Rodeier

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Itron-Varia Treguron

Itron-Varia Treguron

13/04/2023

Tri c'hilometr deus bourc'h Gouezeg emañ Itron-Varia Treguron. Peuzkozh eo ar chapel-se : al lodenn gentañ a oa bet savet sur a-walc'h er XVIvet kantved. Ur feunteun gaer zo un tammig pelloc'h ivez, e traoñ ar chapel. En enni 'vez gwelet ar Werc'hez gant he bronnoù e-maez, pezh ne vez ket gwelet nimblec'h ebet mod-all e Breizh-Izel. Dont a rae merc'hed ar vro gwechall da frotañ o bronnoù gant dour ar feunteun evit dezho kaout laezh da vagañ o bugale. En deiz-hiziv n'eus ket droad da vizitañ ar chapel, ne vez ket digoret d'an dud ken, kar dañjerus eo : komañset eo an traoù da vreinañ e-barzh ha setu zo risk dezhi marteze da gouezhañ en he foull a-benn un nebeut bloavezhioù. Met Benjamin 'neus gallet mont da vizitañ anezhi memestra, asambles gant daou zen deus komite ar chapel : François Jaouen ha Henri Dreau.


N'eus ket marc'h-mor ebet mui

N'eus ket marc'h-mor ebet mui

13/04/2023

Ar Forest-Fouen zo cheñchet kalz abaoe ar brezel. Div wech muioc'h a dud zo 'chom er gomun evit ma oa gwechall, distrujet 'zo bet ur bern parkeier evit sevel tier ha tachennoù-kamping, ha savet 'zo bet ur pezh mell marina ivez, unan deus ar re vrasañ zo e Breizh. N'eus ket pesketour a-vicher ebet ken ha ne chom nemet un nebeut-tre a gêrioù. Odile zo ganet er Forest-Fouen a-raok ar brezel, ha setu 'deus gwelet an traoù o vont da cheñch bep un tammig. Soñj 'deus mat-tre deus an aod amzer he yaouankiz ha deus al loened a veze kavet war vord ar mor. Kontañ a ra deomp deus al labourioù spontus a oa bet er bloavezhioù 1970 ivez, pa oa komañset da sevel ar porzh nevez. Asañtet 'deus safaret deomp deus he familh ivez : he zud-kozh, he zad, he mamm hag he gwaz.


Al labourer-douar deus Penmarc'h

Al labourer-douar deus Penmarc'h

13/04/2023

Tunvezh ha Youenn Wloegen zo bet e Penmarc'h oc'h en em gavout asambles gant Daniel, ganet er barrez, evit kontañ deus al labour-douar gwechall e Bro ar Vigoudenned.


Jean en Aljeri

Jean en Aljeri

13/04/2023

Tri-ugent vloaz 'zo 'oa sinet ar peoc'h etre ar Frañsizien hag an Aljerianed e Evian. Ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anveet ar brezel-se. Diaes a-walc'h eo da lod kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m'o doa bet eno. Jean Thomas zo ganet e Plovan, e-lec'h ma oa o talc'hen ur gigerezh asambles gant e vamm a-benn 'oa kroget ar brezel en Aljeri. Ne oa ket sañset mont di da zigentañ, met bloaz oa chomet en Aljeri memestra, a-raok dont d'ar gêr en-dro. Kiger e rejimant 'oa-eñ, hag ar giz-se neuze 'c'halle reiñ muioc'h a voued d'ar brizonerien aljerian.


Lors er C'hanada

Lors er C'hanada

13/04/2023

Lors Dreo zo ganet e Sant-Toz. Goude bezañ bet o labourat e Karaez 'oa graet e soñj gantañ da vont d'ar C'hanada da gavout labour eno, er bloavezhioù 1950. Bet eo bet o labourat un tamm partout. O tastum legumaj pe leurnez eo bet e-kichenn Montréal, bet eo bet o labourat en ur restaorant pe c'hoazh e-barzh un uzin kirri-nij. Hag ambochet eo bet memes evit mont d'an Norzh da labourat, e douar Baffin, en tu all d'ar c'helc'h artik. Kontet a ra tout an dra-se deomp hiziv.


Gilles Goyat - An douar hag an dud

Gilles Goyat - An douar hag an dud

13/04/2023

Bet eo bet Benjamin Bouard e Plozeved oc'h en em gavout asambles gant Gilles Goyat, evit dezhañ safaret deomp deus e levr nevez : Plozévet : la terre et les hommes - An douar hag an dud, embannet gant Skol Vreizh. Gilles Goyat en deus studiet ar c'hadastr kozh, bet savet e Plozeved e 1828. Renablet en deus an anvioù a vez kavet war e c'horre (anvioù ar c'hêrioù, anvioù ar meneier ... ha dreist-holl anvioù ar parkeier), evit klask kompren petra o deus da welet gant istor ar vro ha buhez an dud gwechall-gozh.


If en Aljeri

If en Aljeri

13/04/2023

E miz-Kerzu 2021 'oa graet e soñj gant ar prezidant Emmanuel Macron d'ober koñje d'an istorianed da zigeriñ dielloù 'zo deus brezel an Aljeri. N'eus ket amzer da goll, peogwir ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anveet ar brezel-se. Diaes a-walc'h eo da lod kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m'o doa bet e-pad o amzer-servij. Yves Le Gac, maer kozh Ploneve, a pa bet oc'h ober e goñje en Aljeri etre 1956 ha 1958. Kontet en deus da Benjamin Bouard penaos oa an traoù eno.


Labour ar merc'hed gwechall

Labour ar merc'hed gwechall

13/04/2023

Aujourd'hui nous sommes en Querrien, en compagnie de Simone Fer, pour parler du travail des femmes à la campagne autrefois. Le travail était dur autrefois, pour les femmes c'était sans doute encore plus difficile : elles devaient aller traire, s'occuper des enfants, laver le linge et préparer les repas, avant de partir au champ aider les hommes. Simone nous parlera également de sa famille et de Kervariet, où elle habite depuis toujours.


N'emaomp ket e Rosporden !

N'emaomp ket e Rosporden !

13/04/2023

Bet omp bet e Kernevel oc'h en em gavout asambles gant Anne-Marie hag Alain Boëdec. Ganet int o-daou e Kernevel, met n'int ket ganet e Rosporden ! A-benn neuze ne oa ket bet staget c'hoazh parrez Kernevel deus komun Rosporden : e 1974 'oa bet graet, goude ma oa votet al lezenn Marcellin e 1971. Met mont a rae tud Kernevel da Rosporden da gavout labour memestra, na posubl oa c'hoazh ur bern plasoù e Kernevel gwechall. Anne-Marie hag Alain a gonto o soñjoù deomp neuze, amzer o yaouankiz hag ar cheñchamañchoù bras zo bet e Kernevel abaoe ar brezel.


'Oa ket ar mare da vont da Vrest ...

'Oa ket ar mare da vont da Vrest ...

13/04/2023

Jos Taro, paotr Loktudi, omp bet o welet en-dro adarre, hag an taol-mañ 'neus bet c'hoant da gontañ deomp deus ar brezel diwezhañ. A-benn neuze 'oa-eñ re yaouank evit bezañ mobilizet, ne oa ken unnek bloaz pa oa diklaret ar brezel. E vreudeur n'o doa ket bet kement-all a chañs : kaset 'oant bet d'en em gannañ e 1940, ha prizoniet 'oant bet e-pad pemp bloaz en Alemagn goude-se. D'ar mare-se 'oa tud Jos o talc'hen douar e Forest-Fouen, hag bec'h 'oa bet er vro gant an Almañted hag ar Rezistañs. Kontañ a raio deomp deus ar bombardamañchoù e Brest ivez, ha deus ar Vrestiz a teue da glask repu e Fouen. Kontañ a raio deomp deus istor e vreur, Yvon, a oa bet oc'h en em gannañ e Dunkerque, a-raok bezañ kaset d'an Alemagn da labourat.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ