eusa, evit enoriñ ha lakaat da selaou barzhonegoù Jonaz Dagorn (1968-2024).
-Katell Kloareg a ginnig ar strollad Ynis, a vo gwelet ha klevet 'ba festivalioù an hañv e Breizh.
Un droiad etre Pondivi hag an Alre gant an tren touristel aozet gant ar CFCB - reportaj Aodren Trehin
Un tañva eus levr nevez Yann-Bêr Kemener diwar buhez Mikis Theodorakis - reportaj Laetitia Fitamant
Deiziataer sevenadurel an ACB
Kronikennoù Bed ar vugaligoù ha C'hoarioù war ar skrammoù
Liv an amzer
Sonerezh : Katy J Pearson, Maria Farantouri, Nozicaä
Keleier : Anton Burel
Kas : Liza Jakez-Vargas
80 bloaz 'zo eo bet lañset ur vombezenn nukleel war Hiroshima ha Nagasaki e Bro Japan, o lazhañ tro 200 000 den en holl. Etre ar re devet ha marvet war an taol hag ar re bet lazhet gant ur c'hrign-bev liammet d'ar radioaktivelezh, e c'hellfe neb hini soñjal ez eo un torfed a-enep da vab-den implij seurt armoù. Daoust da se, daoust d'ar fed e vefe bet savet ar feur-emglev o tifenn an armoù nukleel e 2017, daoust d'ar Priz Nobel bet roet e 2024 d'ur gevredigezh o strollañ tud a-enep d'an armoù nukleel, daoust d'ar brezelioù a vez e 2025, n'eo ket simpl c'hoazh lâret eo ret paouez gant an armoù-mañ.
Ur vodadeg a zo aozet gant ar CIAN Penn ar Bed d'ar 6 a viz Eost 2025 war Menez Hom evit gervel an holl da c'houlenn gant gouarnamant Bro C'hall distruj e armoù nukleel.
Da gentañ e vo klevet Paol Mingant, istorour, displegañ penaos eo erruet un dra ken skrijus evel bombezadegoù Hiroshima ha Nagasaki ha da c'houde e vo klevet Youn Jardin o arguzeniñ war ar fed e vefe ret da Vro C'hall distruj e armoù.
Hag e fin an abadenn ar gronikenn Kokennig ar Son diwar-benn an divelfenneged gant Valentin deus Ti ar C'hoadoù.
Barzh an abadenn-mañ e komz Marine Lavigne a bladenn nevez Eben, anvet 'Dinaskañ'. Un den a Gwened Antifa Crew a gomz 'barzh un atersadenn hir ag ar labour a vez graet get enepfaskourion, hag en e gronikenn 'Ar Hentoù an Antroposenn' e komz Loeiz Beleg ag ur strollad sonerezh Amerikan get temoù skiantel en o sonennoù.