Abaoe ar 7 a viz Here 2023, da lâret eo kazi ur bloavezh ez eus ur brezel etre bro Israel ha Gaza. Sur on ho ‘p eus klevet komz deus se dija mes n’eo ket aes kompren tout ha ken kriz eo an afer, gant kement a dud o vervel n’eo ket aes komz deus-se.
En abadenn-mañ e vo displeget deoc’h un nebeut traoù war ar vroioù-mañ, o istor, evit kompren perak ez eus ur brezel eno hiriv . Ha kontet 'vo deoc'h ivez istor Najib ha Rania hag ar vuoc'h burzhudus.
Salud deoc’h bugale, Penaos ‘mañ kont ?
Ha plij ‘ra deoc’h debriñ sardin ? ‘Vel ar c’hizier ? Sardin gant eoul olivez, pe gant sitron. Ar sardin a zo ar pesk bihan, glas ha gwenn.
Mes perak komz deus sardinennoù hiriv ? Peogwir pa vez komzet deus sardinennoù, deus an dud o tebriñ sardinennoù, e vez soñjet alies ‘ba ker Douarnenez peogwir eno e veze degaset ar sardinennoù bet pesketaet hag eno e vezent lakaet ‘ba boestoù mir. Diaes ar vuhez evit an dud o labourat eno mes pezh hon eus c’hoant da gontañ deoc’h hiriv eo penaos o deus stourmet an dud-se, kant vloaz ‘zo rik !
Hiriv evit an abadenn gentañ ez eomp da vro Vrazil da c'houzout hirorc'h diwar-benn ar forró, un dañs hag ur stil muzik deus eno. Muioc'h-muiañ e vez gwelet kentelioù forró e Breizh. Bet omp o welet Yann Ar C'horr, soner akordeoñs, bet kalzig e Vrazil ha savet gantañ ur strollad sonerezh anvet " [Bel air de Forro] (https://www.la-criee.com/project/bel-air-de-forro/) ". Degemeret en deus ac'hanon gant e verc'h Luce evit kompren gwelloc'h petra eo ar forró.