Drouiz eo Paskal Lamour. Savet en deus ur livr embannet n’eus ket pell zo anvet : « la parole du druide », un hentenn evid en em zizoleiñ get sikour heritaj ar gelted.
Hiziv vo displeget getañ ur pezh hag a zo a-bouez evit e breder : n’eo ket an den e-kreiz ar bed mes kemer a ra pezh ag an natur.
Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel 'ba Mirdi Breizh, 'ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Hiziv vo klevet kont ag ur varrikenn groet e koad ag an henamzer, antikite ma 'peus c'hoant, un dra ral tre zo bet diskoachet ba Roazhon àr plasenn Santez anna.
Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Ar wezh-mañ ec'h heuilhimp asambles getañ hentoù an amzer gallo-roman.
Christian Ar Meut a vourra kanañ a-c'houde eo krouedur. Eñ neus paset e vugaleaj just-a-walc'h kostez Pariz. Met daet eo endro da vro e familh, Krac'h. Aze neus desket parlant e dud-kozh, ar brezhoneg, hag a-gaoz d'an dra-mañ neus desket ur bochad diàr-benn e familh. Christian a gaoja ag an dra-mañ hiriv.