El Canto General, setu titl ur barzhoneg meur, ur gronikenn a gomz diwar-benn Amerika ar Su a-bezh. Embannet oa bet e 1950 gant Pablo Neruda, ar barzh eus bro Chili. Choajet en deus laz-kanan Kemper Les Chemins de la Voix lakaat da glevout an oberenn El Canto General,. Ur sonadeg a vo ba Rostren ar 16 a viz c’hwevrer. Robert Le Crann, ezel eus laz kanañ Les Chemins de la Voie, a zo ouzh mikro Maelle Auzias, deus Radio Kreizh Breizh.
Laouen Nikolaz, eus Keit Vimp Bev a gomz diwar-benn an ti-embann, en deus dilojet nevez'zo evit mont d'en em staliañ e Ti Ar Vro Karaez.
E 1970 oa bet lazhet Odile, dousig Louis Bocquenet, gant he dousig bet , ar pezh oa ket anvet ur feminisid er mare-mañ. Bepred en deus Louis Bocquenet skrivet levrioù diwar e vuhez bersonel pe e vuhez vicherel met e oa ret dezhañ, hanter-kant vloazh goude marv e dousig, echuiñ gant e labour kuñv en ur embann al levr La Passagère.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe
Teknik an abadenn : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy
Barzh ar studio get Neshka e oe Agnès, stajiadez Stummdi e ti RBG. Kinnig a ra div sonenn a blij dezhi!
Modarall e komz Alan Goulven ag an avaldoar hag e vo klevet achumant troiad Gireg Konan kostez Perroz e bro Dreger. Ha Lukian Kergoat a gontey deoc'h a-ziar 'sindrom an dic'hallusted d'en em gompren', anavet genomp-ni ivez èl 'kleñùed d'é ket er miam berton'.... mard oc'h koutant!
Keleier get Gwenvael Delanoe.
Barzh an abadenn hiniv e klevit a-ziar an eskemm parkoù get Youenn Gloagen ha Gireg Konan a gendalc'h da gomz a-ziar anvioù-lec'h kostez Perroz e bro Dreger. Mael Gwenneg a gont deoc'h a-ziar kentstrivadeg ar bagadoù e Brest, skignet get FR3 àr an internet, hag ar c'heleier vez kaset get Aodren Trehin ha stajiadez RBG Agnès!
An eil lodenn ag an atersadenn get Nolwenn Korbell a-ziàr he fladenn nevez, ha kendalc'het vez ar gaozeadenn get Gireg Konan a-ziar anvioù-lec'h kostez Perroz.
Tara Adeux a gont deomp hiroc'h a-ziar goulennaoueg Radio Breizh: kerzhit d'he leuniiñ ma faot deoc'h laret ho soñj a-ziar an appli nevez a vo savet gete! Oc'hpenn-se e laka ur c'houstele kaer d'ar sonerion get difi Badoum 48.
Kaset vez ar c'heleier e kreiz an abadenn get Metig Jakez-Vargas
Gireg Mouton a zo ur peizant nevez staliet e Logivi Plougraz. Diskarret 'n eus 450 metrad kleuñv hep gwez ebet warne ha adsavet 700 metrad e-kichen, gant sikour Breizh Bocage. Displegañ a ra penaos en deus graet deus mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Maiwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a gont deomp buhez Geneviève Prigent, plac'h Botoha, o studiañ ar vedisinerezh er bloavezhioù 30 ha bet dimezet gant priñs Montenegro. Ur pennad bet skrivet gant Régis Delanoë a zispleg pep tra e kelaouenn miz C'hwevrer.
Eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Louis Bocquennet. Eñ zo psikologour ha skrivet en deus e 2020 ul levr anvet La Passagère a gont penaos en deus bevet muntr e wreg, Odile, bet lazhet gant he dousig bet. En abadenn e tispleg petra 'zo bet bevet gant e familh pa 'n eus embannet e levr hag e sell war ar muntrer.
Kavet eo bet mouezh brezhonek an trenioù rannvroel gant skipailh kazetennerien ha kazetennerezed Radio Breizh, hini Hannah Al Lae an hini eo. Respontet he deus da goulennoù Gwenvael Delanoë da gontañ penaos eo n'em gavet da vezañ mouezh an trenioù ha petra soñj deus ar fed e vefe bet lakaet brezhoneg eno.
Kronikenn Brezhoweb : Naig ha me a zo un teul-film nevez a zo moaien da sellet war Brezhoweb, sevennet gant Claire Villabon. Ul lodennig deus an teul film a zo bet skignet en abadenn.
PKS : Louis Bocquennet en deus skrivet ul levr e 2020 anvet La Passagère. Kontañ a ra penaos en deus bevet lazhadenn e wreg, Odile, bet lazhet gant he dousig bet. Hiriv e lâr deomp penaos en deus bevet an traoù gant e sell psikologour.
Festival Zef et Mer a zo ur festival gouestlet d’an arzourien.rezed eus ar vro, pep e stil gante. Senet he doa Nolwenn Korbell eno e miz Genver. Penaos oa an traoù ganti ? Reiñ a ra e santimant da skipailh Radio Keizh Breizh ha komz a ra ivez deus he fladenn diwezhañ.
Gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez ar gelaouenn Bretons e vez anv deus ur sujed hag e vez komzet kalz diwar e benn er mare-mañ, da lâret eo an enklask diwar-benn ar brezhoneg, urzhiet gant Rannvro Breizh.
Bernard Lazbleiz en deus savet ur pezh-mell levr diwar-benn dastumerien dianavezet .Penaos en deus heñchet e labour ? Muioc'h ouzh mikro Gwenvael Delanoe, deus radio Breizh.
Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Muioc’h muiañ e vez lakaet war-wel talvoudegezh ar c’hleuzioù, ur binvidigezh a ra perzh deus un ekosistem. Da betra a servijont ?Stankañ an dour e-pad goañv pe ar c’hontrefet, da lâret eo mirout anezhañ pa vez sec’hoc’h-sec’hañ an douar hag ar pradoù e-pad an hañv. Hag ul lec’h repu eo ar chleuzioù ivez evit al lapoused hag al loened a zo techet da gavout bod ha boued enne. Guy Yonkour, vetrener in retret, a gomz diwar-benn devezh ar c'hleuzioù a zo aozet ba Sant-Nigouden d'an 8 a viz C'hwevrer.
Yves Lamer, Jean Mahe, Yves Le Masson... Bernard Lazbleiz, he deus embannet ul levr diwar-benn ar re mañ, dastumet gante chañsonnoù ba bro Dreger ha ba bro Ouleoù e fin an naontekved kantved. Kontiñ a ra istor an dornskridoù-mañ, ar follennoù-nij-mañ, ouzh mikro Gwenvael Delanoe, deus Radio Breizh.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig deomp ar rummad Pennad-kaoz.
Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy
Choajet en doa an RN - en e vesk ur c'hannad europat - lidañ galetezenn ar rouaned er c'hastell Pommorio Treveneg, ba bro Oueloù. Feurmet o doa sal ar c'hastell d'an Aotrou kont. Penaos o doa bet degemeret ha gant piv ? Ur reportaj deus Yann Boishardy, frammet gant Maelle Auzias, deus radio Kreizh Breizh.
Skriv a ra Laouen Nikolaz istorioù evit Rouzig, ar gelaouenn viziek e brezhoneg gouestlet d’ar vugale etre 3 ha 6 vloazh. Aterset eo gant Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Spontus-kenañ eo an traoù e Gaza met start ar jeu ba Cisjordania ivez. Gant ar gevredigezh AFPS Bro Dreger eo bet krouet pemzektez ar Balestin 10 vloazh zo. Hiriv eo staliet mat ar festival koste Lannuon evit lakaat an dud da gompren istor ar stourm rannvedel a-benn skoazell poblañs Palestin. Traoù a bep seurt e vez kinniget e-pad ar pemzek devezh-se. Aterset eo Klaod An Intanff, eil-prezidant ar gevredigezh.
Ar gelaouenn Bretons a lak war-wel penaos ha perak kolaboed o deus tec'het kuit da vroioù all e fin an Eil Brezel Bed. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn.
Gwen Drapier a labour evit Dastum : ganti e vez graet war-dro an dielloù. Displeg a ra e labour ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro : Anton Burel
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy