Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Maxime Crahé -Ti mod kozh 4

Maxime Crahé -Ti mod kozh 4

17/10/2024

Ni 'ya da Laoulan endro ewid achuañ an atersadenn get Maxime Crahé. Hennezh neus prenet un dachenn get meur a di kozh arni. Lakaat a ra poan da implijet dañnéoù naturel èl ma veze pa oa pet savet en tier-se. Gweave vez kavet traoù farsus en tier kozh !


Maxime Crahé -Ti mod kozh 3

Maxime Crahé -Ti mod kozh 3

17/10/2024

Ni 'zalc'ha da visitiñ tachenn Maxime Crahé. Henneh neus prenet tier da lakaet a-nevez e Kenepion, Laoulan. Hiriv 'gaoja deomp ag ar pezh 'vo groet ewid ar chabined ha sal-dor.
MUZIK
Les Egarés - Izao.


Maxime Crahé -Ti mod kozh 2

Maxime Crahé -Ti mod kozh 2

11/10/2024

Ni zo vont de Laoulan, ba kompagnuneh Maxime Crahé. Hennezh en deus prenet un dachenn aze. Ur yoc'h labour zo d'ober ha komañset mat eo !
Maxime zo o lakaat a-nevez tier an tachad get dañneoù naturel, èl-veze groet gwezharall pa oa bet savet an tier. Ni ya a-barzh an ti hiriv !


Maxime Crahé -Ti mod kozh 1

Maxime Crahé -Ti mod kozh 1

11/10/2024

Ni zo vont de Laoulan, ba kompagnuneh Maxime Crahé. Hennezh en deus prenet un dachenn aze. Ur yoc'h labour zo d'ober ha komañset mat eo !
Maxime zo o lakaat a-nevez tier an tachad get dañneoù naturel, èl-veze groet gwezharall pa oa bet savet an tier.


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 26/09/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 26/09/2024

26/09/2024

Pezh vo klevet b'an abadenn hiriv :
---Benjamin Bouard aterset get Jeanne diaàr-benn an Inezi Feroe
---Ur Vuhez Vat, lodenn 1
---Youn Kamm hag Eliaz Le Bot
Muzik :
---Job Maho : D'ar Seiteg a imbril
---Duo Cardou Even : Kerreg beg an treiz
---Delban Ensemble
---Termajik : Feunteun Ar Wazh Haleg


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 19/09/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 19/09/2024

26/09/2024

Pezh vo klevet b'an abadenn hiriv :
--- Ur Vuhez Vat - Radskrid (Razh ar lodennoù zo lakaet àr pajenn Ur Vuhez Vat ag ar lec'hiad)
---Rémi Kochen aterset get Jañlug, a-zivout ar c'hontadennoù
---Annick Corbel, archiv RBG, diàr-benn an autruched
Muzik :
--- Marie Pestipon : Un den yaouank a Landiskat
---SkeeQ : Ranfilg Alg Marsh
---Serot Janvier & the Groove Cie : Ronde Bleue


Benjamin Bouard - Enizi Feroe 3

Benjamin Bouard - Enizi Feroe 3

26/09/2024

Benjamin Bouard zo bet b'an Enizi Feroe, bleadoù zo. Ur wezh digouezhet anze get e gamaladez, neus emgavet get ur vouez a vro Suisse. He oa aze get Sea Shepperd. Benjamin a gonta deomp a gaoz de berag oe Sea Shepperd b'an enezoù Feroe, ha petra eo e soñj diar-benn an dra-mañ àr-lerc'h bout kaojet get tud ar vro.
MUZIk
Duo Cadou Even, Kerreg beg an treiz


Benjamin Bouard - Enizi Feroe 2

Benjamin Bouard - Enizi Feroe 2

26/09/2024

Benjamin Bouard 'zalc'ha da gaojal deomp diàr-benn an inezi Feroe. N'eus ket kalz a dud o veviñ aze, n'eus ket kalz a loened, pas kalz a wez, pas kalz a dachennoù da labourat… Diàr petra vevant an dud aze ??
Benjamin a lâra deomp !
Muzik :
Termajik : Valse rouge


Tavarn Kreiz Mintin - Live !

Tavarn Kreiz Mintin - Live !

12/09/2024

Donemat ba Tavarn Kreiz Mintin !
Hiriv ramp un taol-añse get un abadenn vev, get Jañlug ar Mouel ha Jeanne Chevrel !
--- Ni zo vont da gaojal diàr-benn Kerroc'h - Plañwour, get Elodie Jaffré aterset get Caroline Trouillet, diàr-benn an albom hag arvest "Kanour Mor".
---D'an 22 a viz Gwenolhoñ 'vo ur fest-deiz just-a-walc'h aze, hamp da gaojal ag ar fest.
---Ni 'glevey un archiv b'an achumant, François Maillet hag a oa martelod. Hennezh 'oa bet aterset get Loeiz Konan.
Muzik :
Kanour Mor : Kombat Tunis
Koublad Le Bot / Chervrollier
Youenn Kamm : Ojun


Benjamin Bouard - Enizi Feroe 1

Benjamin Bouard - Enizi Feroe 1

11/09/2024

Mouezh Benjamin Bouard ho peus klevet er radio deja . Hennezh a laboure e radio Kerne ewid an abadenn Rodeier ! Bremañ emañ é chom e Pondi. Ar paotr en deus beajet pasabl, ha hiriv e konta unan hag e veaj deomp, àr an Enezi Feroe, etre bro Skos hag Island. Er lodenn getañ-mañ e kaoja deomp hag ar langaj aze.
Muzik:
TOS (strollad) - Tíð Og Ævinleiki (ouian ket penaos vez lâret…)


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ