Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel Em fenn - Meurzh 28 a viz Ebrel

Avel Em fenn - Meurzh 28 a viz Ebrel

29/04/2026

Fest-noz an Dibar e Plougonver a vo dalc'het d'an 2 a viz Mae, ur fest-noz kinniget gant ar gevredigezh Sonerien ha Kanerien an Hanternoz. Klevet e vez Sylvain Rouz, kenprezidant ar gevredigezh, aterset gant Typhaine Leondesu RKB ha RTG.
Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a lak ar gaoz diwar golo niverenn miz Mae ar gelaouenn, da lâret eo mojenn ar matriarkelezh breizhat.
«Dasson ar Galon», un daol grenn tro dro d’ar varzhoniezh, gant Rona Postic ha Patrig Drean enrollet e Ti Douar Alre.


Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Ebrel

27/04/2026

E Mirdi Skol Botoa ez eus un diskouezahdeg diwar an doare oa bet desket ar merc’hed hag ar baotred gant skol ar Republik. Muioc'h gant Cedric Binet, animatour ar mirdi.
E Miz Meurzh oa bet aozet an abadenn-varzhoniezh «Dasson Ur Galon» gant Ti Douar Alre ba Pluvigner. A-hed ar sizhun e klevfet Ronan Postic ha Padrig Drean.
Florent Grouin, deus Brezhoweb a ginnig Deiziater ar miz.
Keleier : Anton Burel
Stajiad Stumid Brest : Ronan Riou
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 24 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Gwener 24 a viz Imbrilh

24/04/2026

Abenn disadorn e tey er-maez pladenn gentan ar strollad Dañs ar Jaze! Emrys en deus komzet get paotred ar strollad a-ziar ar bladenn, ar muzik, ha spered Dañs ar Jaze
Distro eo Loeiz Beleg get e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, hiniv a-ziar 'Akademgorod', ur geriadennig skiantel penn-da-benn, kollet e koedoù ar Siberi....
Hag aveid ar wezh zivezhan e klevit Chan-Glaod Taleg doc'h mikro Yann Boishardy, é kontiñ ar c'han-ha-diskan
Benjamin Bouard a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!


Avel Em Fenn - Yaou 23 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Yaou 23 a viz Imbrilh

23/04/2026

Aveid ar wezh kentañ e vo aozet ur Pride, pe kerzhadeg ar lorc'hioù, e Rostren! Benjamin Bouard a Radio Breizh en deus aterset Loeizon ag ar gevredigezh Antidotes, e karg ag an aozadur
Mailys Princé he deus savet ur geriadurig aveid brezhoneg enez Groe: kontiñ a ra hiroc'h doc'h mikro Aodren Trehin a Radio Breizh
Ha Chan-Glaod Taleg a lar muioc'h a-ziar ar c'han-ha-diskan e pennad kaoz ar sizhun
Aodren Trehin a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!


Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Ebrel

22/04/2026

Kudennoù teknikel zo bet, n'eo ket klok tout ar bodkast !
Sonerezh ba an abadenn, gant Maiwenn Guillon ha Gweltas Rault, deus ar C’hreizh Breizh Akademi. Tonioù ha kanaouennoù ivez gant Chan Claod Taleg a displeg penaos ha gant piv eo kroget da ganañ er bloavezhioù 70'.
Poltred Breizhad : Angela Broustal
Keleier : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Ebrel

20/04/2026

D’an 8 a viz Mae e vo un devezh important evit ar brezhoneg, da lâret eo loc’hañ ar Redadeg ba Lannuon, ha betek ar 16 a viz Mae e vo ur bern tud o c’haloupat noz ha deiz war hentoù ar vro. Fulup Kere, rener ar Redadeg a lâr muioc’h diwar an darvoud-mañ !
Pennad Kaoz ar sizhun : foetañ bro, setu ar pezh a ra ivez Chan Claod Taleg evit mont da gañan un tamm pep lec’h abaoe bloavezhioù.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig programmoù ar vakansoù.
Keleier ar vro hag ar bed : Benjamin Bouard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Am Fenn - Gwener 10 a viz Imbrilh

Avel Am Fenn - Gwener 10 a viz Imbrilh

10/04/2026

An dibenn-sizhun-mañ emañ Kan ar Bobl e Pondi, neuze èl rezon e klevit Maksim Crahé, prezidant Kan ar Bobl, é komz ag ar fest en hous abadenn hiniv. Emañ Kan ar Bobl é klask tud nevez aveid ar burev! Neuze lakait hous anv mard oc'h intereset ha ma faot deoc'h e vo kendalc'het get ar vrav a fest-mañ!
Modarall e klevit aveid ar wezh ziwezhañ Enora Molac é komz a raktres Kenleur 'Ar pezh a chom', hag Enora c'hoazh ur wezh, asambl get Caroline Trouillet, e lodenn ziwezhan ar gronikenn Splann aveid ar miz-mañ.
Ar c'heleier vo kaset get Metig Jakez-Vargas, ha pas get Erwan Blanchard èl ma laran e penn kentañ an abadenn.
Abadenn kaset get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Yaou 9 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Yaou 9 a viz Imbrilh

09/04/2026

Arriv eo prantad ar festivalioù! Da d'an eil ha d'an trivet a viz Mae vo aozet 'le Cri du Coquelicot' e Kamorh, e-kreiz lanneier Lanvaoz. Muioc'h get Valérie ag an aozadur.
Modarall e vo kendalc'het ar gaozeadenn get Enora Molac a-ziar raktres 'Ar pezh a chom' get Kenleur, ha c'hwi glevey eil lodenn kronikenn Splann ar miz-mañ.
Anton Burel a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!


Avel Em Fenn - merc'her 8 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - merc'her 8 a viz Imbrilh

08/04/2026

Emañ gourfenn Kan ar Bobl é tostaat, ha chetu unan ag an tolpoù-bro diwezhañ, hag unan ag ar re vrasañ: kani Lokoal-Mendon! Ur reportaj get Maksim Crahé a Radio Bro Gwened
Daet eo en-dro kronikenn Splann get doereioù ar media-enklask-mañ aveit ar miz-mañ: chetu ar lodenn gentañ
Muioc'h get Enora Molac a-ziar raktres 'ar pezh a chom' get Kenleur
Keleier ar Vro get Anton Burel
Abadenn animet get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Ebrel

07/04/2026

Plijadur zo er festoù-noz abaoe 30 vloazh gant ar strollad Loened Fall, a zo vont da lidañ an deiz ha bloazh-mañ e Pañvrid ar Beskont d’ar Sadorn 18 a viz Ebrel. Muioc'h gant Marthe Vassallo, unan deus mouezhioù ar strollad.
Gant Enora Molac e vez anv deus ar gevredigezh Ar Pezh A Chom, Ce Qui Reste, ur gevredigezh a glask sevel liammoù etre tud disheñvel o sevenadurioù, e karterioù poblek bro Gwened.
Keleier ar vro : Benjamin Bouard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ