Kokennig ar son

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Sourded, raned, gweronnelled ha tousegi : familh an divelfenneged 1/2

Sourded, raned, gweronnelled ha tousegi : familh an divelfenneged 1/2

27/02/2025

Bet omp gant Valentin deus Ti ar C'hoadoù tro-dro d'ar poull-dour da sellet pizh deus an divelfenneged. Ar re se a zo ur familh gant pevar loen enni : ar sourded, ar oueronnelled, ar raned hag an tousegi. En abadenn gentañ e ouiomp hirorc'h war o doare d'ober uioù en dour, peseurt ment o deus, penaos e vevont er fin !
Deuit ganimp tro-dro d'ar poull !


Ar soevon

Ar soevon

20/02/2025

Ha plij a ra deoc'h naetaat ho kroc'hen gant ur soevon ? Ha goût a rit penaos 'vez graet soevon ?
Mona Guyomard a zo farderez soevon. Bet omp o welet 'nezhi d'ober ur soevon blev ! Ha klasket meump ivez un nebeut respontoù da goulennoù an dud tro-dro deomp : penaos 'ra al loened evit bezañ propr ma ne implijont ket ar soevon ? Ha perak e vez klogorennoù gant ar soevon ?
Un tamm abadenn da selaou dindan ar strinkadenn !


Ar piramidennoù

Ar piramidennoù

10/02/2025

Izold Guegan en deus studiet kalz ar ieroglifoù hag ar piramidennoù. Bet eo meur a wezh e meur a biramidenn ! Kontañ a ra deomp penaos eo savet, da betra servije ha ma oa ieroglifoù e-barzh.


Gron ya wail, morlaerez veur bro Iwerzhon

Gron ya wail, morlaerez veur bro Iwerzhon

22/01/2025

Anavezout a rit istor Gron ya wail, pe Grace O'Malley e saozneg flour ? Ur piratez an hini eo, rouanez morlaerien ha morlaerezed bro Iwerzhon memes ! Ur sapre den, en deus stourmet a enep da rouantelezh Bro Saoz hag he deus dalc'het ar galloud war Bro Mayo, bro he zud e kornog enezenn bro Iwerzhon.
En abadenn-mañ e gontimp dit hec'h istor ! Deuit ganimp war morioù bro Iwerzhon er 17vet kantved.


Ar ieroglifoù

Ar ieroglifoù

09/01/2025

Salud deoc’h bugale, degemer mat en abadenn Kokennig ar son !
Hiriv omp da vont en ur vro all, en ur c’houlz all da gompren ur skritur all : ar Ieroglifoù. Goût ‘rit petra eo ? Tresadennoù tud, alies e vezont gwelet deus ar c’hostez goût rit, a-skerb a vez lâret e brezhoneg flour. E Bro Egipt zo moaien da gavout ieroglifoù, an Egipt, bro ar faraoned, ar papyrus, ar stêr Nil.. Deomp eno neuze da gompren gwelloc’h ar skritur-mañ.


Abadennoù vakañsoù fin ar bloaz III : Istorioù fentus hag ar gornandoned

Abadennoù vakañsoù fin ar bloaz III : Istorioù fentus hag ar gornandoned

26/12/2024

Hiriv en abadenn e vo moaien da c'hoarzhiñ 'kichen an tan ! Klevet e vo daou istor farsus bet kontet gant bugale 'kerzh beilhadegoù Bro Dreger : istor ar bilulennoù da yaouankaat hag hini ar miliour. Hag evit echuiñ e vo kontadenn ar gornandoned, kontet gant Tangi Yikel.


Abadenn Vakañsoù fin ar bloaz II : Ar glav, ar kakac'h hag an erevent

Abadenn Vakañsoù fin ar bloaz II : Ar glav, ar kakac'h hag an erevent

24/12/2024

Aï eo ar 24 a viz Kerzu, eil devezh vakañsoù, sur walc'h oc'h enervet mat hag e vez glav puilh er maez. Setu neuze un tamm abadenn evit kontañ e pleg ho skouarn un nebeut istorioù goañv. Hiriv en abadenn e vo klevet ar gronikenn Loenig Loen war an erevent ha goude e leno Nolwenn ha Tomaz deoc'h daou levr : Pa ra glav ha Kaoc'h 'benn fin !


Abadenn Vakañsoù fin ar bloaz I : Al laboused

Abadenn Vakañsoù fin ar bloaz I : Al laboused

23/12/2024

Hiriv evit an abadenn gentañ kerzh vak fin ar bloaz, e vo komzet deus al laboused. Da gentañ e vo klevet un destenn bet skrivet gant Madalen an Amour war al laboused goañv a gav en he liorzh, da c’houde e vo ur gronikenn anvet Loenig Loen gant bugal o tisplegañ petra eo ar fenised, goût rit, al labous a zo kat da advevañ goude bezañ bet devet. Bez e vo ivez un tamm preder war ar fed reiñ boued d’al laboused ‘pad ar goañv, ha petra reiñ de’ da zebriñ, hag evit echuiñ an abadenn e vo klevet istor Lilwenn hag al labous.


Ar c'haouenned 2/2

Ar c'haouenned 2/2

11/12/2024

Salud deoc’h bugale ha degemer mat en abadenn Kokennig ar Son ! Ha gwelet ho ‘p eus kaouenned pe touded abaoe ho p’efe klevet an abadenn ziwezhañ war al loened-se ? Neuze, petra meump desket en abadenn-se, soñj ho ‘p eus ? Penaos e oa ar c’haouenned o kousket ‘pad an deiz neuze, hag e veze o chaseal logod ha morzhigelled ‘pad an noz gras d’ar fed e welont mat tre hag o deus pluñv na reont trouz ebet ! Bern galloudoù a zo gante neuze !
Hiriv e ouiimp hirorc’h war ar re vihan ! Penaos e vezont maget ha penaos e reont evit deskiñ nijal. Hag e fin an abadenn e vo kontet deoc’h istor Nollaig, ar gaouenn c’hoant ganti da lenn ! Abadenn vat deoc’h !


Ar c'haouenned 1/2

Ar c'haouenned 1/2

04/12/2024