Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

An Amzer 1/2

An Amzer 1/2

13/04/2023

Arnev, Korvetenn, amzer trouboullet, pe pouk, kement a gerioù a zo ewit kozeal ag an oabl !
Monik ar Boulc'h a lâr deomp hiriv gerioù faota gouiet pa gomzer diàr-benn liv an amzer.
Muzik :
O'TRIDAL - Takanda


An Amzer 2/2

An Amzer 2/2

13/04/2023

Monique Ar Boulc'h a gaoza deomp diàr-benn liv an amzer ha toud ar gerioù ema gouiet ewit komz ag en oabl.
Muzik :
Kanour Noz : Glav hag aùel a ra


Ar marvañs 1/2

Ar marvañs 1/2

13/04/2023

Peogwir ema gouel an Holl-Sent ar sizhun-mañ e yamb da gaozal ag ar marvañs ha penaos n'em okupemp gwezharall ag ar re varv. Benjamin Bouard a radio Kerne zo daet d'hon bro-ni ewit atersiñ Monique ar Boulc'h !
MUZIK :
-Denez Prigent - Marv eo ma mestrez


Ar Marvañs 2/2

Ar Marvañs 2/2

13/04/2023

Ni 'gendalc'h hiriv kaozeal ag ar marvañs ewit gouel an Holla-Sent. Benjamin Bouard a Radio Kerne 'oa daet d'hon bro-ni d'atersiñ Monique ar Boulc'h ewit gouiet penaos n'em okupe an dud gwezharall ag ar re varv.
MUZIK :
Régis Huiban : Chanson pour les marins disparus en mer


Ar Louisiane 1/4

Ar Louisiane 1/4

13/04/2023

Maxime Crahé zo bet meur a wezh e Louisiane er Stadoù-Unaned. Hiriv e kaoza deomp ag ar parlant aze hag a-venn 'ta an dud Cajun.
MUZIK :
Cédric Watson - Pa Janvier


Ar Louisiane 2/4

Ar Louisiane 2/4

13/04/2023

Maxime Crahé zo kaojeal deomp ag ar Louisiane, ur stad en Amerik lec'h 'veze kaozet galleg gwezharall.
Ar wezh baset noa kaozet Maxime ag ar parlant just-a-walc'h, ha hiriv e ya da gomz diàr-benn ar melodeon, an akordeons savet aze.
MUZIK :
Alphonse Bois Sec - Tit Galop


Ar Louisiane 3/4

Ar Louisiane 3/4

13/04/2023

Maxime Crahé a gaoza deomp ag ar Louisiane, b'ar Stadou Unaned, pas pell ag an Texas.
Àr-lec'h bout kaozet ag ar parlant hag ar sonerezh, eñ gaoza deomp ag spered an dud aze. Petra tebront, petra vourront !
MUZIK :
Clifton Chenier : Zydeco Sont Pas Sale


Kanenn Djé 2/4

Kanenn Djé 2/4

13/04/2023

Jean-Claude Le Guennec zo anaùet "Djé" get an dud a Bondi. Ar paotr a Vubri neus savet ur ganenn ewit kozeal diàr-benn e vamm-gozh. Dastumet neus gerioù ag ar vuhez a-gunt get e vamm Denise ewit sevel un istoer,
get tammoù a vuhez e dud-gozh hag ar vuhez gwezhrall.
Ar wezh baset noa displeget Jean-Claude lodenn-getañ e ganenn ha ni ya da glevet an eil lodenn hiriv !
.
MUZIK
- TAOUARH : Tour


Kanenn Djé 3/4

Kanenn Djé 3/4

13/04/2023

Jean-Claude Le Guennec zo anaùet "Djé" get an dud a Bondi.
Ar paotr a Vubri neus savet ur ganenn ewit kozeal diàr-benn e vamm-gozh. Dastumet neus gerioù ag ar vuhez a-gunt get e vamm Denise ewit sevel un istoer, get tammoù a vuhez e dud-gozh hag ar vuhez gwezhrall.

Ni beus klevet ar lodenn getañ hag an eil deja, dalc'hamb get an deirvet hiriv ! !


Kanenn Djé 4/4

Kanenn Djé 4/4

13/04/2023

Setu lodenn zevezhañ ar ganenn savet get Jean-Claude Le Guennec, anaùet "Djé" get an dud a Bondi.
Ni zo arru b'ar goañv e-barzh ar sonenn. Jean-Claude a zisplega deomp petra veze groet get e dud-kozh durand
an termen-se
.
MUZIK
- Ketiketañ : Noz ar bloaz nevez
- Ampouailh : Serr-noz


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ