Rodeier

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Joel en Aljeri

Joel en Aljeri

13/04/2023

Ne chom ket kalz a dud ken evit kontañ deus brezel an Aljeri : ar re zo bet oc'h ober brezel en Aljeri zo bremañ pevar-ugent vloaz, pe ouzhpenn.
Bet omp bet o welet Joel Huiban e Kervegen (Skaer). Hennezh oa bet kaset d'an Aljeri e 1960, ha peogwir 'noa bet e bermi a-raok 'oa-eñ bet lakaet da gonduiñ kamonioù. Ar giz-se neuze 'noa gallet gwelet bro, deus Alger betek ar Sahara, o kas soudarded pe ravitailhamant deus un eil kêr d'eben, pe deus un eil kazern d'egile.


Ur Belj e bro ar Bigoudenned

Ur Belj e bro ar Bigoudenned

13/04/2023

Tre e-kreiz bro ar Bigoudenned emaomp hiziv : e Kerlaouedeg e Ploneour-Lanwern, asambles gant Germaine hag Emile Andro, da gontañ deus ar brezel diwezhañ.
E-pad ar brezel diwezhañ 'oa deuet Beljed da Vreizh da glask repu, pa oa aet an Almañted d'o bro. Unan deuzouto a oa bet degemeret e Pornaleg gant familh Emile. Met ar Belj-se ne oa ket gwall fier da zigentañ : gant an Normañted 'oa bet lâret dezhañ 'oa ar Vretoned tud gouez ! Emile a gonto deomp deus an devezh pa oa diklaret ar brezel ivez, ha Germaine lâro deomp deus he zad a oa bet kaset d'an Alsas d'en em gannañ.


Maurice e Pariz

Maurice e Pariz

13/04/2023

Maurice Poulmarc'h zo ganet e Plonevez ha bet savet er Fouilhez, met e-pad tregont vloaz eo bet o chom e Pariz ivez. Hag eno 'neus ket disoñjet e vro nag ar brezhoneg, ar c'hontrol-bev eo ! Kalz traoù 'neus desket e Pariz diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, asambles gant tud evel Mona Bouzeg lakaomp.


Chapelioù ar vro

Chapelioù ar vro

13/04/2023

A-benn ar 17 hag an 18 a viz Gwengolo emañ devezhioù ar glad. E-giz boaz 'vo digoret chapelioù d'an dud hag a zo lod deuzouto ha ne vênt ket digoret nemet ur wech ar bloaz, da zevezh ar pardon. Benjamin Bouard zo bet o vizitañ teir chapel :
---chapel Sant-Kom e Sant-Vig, asambles gant Lan Kabiten ha Yann-Youenn Larour
---chapel Sant-Seleia e Brieg, asambles gant René Pétillon
---chapel Kilinenn e Landrevarzeg, asambles gant Daniel Kernalegenn


Marie-Hélène Morvan : ar brezhoneg hag an teatr

Marie-Hélène Morvan : ar brezhoneg hag an teatr

13/04/2023

Marie-Hélène Morvan zo ganet e-barzh ar brezhoneg ha n'eo ket dihanet da safaret brezhoneg morse ! Kontañ a ra deomp pegen tomm eo he c'halon deuzoutañ ha penaos eo-hi em en lakeet d'ober teatr e brezhoneg, gant Strollad Kallag, evit ar re vras koulz hag ar re vihan !


Orgouilh Ploneve, paourentez Lokorn

Orgouilh Ploneve, paourentez Lokorn

13/04/2023

Anna Brelivet ha Mari Keo vo klevet en abadenn hiziv, evit kontañ deomp soñjoù deus amzer o yaouankiz ha deus o buhez bremañ. Mari zo 99 bloaz ar bloaz-mañ, hag Anna zo 102 vloaz ! Deus Ploneve int o-div. Anna zo bet o talc'hen douar e Ploneve ha n'he deus ket kuitaet ar barrez morse. Mari oa aet da Lokorn da chom pa oa dimezet, kar re ger oa an douaroù e Ploneve.
Tud Ploneve ha tud Lokorn ne oant ket tamm ebet ar memes re : re Bloneve a veze graet "teilijen" deuzouto, e-lec'h re Lokorn a veze leshañvet "trouilhoù Lokorn". "Orgouilh Ploneve, paourentez Lokorn" e-giz ma veze lâret !


Gardian ar c'hoad (1/2)

Gardian ar c'hoad (1/2)

13/04/2023

Jean-Paul Le Rol zo bet o labourat evel gardian en ONF e-pad daou-ugent vloaz. Bet eo bet Benjamin o welet anezhañ e Morgad evit kontañ deus ar cheñchamant zo bet e-barzh ar vicher, abaoe ma oa bet krouet an ONF e 1964. Ne vez ket labourat e-giz gwechall ken, met un dra all zo c'hoazh : cheñchet eo ar mod da sellet deus ar c'hoajeier er Frañs ivez.


Gardian ar c'hoad (2/2)

Gardian ar c'hoad (2/2)

13/04/2023

Eil lodenn an abadenn e Morgad asambles gant Jean-Paul Le Rol, bet o labourat en ONF, e-pad 40 vloaz, hag en deus kontet da Benjamin Bouard deus e garierenn ha deus ar cheñchamant zo bet e-barzh ar vicher abaoe ar bloavezhioù 1960.


Ur breton yaouank e bro Mao (1/2)

Ur breton yaouank e bro Mao (1/2)

13/04/2023

Fañch Galand zo ganet en Edern, e-kichenn Brieg. Er bloavezh 1975 'oa graet e soñj gantañ da vont d'ar Chin da labourat. Anvet 'oa bet e skol-uhel Nankin, evit deskiñ galleg d'un nebeud tud yaouank. Met ne oa ket aet e-unan : e wreg Renée hag o zier merc'h a oa deuet asambles gantañ ivez. A-benn neuze 'oa c'hoazh Mao Zedong e penn ar gouarnamant, met marv 'oa peuzfonnus goude-se, e miz-Gwengolo 1976. Komañset 'oa ar vro da zigoriñ un tammig hag Revolusion ar c'hultur 'oa war he fin. Daou vloaz 'oant chomet eno a-benn ar fin, a-raok dont d'ar vro en-dro.


Ur Breton yaouank e bro Mao (2/2)

Ur Breton yaouank e bro Mao (2/2)

13/04/2023

Fañch Galand zo ganet en Edern, e-kichenn Brieg. Er bloavezh 1975 'oa graet e soñj gantañ da vont d'ar Chin da labourat. Anvet 'oa bet e skol-uhel Nankin, evit deskiñ galleg d'un nebeud tud yaouank. Met ne oa ket aet e-unan : e wreg Renée hag o zier merc'h a oa deuet asambles gantañ ivez. A-benn neuze 'oa c'hoazh Mao Zedong e penn ar gouarnamant, met marv 'oa peuzfonnus goude-se, e miz-Gwengolo 1976. Komañset 'oa ar vro da zigoriñ un tammig hag Revolusion ar c'hultur 'oa war he fin. Daou vloaz 'oant chomet eno a-benn ar fin, a-raok dont d'ar vro en-dro.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ