Kokennig ar son

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Ar strolladoù loened zo a-razh d'an douar!

Ar strolladoù loened zo a-razh d'an douar!

27/05/2026

Pell zo n’omp ket be o vizitan Valentin ba Ti ar C’hoadoù !
Ar wech-mañ omp bet o vale gantañ evit klask ober anaoudegezh gant tout al loened a zo dindan ar c’hoad marv, war ar bleunioù, o ruzañ war an douar hag o lammat war ar geot !
Tan dezhi !


Bugale Skol Publik Bear

Bugale Skol Publik Bear

27/05/2026

E Bro-Dreger zo ur gêr, Bear hec’h anv. ‘Barzh ar gêr-mañ zo ur straed, barzh ar straed zo ur skol. ‘Barzh ar skol-mañ zo ur c’hlasad bugale CE1/CE2. Tangi Yekel o skolaer.
Asambles o deus prientet abadennoù a bep seurt, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha kanaouennoù. Chañs hon eus bet o vont da enrollan anezhe ha chomet omp o klakennin gante.
Selaouit !


Istor Itron Vizer kontet gant Awen Plougoulm 2/2

Istor Itron Vizer kontet gant Awen Plougoulm 2/2

13/05/2026

Setu eil lodenn eus istor Itron Vizer, e Brasparzh bepred!
Soñj ho peus eus istor an Eured vein tro Chapelig Sant-Mikael ? Hag eus ar wezenn avaloù burzhudus, hini n’oa frouezh poeson eus un tu ha frouezh evit pareañ eus an tu all ? N’eus forzh peseurt hini ‘oa klañv a c’halle debriñ un aval eus ar wezenn-se ha yac’h pesk teue da vezañ. Pezh zo o deus kroget ar re-gozh da gaout disfiziañs !


An Eured Vein, ar Wezenn Avaloù hag an Itron Vizer - Ur gontadenn gant Awen Plougoulm 1/2

An Eured Vein, ar Wezenn Avaloù hag an Itron Vizer - Ur gontadenn gant Awen Plougoulm 1/2

05/05/2026

Selaouit lodenn kentañ eus ar gontadenn hir kontet gant Awen Plougoulm.
An Eured Vein, ar gwezenn avaloù hag an Itron Vizer.


Ar vuhez zo e-barzh an douar gant Valentin (Ti ar C'hoadoù)

Ar vuhez zo e-barzh an douar gant Valentin (Ti ar C'hoadoù)

29/04/2026

Hag ho peus gwelet ar gwez en o bleuñv? Ha klevet c’hwez ar bleunioù kentañ ? Deuet eo ‘maez ar gwenan, ar sardon, ar balafenned.
Ne vez ket gwelet ken aeset-se met buhez zo e-barzh an douar ivez ! Da lâret eo, hep an ekosistem zo dindan hon zreid ne vije ket eus an natur zo tro-dro dimp sur-mat.
War hon c’hluch neuze, deomp da sell ouzh an douar, da furchal ‘barzh, da glevout anezhi !
E Ti ar C’hoadoù emaomp, asambles gant Valentin!


Akwarium Benac'h : pesked bihan ha pesked bras zo e-barzh hon stêrioù !

Akwarium Benac'h : pesked bihan ha pesked bras zo e-barzh hon stêrioù !

01/04/2026

Soñj ho peus eus Maëlle, ar plac’h zo o labourat e Dour ha Stêrioù ?
Bet ‘oamp oc’h adwelet anezhi ba Benac’h evit bisitañ Akwarium Dour ha Stêrioù ganti.
Ul lec’h bev, gant pesket dour dous a red betek ar mor. Diskouezet he doa dimp Maëlle tout ar pesked bihan hag ar pesked bras a zo eno.


2 Istor ! Stourm al loened skrivet ha kontet gant Gireg Konan ha Rodellig Aour kontet gant Awen Plougoulm

2 Istor ! Stourm al loened skrivet ha kontet gant Gireg Konan ha Rodellig Aour kontet gant Awen Plougoulm

13/03/2026

2 Istor ! Stourm al loened skrivet ha kontet gant Gireg Konan ha Rodellig Aour kontet gant Awen Plougoulm
Plijadur deoc'h!


Beaj e Dour ha Stêrioù + Istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!

Beaj e Dour ha Stêrioù + Istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!

13/03/2026

Lakait ho potoù, ha deomp da Venac’h, e-kichen stêr ar Gwig hag al Leger. Hiziv ‘vo kaozeet eus kelc’hiad an dour asambles gant Maëlle eus Dour ha Sterioù Breizh ! Ur c'hoari zo e-barzh!
Hag un istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!


Ti ar C'hoadoù : ar bronneged e-pad ar goañv + Un istor gant Awen Plougoulm

Ti ar C'hoadoù : ar bronneged e-pad ar goañv + Un istor gant Awen Plougoulm

27/02/2026

Salud deoc’h tout bugale !
Arri eo an heol ar sizhun-mañ, abaoe pell zo n’hon oa ket gwelet anezhañ ! Hiroc’h-hirañ an devezhioù ivez hag a-benn nebeud e vo miz Meurzh dija ! N’eo ket echu ar goañv toutafet koulskoude !
Hirie e tistroomp gant Valentin, eus Ti ar C’hoadoù. Gantan oamp aet o kerzhout war roudoù ar bronneged, al loened a ro laezh hag a blij dezhe kousket kalz kalz kalz e-pad ar goañv.
N’int ket dihunet tout c’hoazh me lâr deoc’h !
Istor Michou ar c'hazh gant Awen Plougoulm


Kan en evned gant Valentin - Ti ar C'hoadoù!

Kan en evned gant Valentin - Ti ar C'hoadoù!

13/02/2026

Gant Valentin eus Ti ar C'hoadoù e oamp bet o vale dre ar c'hleuzioù.
Spontus eo gwelet ez eus kement-all a evned o kanañ ha plijadur zo o selaou kan an alanig kof-ruz, ar fulup, ar gaouenn...Ha Valentin, peseurt evned e c’hellomp gwelet pe klevet e-pad ar goañv amañ ? Peseurt reoù a chom er vro ?
Tan dezhi!


Da-heul Diwezhañ