Ni ya d'ober konaisañs get Maryline Pollet. He zo chom ba bro Bondi a-c'houde ar bleadoù 90 met he zo a-orin an Oise, ba Norzh Pariz. A-c'houde he yaouankiz e vourra Breizh. Ha peogwir e oa skolaerez a-vicher, he deus groet pep-tra ewit deskiñ breton ha dont da vout skolaerez ba Breizh. He gonta toud tuchant !
MUZIK : Ar Skloferien - Gavotte À Deux Violons
Christian ar Meut a gaoja deomp a-zivout Flanchec, skrivet get Jean-Michel Le Boulanger. Daniel Le Flanchec oa maer Douarnenez etre an daou vrezel. Ar gwaz neus bet ur sapre buhez ba-raok mervel b'an Allamagn, àr-lerc'h bout sikleriet d'an nazied get e vouez.
Christian Ar Meut a lenna passabl ha hiriv e kaoja deomp ag ur vandenn dreset anavet La Frontière Bretonne, savet get Philippe Créhange ha Benjamin Keltz. An daou gazetenner o deus groet un enklask diàr istoer "adunvaniñ Breizh", réunification Breizh...
Damb endro da gaozeal diàr-benn ar labour bras o deus groet Jil ha Martine Auffret en o zi.
Ar wezh baset, Jil neus lâret deomp petra o deus groet ewit ar leur hag ar blañcheris, ha hiriv e kaoja deomp ag ar mogerioù hag an doenn.
Muzik : Ampouailh - Skañv (mazurka)