Martine ha Jil Auffret o deus savet endro un ti ba Klegereg àr-lerc'h bout laoket o zi-feurm. Lakaet o deus poan ewit implijet dañvezoù prop ewit an Douar.
Ur pikol labour oa ha Jil hag e ami Yannig a zisplega deomp toud pezh o deus groet adal ar penn-ketañ betag ar fin !
Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ. Da gomañs, selaoump anezhañ é kontañ deomp istoer telwennoù oedvezh an houarn.
Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getoñ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Ar sizhun baset hon oa kaozeet a delwennoù arem kozh-Noe bet kavet ba Breizh hag hiri 'vimp splujet adarre en oedvezh an houarn, da sellet ouzh pezhioù moneiz : «statères» vez groet anezhe.
Drouiz ema Paskal Lamour. Saùet en deus ur livr embannet n’eus ket pell zo anùet : « la parole du druide », un hentenn ewid en em zizoleiñ get sikour heritaj ar gelted.
Hiziv e tisplega petra zo a-barzh e livr ha perak eo a-bouez anavezout hor grouiennoù ha kavet un douar.
Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Klevet hon oe kaoz ar sizhun baset a bezhioù moneiz oedvezh an houarn, «statères» 'vez groet anezhe, hag hiziv vez kontet deoc'h istoer delwenn Berc'hed.