Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 3/3. Gazetennerez ha skrivanierez

Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 3/3. Gazetennerez ha skrivanierez

30/08/2024

Delch'amp da gomz gan renerez ar magazine Bretons ! Ba mesk leverioù Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 'deus skrivet, vez kavet « Kenavo, Petites choses amusantes et étonnantes sur la langue bretonne et les bretons ! » hag unan ell, anvet « PLOUCS ? Clichés agaçants et idées reçues sur la Bretagne et les Bretons ». Hiri, e konta Maiwenn spered al leverioù-se. Evit dizhor an atersadenn he tisplega he sell diwar benn kresk sonjoù an tu dehoù pellan ba breizh.
Musik : Loeroù Ruz


Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 2/3. Model ekonomikel ar magazine Bretons

Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 2/3. Model ekonomikel ar magazine Bretons

30/08/2024

Straet eo d'ar mediaoù paper kavet ur c'hampouez arch'antel. Petra eo model ekonomikel 'neus choazet ar magazine Bretons ? E renerez Maiwenn Raynaudon-Kerzerho ' deus respondet diam'. Koajet vo ivez deus peseurt mod 'oe errued ar brezhoneg war pagennoù Bretons. Hag er fin, e konteï Maiwenn e istoer familh gan ar yezh.
Musik : Amzer, Mari-Louizon


Maiwenn Raynaudon Kerzerho 1/3. Pen redaktourez

Maiwenn Raynaudon Kerzerho 1/3. Pen redaktourez

30/08/2024

Ujent vle vo ar magazine Bretons ben ur bloaz. E pen redaktourez, Maiwenn Raynaudon Kerzerho, zo bet i fellet hanon' ba Pondi evit konto istoer ar magazine hag 'ma staliet ba Gwened. Hiri e tisplegeï diam' linenn editorial Bretons ha piv 'lenna ar magazine. Konto a reï diam' ivez pegoulz 'deus komanset de skrivo, ha peseurt mod e plija dezhi bout gazetennerez.
Musik : Duo Le Pottier-l'Haridon – Poatr ar jerdrin


Mathieu André 2/2. Kampion breizh hockey subaquatique

Mathieu André 2/2. Kampion breizh hockey subaquatique

30/08/2024

Deskamp' muioc'h a zraoù diwar benn "an hockey subaquatique", pe hockey hag vez c'hoariet ba'n dour, gan Mathieu André. Yian 'c'hoara ba strollad Montroulez, ur vendenn hag zo kap awalc'h kar 'oe deuit da vout kampion breizh ha Liger Atlantel. Hag neuzen bomen 'ema unan hag an dek skipalhioù ar wellan ba vro C'hall. Mathieu e tisplega diam' penaos vez organiset ar c'henstrivadegoù, pegen alies e foata dehe nom pleustro. Herve Mathieu, brudoc'h ha brudañ eo sport-mañ ba Breizh.
Ton : L'eau, Jeanne Cherhal


Mathieu André 1/2. Tapet gan an hockey subaquatique

Mathieu André 1/2. Tapet gan an hockey subaquatique

30/08/2024

Mathieu André zo kelenner brezhoneg ba Landerne ha Sizun. Ba Commana 'ma i chom met 'komzit brezhoneg vañch. D'ho mikro Radio Bro Gwened,e kaoja deus ur sport e plija dehan : "an hockey subaquatique", pe hockey d'an dour. N'eo ket gwall bruded ar sport-mañ, met Mathieu 'ma barzh ar jeu abaoé pemzek vlé. Hiri e tisplega diam' peseurt mod oe bet tapet gan ar sport-mañ ha peseurt reolennoù vez kavet pa vez ch'oariet an hockey ba'n poull-nijelat.
Ton : Me zo ganet e-kreizh ar mor, Didier Squiban & Yann-Fañch Kemener


Guy Morzadec 6 : Sonjoù an eil brezel bed

Guy Morzadec 6 : Sonjoù an eil brezel bed

20/06/2024

Gwall yaouank oe Guy 'pad an eil brezel bed kar eñ oe ganet e 1949.
Met sonjoù'neus da gonto deus ar c'houlz-se ba kêr Rosquerriec, sonjoù hag oe bet kontet dehan gan e genderv, Adrien.
Musik :Ar vatez vihan (feat. Aldo Ripoche, Jean-Marie Nivaigne, Dylan James)


Guy Morzadec 5 : E jardin

Guy Morzadec 5 : E jardin

17/06/2024

Etre miz ebrel ha miz gouere, 'neus Guy ur bern traoù d'ober ba e jardin. Preparo an douar, planto pato ha pezh 'noe lakaet de gresko war e serre, rudello ha sec'ho ar fouenn..
Hiri e tisplega diam' peseurt mod ' rit evit nom okup deus e jardin, ha peseurt binvioù vez implijet gantan abaoé pell. Kar Guy rit "mod kozh", 'vel vije graet gan e dud cozh, ha gan e dud, gan binvioù douarn.
Musik : Fest noz Pellan, Eric Menneteau ha Youenn Lange


Thibaut - GeoGuessr ! 1/3

Thibaut - GeoGuessr ! 1/3

06/06/2024

Diviniñ ba verna pesseurt kêr, ba verna pesseurt bro eh oc'h get pezh wellit tro-dro deoc'h, àr ur gartenn Google, setu pal an c'hoari internet "Geo Guessr". Un c'hoari vez c'horiet get Thibaut Lécroart hag ur yoc'h tud b'an Europe a-bezh ! Thibaut a zisplegay muioc'h deomp hiri petra eo ar gartenn Google hag an c'hoari-se.
Muzik
Pennoù Skoulm - Toniou bale deus Kreiz Breizh


Masonerion mod kozh ba Roazhon 3/3

Masonerion mod kozh ba Roazhon 3/3

28/05/2024

Setu ar lodenn zevehañ get ar vasonerion mod kozh ba Roazhon ! Ni ya d'ober tro an ti-kozh emant o sevel en dro b'an 12 ru St Mikel. Ha Divi, Guillaume ha Yann a zispleg deomp model ar vasonerezh ba bro Roazhon. B'an achumant e ya da lâret Guillaume ur ganenn deomp !


Masonerion mod kozh ba Roazhon 2/3

Masonerion mod kozh ba Roazhon 2/3

28/05/2024

Divi, Yann, ha Guillaume a zo masonerion ba Roazhon. E gwirionez Divi a re ar vicher-se e-tal e studioù eid bout "cryptographe", eñ zisplegay hiri petra 'ta eo ur c'hryptographe... Yann ha Guillaume a lâray deomp penaos int daet da vout masonerion hag diàr-benn an traoù farsus o deus kavet ba tier kozh Roazhon.
MUZIK
Armel ha Claude Le Gallic - ar masoner yaouank a barrez Melrand


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ