Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel Em Fenn - Yaou 15 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Yaou 15 a viz Genveur

15/01/2026

Barzh an abadenn-mañ e komz Riwana ar Gall a-ziar he labour èl mestrez-poull, ha dreistoll a-ziar he labour get divroidi edan an oed. Modarall e klevit an eil lodenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar an dastumad barzhonegoù 'E ty an archeteclin' get Iwan Couée, ha kavet 'vo en-dro Kristian ar Braz e pennad-kaoz ar sizhun.
Keleier ar vro get Anton Burel, animiñ get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Merc'her 14 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Merc'her 14 a viz Genveur

14/01/2026

Un tammig emañ berroc'h an abadenn hiniv, a gaoz da broblemoù teknikel barzh an abadenn tre g'an hent; troc'het int bet ag ar podkast.
Hiniv e klevit Claire le Moign a Gouel Broadel ar brezhoneg é reiñ doereioù GBB: an anvioù kentañ, ar bilhederezh klok a zo bremañ da gaouet enlinenn, hag an eil emvod aoziñ, hag a vo d'ar 31 a viz Genveur e Ti ar vro Kemperle.
Klevet vo ivez ur gronikenn Barzaz, a-ziar an dastumad barzhonegoù En Ti An Archeteklin get Iwan Couée, ha kavet vo en-dro Kristian ar Bras e pennad-kaoz ar sizhun.
Keleier ar Vro get Metig Jakez-Vargas, hag Emrys é animiñ ar radio!


Avel Em Fenn - Meurzh 13 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 13 a viz Genver

13/01/2026

L’Homme-Poisson, un abadenn c’hoariva skrivet ha c'hoariet gant David Walh a vo d’an 20 a viz Genver er sal Ar Champ Au Roy e Gwengamp. Hiroc’h nebeut gant Tomaz Kloareg, leurenner anezhañ, ouzh mikro Typhaine Leon, deus Radio Kreizh Breizh - Radio Treger Goueloù.
Un enkadenn a zo gant kalz a verkoù dilhad ba bro C’hall...abalamour da betra ? Respontoù gant Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons.
Kristian Braz diwar-benn e labour troer hag ar skrivagnerien a blij dezhañ.
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Stajiadez Stumdi Gwengamp : Morgane Suire, mersi bras dezhi !
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 12  viz Genver

Avel Em Fenn - Lun 12 viz Genver

12/01/2026

An eil sizhunvez gant Kristian Braz, skrivagner ha troer anezhañ, lakaet e vez ar gaoz diwar-benn ar bed politikel er bloavezhioù 80.
Un abadenn nevez a zo da welout war chadenn Brezhoweb, Brezhoneg Komedi Klub eo he anv. Florent Grouin, a lâr muioc’h diwar-se.
Poltred Breizhad gant Denez !
Stajiadez : Morgane Suire
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 9 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Gwener 9 a viz Genveur

09/01/2026

An abadenn hiniv zo èl un heuliadenn àr kani dec'h! Neuze, c'hwi glevey c'hoazh ur wezh tud Tanork é komz ag o strollad metal, doc'h mikro Gregory a Radio Balises. Klevet vo ivez an eil hanterenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar ar livr A-drek kerreg Tevrieg get Hervé Sébille-Kernaudour.
Aveid ar wezh ziwezhañ ar sizhun-mañ e klevit Kristian ar Bras e pennad-koaz ar sizhun, mes.... donet a rey en-dro ar sizhun-ma'za! Pennad-kaoz ar pemzekteiz an hani eo!
Abadenn animet get Emrys


Avel Em Fenn - Yaou 8 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Yaou 8 a viz Genveur

08/01/2026

A gaoz da gudennoù teknikel n'eus ket bet ag ar c'heleier barzh an abadenn-mañ, ha chanchet eo bet un tammig an urzh!
Klevet vez ar lodenn gentan ag un atersadenn get ar strollad Tanork, graet get Gregory a Radio Balises. Ar bare metal-mañ zo e-touesk an anvioù kentañ embannet aveid GBB ar ble-mañ.
Hanterenn gentañ ur gronikenn Barzaz vo klevet ivez, a-ziar ar romant A-drek kerreg Tevrieg get Hervé Sébille-Kernaudour. Ur romant aveid ar grennarded an hani eo.
C'hwi gavey en-dro Kristian ar Braz doc'h mikro Yann Boishardy e Pennad-kaoz ar sizhun, ha doere personel zo get ho animatour ag an devezh ivez: Neshka a vo adalek bremañ Emrys, ker emañ-eñ é ober transition jener!


Avel Em fenn - Merc'her 7 a viz Genver

Avel Em fenn - Merc'her 7 a viz Genver

07/01/2026

Didier Dreo, gitarour ha kaner anezhañ, evit ur rakres nevez «Kanaouennoù ba tal ar bern foenn». Istorioù deus an amzer gwechall kontet gant e familh.
Pennad kaoz ar sizhun : div lodenn gant Kristian Braz diwar-benn e darempredoù gant ar brezhoneg hag ar broioù e lec'h ma en doa bevet.
Keleier ar vro : Metig Jakez-Vargas
Teknik : mersi bras da Sahel Frangeul !
Buheziñ : Yann Boishardy


Dazonet Enez Berder, get Brendan Budok

Dazonet Enez Berder, get Brendan Budok

07/01/2026

Enez Berder zo ur gaer a enezenn e kumun Larmor-Baden er Mod-Bihan. Bepred o deus bet plijadur an dud da vonet da vale du-hont, aveit profitiñ ag an natur hag ar glad. Mes petra zo arriv ? Prenet an enezenn get ar strollad Giboire abenn sevel ur leti chik ha cheuc'h ha betonsiñ an enezenn abenn krouiñ ur pezh parkva. N'eo ket bet a-du get kement-se tud ar vro, ha ind da stourm a-enep ar raktres. Gounezet o deus er lez-varn, mes n'eo ket achu ar stourm... Ha bremañ eo daet er-maez ur livr leun a raktresoù aveid kroeiñ un dazonet d'an enezenn lec'h ma c'helley rac'h an dud tenniñ splet anezhi, en ur mod holldegemerus ha padus.
Emrys a Radio Bro Gwened en deus komzet get Brendan Budok ag ar stourm, ar livr, ha liammoù personnel Brendan get an enezenn.


Avel Em Fenn - Meurzh 6 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 6 a viz Genver

06/01/2026

Pennad kaoz ar sizhun gant Kristian Braz, skrivagner, troer, paotr ar radio...a gont e vugaleaj er Fouilhez. Penaos oa ar vuhez eno evit ur bugel e-kreizh ar c’hantved tremenet ?
Ha penaos eo ar vuhez e Kreizh-Breizh evit an estranjourien.rezed ? Petra ar ra ar C’HADA, ar Greizenn Degemer Evit Goulennerien Bod evit sikour anezhe ? Rsspontoù gant Azélice Kras a labour evit ar C'HADA e Rostren.
Georges Courtois, un den en doa graet ur skrapadenn ostaj e Palez Justis Naoned e 1985. Setu ur pennad kinniget gant ar gelaouenn Bretons ha Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez anezhi.
Keleier ar vro : Aodren Trehin
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 16 a viz Kerdu

Avel Em Fenn - Meurzh 16 a viz Kerdu

16/12/2025

Kristian Rivoalen a ginnigur sonadeg aozet gantañ ha gant arzourien.ezed all tro dro kanaouennoù Nedeleg e brezhoneg a vo d'an 28 aviz Kerdu en iliz chapistr Rostren.
Jean-Alain Thomas a lak ar gaoz diwar-benn ar yezhoù e Aljeri hag e bro Togo e lec’h en doa bevet pa oa yaouank.
Ha deus ar vroadelourien vreizhat eo anv gant Maïwenn Raynaudon, penn- redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ