Hiziv emaomp asambles gant Henri Dreau e Gwezeg. Ganet eo er barrez, kostez ar menez, e-lec'h ma oa e dud o talc'hen douar e-kichenn Karreg an Tan. Ur bern traoù 'neus da gontañ deomp : penaos veze troc'het lann gwechall diwar-c'horre ar menez ha da betra servije goude-se ; penaos veze dispartiet en ur mod ar re baour hag ar re binvidik e Gwezeg ; ... Diskouez muioc'h
Hiziv emaomp e Langoned, asambles gant Denis Bozeg. Langoned zo e departamant ar Morbihan, met n'emañ ket e Bro-Gwened ! E Bro-Gerne emañ atô, eus an tu-mañ d'ar stêr Ele hag a ra an disparti etre Langoned ha Ploure, hag etre Bro-Gerne ha Bro-Gwened. Asambles gant Denis neuze 'vo graet tro parrez Langoned da gentañ, ha goude-se 'vo graet div droiad... Diskouez muioc'h
Anne-Marie Gloaguen 'deus klevet brezhoneg en-dro dezhi abaoe atô. He zud a ouie brezhoneg mat-tre, met evel ur bern Bretoned all o deus kavet gwelloc'h deskiñ galleg dezhi da gentañ. Met Anne-Marie a faote dezhi deskiñ brezhoneg memestra ! Benjamin Bouard a zo bet e Langoned oc'h en em gavout asambles ganti, evit dezhi kontañ dezhañ penaos oa-hi k... Diskouez muioc'h
Thérèse Buff zo ganet e Terrug, met a-benn oa-hi dimezet d'he gwaz 'oa aet asambles gantañ d'an Aljeri da chom, e Oran, er bloavezh 1957. A-benn neuze 'oa komañset ar brezel dija, met Thérèse n'eo ket bet maleürus eno. E Oran ne veze klevet kaoz deus ar brezel nemet gant ar post-radio d'ar mare-se ha n'eo ket chomet pell a-walc'h evit gwelet an tra... Diskouez muioc'h
Miz-Du ha miz-Kerzu a zo mizioù trist. Teñval ha yen eo an amzer ha krog an devezioù da verraad, an dra-se zo kaoz sur a-walc'h eo bet graet "ar mizioù du" deuzouto. Met gwechall ne oa ket ken trist ha se pa teue fin ar bloaz, dreist-holl da zevezh Nedeleg pe d'an deiz kentañ ar bloaz ! Benjamin zo bet e Terrug oc'h en em gavout asambles gant Yvonn... Diskouez muioc'h
Tri-ugent vloaz 'zo eo cheñchet ar mod d'en em dommañ. En deiz-hiziv 'vez implijet ar gaz, an tredan hag ar fioul da dommañ an ti peurvuiañ, ha gwechall ne veze ket graet 'met gant keuneud, pe gant glaou a-wechoù, pe c'hoazh gant mouded (taouarc'h) a-blasoù. Daou seurt mouded a oa : mouded du, a veze tennet don en douar, ha mouded kign, a veze tenn... Diskouez muioc'h
Asambles gant Ivonnig Tardivel omp bet oc'h ober anaoudegezh hiziv e Pont 'n Abad, evit dezhi safaret deus he buhez deomp. Ganet eo e Loktudi, met a-benn oa-hi pevarzek vloaz 'oa bet e Soissons o labourat gant he mamm-gozh. Goude-se 'oa dimezet ha 'oa deuet da Vreizh en-dro, da labourat en uzin Béziers e Pont 'n Abad.
Deus pelec'h teu ar gwez-sapin a vez prenet ganeomp da vare Nedeleg ? Deus Skaer ! Ya, al lod brasañ deus ar gwez-sapin a vez gwerzet e Breizh e fin ar bloaz a vez produet gant an embregerezh Greencap e Skaer. Gwez-sapin a vez gwelet partout eno : etre 350 000 ha 400 000 a vez produet bep bloaz, war-c'horre 700 ha. Degasiñ a ra labour er vro, met t... Diskouez muioc'h
Degouezhet omp er C'hap hiziv, e Beuzeg, evit ober anaoudegezh gant Annick Ansker. Evit ar wech tout emañ o chom e Beuzeg, hag e-pad ur c'hrogad eo bet o talc'hen un ostalidi er vourc'h. Met n'eo ket deus he micher emaomp 'vont da brechañ, met kentoc'h deus ar skol e-doug ar brezel. Bugel-tre oa Annick pa oa diklaret ar brezel, met soñj he deus deu... Diskouez muioc'h
Hiziv emaomp e bro ar Bigoudenned, e Lechiagad war vord ar mor, asambles gant Monique Meleneg. Benjamin a zo bet oc'h en em gavout asambles ganti evit dezhi safaret deomp deus ar skol. Ar skol gwechall, a-benn oa-hi skoliatet e skol ar seurezed, ha goude-se pa oa aet da skolaerez ha kaset da gelenn pell deus he bro, e departamant ar Mañch. Met n'eo... Diskouez muioc'h